Tag Archives: Roparz

Roparz Hemon, un ene tan, Pierrette Kermoal (2002)

Un dastumad studiadennoù war lod eus oberennoù Roparz Hemon a vez kinniget amañ gant an oberourez. E komz-plaen pe e barzhoniezh, lakaet keñver ouzh keñver gant oberennoù tud all pe studiet div ha div, pe o-unan.

Evel boaz em eus lennet al levr, brokus, gant interest ha plijadur. Displeget e vez don, dielfennet munut. Degaset en deus soñj din eus oberennoù ‘zo (Roparz Hemon a lennen pa oan o teskiñ brezhoneg, dre vras, ha n’em eus ket graet nemeur abaoe !), roet c’hoant din d’o adlenn evit ar re a anavezen dija, pe d’o lenn evit ar re all (barzhoniezh).

Koulskoude, erru er fin em eus ar santimant eo un tammig untuek an enklaskoù. Un displegadenn a dalvez evit kalz oberennoù : emskiantek e oa Roparz Hemon eus levezon bras-meurbet e oberenn veur : Gwalarn, war lennegezh ar brezhonek. Ha reiñ a ra e soñj war an dra-se en e oberennoù, hervez ar bloaz m’int bet skrivet. Ma, degemer a ran ar mennozh-se hep ginañ ! prouet e vez ouzhpenn ur wezh el levr. Met lakaet e vez ar skrivagner war ur sichenn marmor, n’eus nemet ur meizad glan anezhañ, en ur mod.

Padal, e karfen-me ober donoc’h anaoudegezh gant an den, en deus laosket dre ret roudoù niverus en e skridoù ivez. Kutuilhet e vez unan bennak ur wezh an amzer a-hed al levr… met dre vras e choman gant va sec’hed war an dachenn-mañ.

Gouzout a ran n’eo ket aes, e oa Roparz Hemon un den kuzh. N’on ket sur eo posubl zoken. Met karout a rafen gellet tostaat muioc’h outañ.

Danvez ul levr all, marteze !

 

Advertisements

Santez Dahud, Roparz Hemon (1935)

Embannet e oa bet Santez Dahud e-barzh Gwalarn da gentañ. Ur gontadenn danevellet eo. Kontañ a ra Roparz Hemon, diouzh e vod, mojenn Kêr-Iz ; un istor dousaet evit klotañ gwelloc’h gant tro-spered relijiel tud e vro eget ar gontadenn hengounel, moarvat. Tro din da zegas d’am soñj e karan skridoù Roparz Hemon, n’eo ket peogwir em eus sunet anezho kerkent ha ma c’hentañ bloavezhioù war ar brezhoneg, met peogwir e skriv eeun ha sklaer hag e evod diouto, memes e komz-plaen, ur wir varzhoniezh.

Rebechoù em eus d’ober memestra. N’on ket bet plijet gant an tres roet gant Roparz Hemon d’an hini a zeu pep gwalleur diwarnañ, Abred : “du e vlev ha kramennek liv e groc’hen”. Dahud, o tremen eus diaoulez da blac’h santel, a bak ur barrad dislivadur diouzh he zu. An daou zibab-se a ziskouez eo koshaet ar skrid, dezhañ ouzhpenn da 80 vloaz.

Ar pezh n’em eus ket kavet eus ar c’hentañ, ivez, eo n’eo ket gwall gempouez ar skrid-mañ war ma meno. Ar penn kentañ anezhañ zo peurlipet, deskrivet eo pizh ha kempenn Kêr-Iz hag hec’h annezidi. Met mont a ra decrescendo, ha seul vui e z’eer war-raok, seul nebeutoc’h a aked lakaet d’an istor. Seblantout a ra bezañ bet echuet diwar-dizh.

Unan eus ar stummoù eus an istor-mañ a blij din ar muiañ ez eo, memestra, gant ar vandenn-treset Bran Ruz gant Alain Deschamps ha Claude Auclair, embannet er bloavezhioù 80.


