Tag Archives: Marie

Je tue les enfants français dans les jardins, Marie Neuser, Frañs (2011)

Me ‘garfe gouzout petra eo al levr-mañ : n’eo ket ur romant-polis, evel ma laka e ditl da grediñ. Ur romant diwar-benn buhez ar gelennerien e skolajoù ar bannlevioù, ne lavaran ket. A ! eo, ur muntr bihan zo er fin…

Anat eo he deus kemeret harp Marie Neuser war he skiant-prenet war he micher, ar pezh a lak he levr da vezañ dedennus ha gwirheñvel. N’on ket evit lavaret hag-eñ ez a re bell ganti. Skeiñ a ra spered al lenner, keit ha ma chom gant an endro boaz : sal-klas; sal ar gelennerien. E fin al levr e tro ravoltadennoù ar skolajidi da aferioù personel etre int hag ar gelennerez, ha d’ar mare-se e koll an istor pep gwirheñvelder, pep tevder. Gwelet a ran ar fin evel ur seurt katarsis eviti, hep talvoudegezh e-keñver an danevelliñ.

Gant se ne ouezan ket re e peseurt rummad lakaat al levr-mañ. N’eo ket fall a-fed yezh, ar pezh a laka anezhañ da vezañ plijus a-walc’h da lenn, met n’eo ket labouret a-walc’h ar fin anezhañ evit ober anezhañ un oberenn vat. Un titl desachus zo dezhañ, d’an nebeutañ !

Advertisements

La poussière des corons, Marie-Paul Armand, Frañs (1985)

Ganet eo Marie-Paul Armand er vro a gomz diwar he fenn, ar Pas-de-Calais. Ar romant-mañ eo hini kentañ he resped skrivagnerez, ma ne gonter ket an istorioù evit ar vugale he doa lakaet embann a-raok. An hini gwellañ eo ivez, an hini nemetañ tapet gantañ ur priz lennegel bihan, ar priz Claude-Farrère, e 1986.

Dediet eo d’he zud ha d’he zud-kozh, mengleuzerien a-vicher.

Lennet e vez ken aes ha tra, evel ma suner ur madig karamel. Un disterig re sukret eo ivez ! Kontañ a ra buhez ur vaouez e bro ar glaou. Ganet eo Madeleine d’ar 1añ a viz Genver 1900 : dedennusat deiziad, a bermet dezhi koll he zad er brezel kentañ ha gwelet he mab o vont d’an eil. Test eo ivez eus an holl wallzarvoudoù bras er mengleuzioù hag eus an diskrogoù-labour hir pe verr a luske buhez ar vengleuzerien. Ur vuhez kalet ha trist alies, met o tiskouez ivez kalz a genskoazell er “c’horon”-où, ha familhoù unvanet ha karantezus ken ne vezont gwelet nemet er romantoù.

Skeudenniñ a ra a-feson ar vuhez er metoù dreist-ordinal-se, hep bezañ e mod ebet ur bennoberenn lennegel, evel-just. N’eo “nemet” ur romant rannvroel hep fougaserezh. Lennet e vez gant plijadur memestra, ha gant kalz a zaeroù, pa vezer tener a galon…

 


La magie du rangement, Marie Kondo, Bro-Japan (2015)

la-magie-du-rangementUl levr a ziorren personel eo hennezh, farsus a-walc’h p’eo e bal displegañ d’al lennerien penaos renkañ o zi ! Ha n’eo ket gant n’eus forzh piv eo bet skrivet : ken tik e oa ar japanez Marie Kondo gant al lakaat urzh, abaoe he oad tenerañ, m’he deus savet an hentenn KonMari, a gelenn d’an holl dud, hiniennoù hag e karg eus burevioù, a zeu d’he gwelet. He labour eo deuet da vezañ an donezon ral-mañ eta.