E bro Yvonne, Jean Ropars hag Yvonne Riou (1995)

Roparz-Jean-E-Bro-Yvonne-T2-Livre-875075757_MLNe ouezan ket penaos e oa en em gemeret Jean Roparz evit lakaat Yvonne Riou da gontañ he buhez ken hir amzer : ar pezh a zo sur eo en deus duet 5 levrenn stank gant hec’h eñvorennoù.

Ganet e oa bet Yvonne e bro-Leon er bloavezhioù 20. Fraezh e oa chomet enni amzer he bugaleaj, ha kontañ a ra gant forzh munudoù, heñchet gant goulennoù ha ne weler ket anezho. Lennet e vez al levr tre evel pa vije bet skrivet ganti hec’h-unan.

N’em eus ket soñj da vezañ lennet ken hir a levriad eñvorennoù diwar-benn ur vuhez ken “munut” ma c’hellan lavaret (n’eo ket bet Yvonne o klask he bara nag o stourm e arme Napoleon, lakaomp). Kement tra a lavar a sell ouzh ar gevredigezh e oa ganet enni, ur gevredigezh aet da get bremañ, ha n’eus levr all ebet o vont ken don en deskrivañ a ra eus ar gevredigezh-se. Pizh e vez sellet ouzh kement darvoudig eus ar vuhez : skol-lojañ ar seurezed, pouez ar relijion e buhez an dud (bras-meurbet, betek ur poent hor bije poan oc’h ijinañ ma ne vije ket skrivet du war gwenn), labourioù an atant ha soursi ouzh al loened, penaos e veze desavet ar vugale, sekselezh, ha kement ‘zo. Un testeni dibar eo diwar-benn buhez ar gouerien (ar wilioted, evel ma lavar-hi), ha, war va meno, un testeni o prouiñ ar reuz he doa graet an iliz war ar gevredigezh-se e-pad rummadoù ha rummadoù ha, dreist-holl, ar gaou graet d’ar merc’hed, a zo ur vezh ruz. Paneve pouez ar relijion e vije bet kempouez a-walc’h rol ar merc’hed hag hini ar baotred er gevredigezh, pa oa diazezet ar gevredigezh-se war al labour a-lazh-korf forzh penaos, pe vije evit gwazed, merc’hed pe vugale…

Laouen eo Yvonne eus an doare m’eo bet desavet koulskoude. Er stern strizh-se eo deuet a-benn da gavout he c’hempouez, ha diskouez a ra bezañ leun he c’halon a vennozhioù e-keñver he c’helenn kristen. Lorc’h zo enni, p’eo deuet eus ar gwellañ an deskadurezh-se eviti. D’ur mare bennak koulskoude, e sav ouzh ur beleg, an hini a lavar dezhi he deus dibabet fall he gwaz da zont : diskouez a ra eo deuet a-benn da stummañ mennozhioù dezhi hec’h-unan a-benn ar fin ! marteze… kar he familh hag ar gevredigezh zo a-du ganti, n’eo ket un akt a stourmerezh kennebeut.

E-touez ar re (niverus) em eus lennet, an eñvorennoù-se eo ar re a zeskriv ar gwellañ tro-spered an dud, ar pezh a vroude anezho, ken war ar pemdez hag evit an degouezhioù dreistordinal. Gwallzedennus em eus kavet anezho, daoust ma padfe al lennadenn (dleet em eus troc’hañ anezhi e meur a damm, kuit d’ober ur re gofad). E penn kentañ e oan souezhet bras gant brezhoneg Yvonne, anezhi un “terminal speaker” : ur c’hementad bras a c’herioù a lavar e galleg, gerioù eeun, hon eus ni nevez-vrezhonegerien ur par dezho o tond diouzhtu war beg hon teod. En em voazet on, ha goude ul levr pe zaou, em eus merzet e raen ur sapre eostad a c’herioù ha frazennoù talvoudus daoust da se : war  boent ar yezh ivez ez eus kalz pinvidigezhioù da dennañ eus an eñvorennoù-se.