Santout a reer a-wezhioù n’emaomp ket o vevañ tre ha tre er memes bed ha hi, ha lod eus he c’huzulioù ne heuilfen ket gant va daoulagad serr. Met mont a ra don e-barzh ar gudenn ha displegañ a ra dre ar munut penaos lakaat ar stlabez da vont kuit (n’eo ket mont diwar-wel a lavaran). Kelenn a ra penaos plegañ an dilhad, da skouer (n’eo ket evel ma reomp-ni). Ha dreist-holl, ur gentel diwar-benn petra lakaat er boubellen ha penaos en ober eo an hentenn-mañ. Evel-just, ur wezh graet tro an ti hervez an hent kinniget hag en doare a zispleg, ne chom ket kalz digarezioù d’an dizurzh !

Inervet e vezan aes a-walc’h gant ar c’hwezh New-age a c’hell en em silañ e seurt levrioù, daoust m’em bije kavet talvoudus an erbedoù dre vras. Marie Kondo a gomz d’he objedoù, ober a ra ivez ul liamm splann etre stad renkadur ho ti hag ho puhez : ur wezh renket an traoù e vezont renket war gement tachenn ‘zo, labour, karantez, yec’hed ha kement ‘zo… Marteze eo mont un tammig re bell ganti. Daoust da se on laouen o vezañ lennet al levr-mañ peogwir eo efedus-kenañ war un dra : ar youl. Adkreizennañ a ra ar vuhez war ar pep retañ, en ur bellaat diouzh kleier lufrus ar gevredigezh beveziñ. Speredelezh japanad skañv eo en ur mod… Leuskel a ran ac’hanoc’h da zivinout gant petra e kasan va devezhioù, du-mañ, abaoe m’em eus serret La magie du rangement… Meur a sac’had-lastez ‘m eus kaset er-maez dija 😀 Hud eo, da vat !

Liamm Facebook


À l’ombre de Claire, Marie Rousseau, Frañs (1986)

a-l-ombre-de-claireGant al levr-mañ e ro Marie Rousseau un testeni eus ar bloavezhioù he deus tremenet en ur gumuniezh leanezed Santez Klara. Deol-tre anezhi en em sante galvet da vont da leanez ha mont a raio betek gwiskañ ar sae. Goude un nebeut bloavezhioù avat, e tro he soñj.

Skrivet eo an destenn en un doare resis, hep rikamantoù, hep prederiadennoù teologel, gant uvelded.

Etre ar pennadoù e kaver un diverrañ eus buhez ar seurez-mañ-seurez a oa o vevañ ganti : metoù, renk er familh, galvidigezh, penaos e vev ar vaouez er c’hloastr e-keñver yec’hed ha karakter. Lod a ziskouez bezañ evurus, lod all diaes o fenn.

Reolenn-vuhez leanezed Santez Klara zo bet skrivet gant ar santez hec’h-unan e 1253 ha n’eo ket cheñchet abaoe, daoust ma vije bet azasaet un disterig dre ouzhpennañ pennadoù. Gellet a reer lenn anezhi e fin al levr.

Brav eo bevañ er baourentez ha n’eo ket aze emañ an dalc’h. War var emañ ar seurezed da vervel gant an naon hag an dizvouediñ, a stal en o c’horfoù kleñvedoù padus, padal eo leun ar grignol a voued, a vez laosket da louediñ a-raok bezañ servijet dezho. Perak na reiñ ket ar boued keit ha ma vez yac’h c’hoazh ? a c’houlenn Marie Rousseau, ha ma vez re, e reiñ da dud paour a c’hellfe en em vataat dioutañ ? A-hend-all, en o buhez kloastret, al leanezed ne daolont evezh ebet ouzh o c’horfoù. N’en em walc’hont ket ken, ha tremen a ra c’hoant yec’hedoni Marie evit ur vank a izelegezh.

Ne lavar gwezh ebet Marie he deus c’hoant da vont kuit a-hed al levr, skrivet ganti ur wezh m’he doa adkavet ar bed : diskouez a ra bezañ graet an taol-arnod gant feiz ha kred. N’eo ket evel pa vije chomet etre daou soñj atav. Met en un taol e tigor he daoulagad hag e kompren eo ret dezhi mont kuit, n’eo ket kement-se abalamour m’eo erru dister he yec’hed, met kentoc’h abalamour ma wel e vez livet gevier ingal gant ar vaouez zo e penn an traoù. Hag ur wezh graet he soñj ez a betek penn.

Kavet em eus dedennus-tre al levr-mañ. Diskouez a ra eo bet dibosubl da reolenn ar c’houent-mañ en em ober ouzh ar bed a-vremañ hag, en un doare ledanoc’h marteze, e stok an ezhomm speredelezh ingal ouzh bevennoù mabden, e sioù, e vilenioù. N’on ket sur e vije posubl c’hoazh da dud a-vremañ briata seurt buhez lean, daoust ma tiskouezfe bezañ hoalus eus an diavaez : ar re zo chomet n’eo ket sur e vije bet gwelloc’h o stad e lec’h all, a-benn ar fin.

En ul lec’h bennak em eus lennet ne oa ket ur gwir testeni, unan adskrivet diwar istor ul leanez all ne lavaran ket. Met n’on ket sur, ha forzh penaos, memes ma vije ur romant evel ma lenner war lec’hiennoù katolik ‘zo, petra a cheñch ? ar vouedenn zo e-barzh. Evel niver ar vanifestourien er manifestadegoù, ar wirionez zo en ul lec’h bennak etre an daou gont…

 


Aziliz, Eñvor an tan, Roger Richard (1990)

N’eo ket bet skrivet al levr-mañ war-eeun e brezhoneg : lakaet eo bet e brezhoneg gant mamm ar skrivagner, Marie Richard, war a c’heller lenn e penn kentañ al levr. N’eus meneg ebet eus un embannadur bennak e galleg koulskoude.

Ur gevrin eo bet al levr-se evidon a-viskoazh. Soñj ‘m eus e oa e levraoueg ar skolveur, ha me o teskiñ, alies e kemeren anezhañ etre va daouarn evit klask kavout ur merk bennak o kinnig : romant, danevell, dezrevell… en aner. Sibilek eo testenn Goulc’han Kervella o kinnig diabarzh al levr war ar pevare pajenn golo ivez.
Lennet eo bet ganin, a-benn ar fin, met n’on ket sur bezañ avañsetoc’h, biskoazh kemend-all !
Techet e vijen da grediñ eo ur seurt romant memestra, o vezañ ma vez anv eus Aziliz, a-bell pe a-dost, a-hed al levr. An dudenn-se n’eo nemet un digarez da gontañ traoù all koulskoude.
Gaou a lavarfen ma skrivfen ‘m eus kavet gwallzedennus ar skrid. Ur bern traoù mat zo ennañ avat : plijus eo ar yezh, saourus taolennoù ‘zo (niverus) eus bro-Bagan, buhezek an eskemmoù etre an dud. Ar skritur zo lennegel mat hep bezañ lennek ha reiñ a ra talvoudegezh d’an oberenn.
N’eo ket kennebeut an itrik a vije dister : mont a ra war-raok, tud a varv, reoù all vez ganet, en em gann… karantez ha distruj zo tro ha tro, traoù burzhudus pe hud : danvez ‘zo eta.
An ton, dre vras, ‘m eus bet diaesamant gantañ. Chomet on o klask gouzout hag-eñ ‘oa intret a gelennadurez relijiel, pa vez anv kalzig eus Mikael an Nobletz. Ya, a-wezhioù, met estreget se a zo… Eztaolet e vez an traoù war un ton mistik, arvester, leun a arouezioù (soñjet ‘m eus e skridoù ‘zo eus Paul Claudel en e varead simbolist), re zienkorfet evidon. Soñj ‘ m eus e oan bamet rak seurt skridoù pa oan 15 bloaz bennak, marteze on en em gavet re ziwezhat gant al levr-mañ, piv ‘oar ? Chomet on estren outañ, daoust ma kredfe din dre vras eo ul levr mat.