Lakaet e oant bet e galleg e 1991 ha pedet e oa bet Yvonne d’un abadenn-dele gant Bernard Pivot da heul : ur bern tud, moarvat, o doa en em anavezet en he c’homzoù. Marvet eo e 2013.

Kavet e vez levrenn gentañ E bro Yvonne en-linenn amañ. Dedennus eo ar c’hentskrid evit kompren talvoudegezh labour Jean Roparz hag Yvonne. Kavout a ra din n’eo ket aet pell a-walc’h hennezh en e labour war an destenn koulskoude : sur-mat en deus tennet traoù lavaret div wezh hag a oa kichen-ha-kichen met laosket en deus reoù all pell a-walc’h an eil re diouzh ar re all, techet ma oa Yvonne evel kement den en em gont da zont en-dro war ar fedoù pouezusañ. Fellet ez eus bet da Jean Roparz, ouzhpenn, leuskel ur roudenn eus lusk an diviz, ha lakaet en deus ur rummad trifikoù bep tro ma chome Yvonne o klask he gerioù. 5 levriad-pad a ra re, hag heuget e vezer goude ur prantad, n’heller ket mui anduriñ ar poentadur-se !

Paeañ a ra an dalc’husted avat, ha ne vo ket didalvoud ho strivoù ma z’it betek penn.


Ar bed dre ar brezhoneg, Roparz Hemon (1956-1971)

Liesseurt eo pennadoù Roparz Hemon bet strollet amañ gant Per Denez da vezañ embannet gant Hor Yezh e 1994. Ha dre se, e kav din ez eus pour ha trichin enno, hervez interest an nen evit an danvez-mañ-danvez…

Ar pennadoù-se oa bet embannet e Ar Bed Keltiek. Ar re a denn ouzh ar stourm evit ar yezh eo plijus o c’heñveriañ gant an amzer-vremañ ha muzuliañ an hent zo bet graet abaoe m’int bet skrivet. Liv B.A. ar skouted zo warno alies, avat. Pennadoù all zo dudius dre o zanvez : An arz hag ar butun, Ar gitar… hag ur bern dedennus o diabarzh dre ma vez desket traoù dre o lenn : Al levr kristen, Penaos eo bet savet roll-gerioù “diazez ar brezhoneg” da skouer. Evidon, kasaüs a-walc’h em eus kavet ar pep brasañ eus ar pennadoù istorel, o vezañ ma n’eo ket va zachenn muiañ-karet emichañs…

Pouezañ a ran mat talvoudegezh seurt embannadur, ha laouen on o c’hellout implijout al levr-mañ evit klask titouroù on dedennet ganto, met ar meskaj danvezioù ne ro ket ul levr gwall blijus da lenn evit an dudi. Da virout evit ar studi, kentoc’h, eta !


Lennegezh evit an dibenn-sizhun (1989)

Lennegezh evit an dibenn-sizhun
Ar soñj kentañ a zeu din diwar-benn al levr-mañ, kasaüs a-walc’h da lenn, eo ne glot ket an titl gant ar pezh ‘zo e-barzh. Gwelloc’h ‘vije bet un dra bennak evel : “Testennoù da studiañ e kentelioù-noz”, pe un dra bennak seurt-se…
Un dastumad testennoù berr eo, tennet holl eus ar re a veze embannet er gelaouenn Arvor, krouet gant Roparz Hemon e-pad an eil brezel-bed. Anat eo o zalvoudegezh a-fed yezh : ar vrezhonegerien a skrive d’ar mare-se, er bloavezhioù 40, a oa holl bet desket war barlenn o mamm, ar brezhoneg skrivet o vezañ un dra bennak ouzhpenn evito. N’eus ket ur mor a dra ouzhpenn da dennañ eus an testennoù-se… Kalz anezho zo bommoù eñvorennoù (brezel pe bugaleaj), pe istorioù a veze kontet e-pad ar beilhadegoù. N’o deus ket a zalvoudegezh lennegel (setu perak ez eus anv eus “dibenn-sizhun” ‘barzh an titl moarvat) ha gall a reont zoken bezañ skrivet en un doare ponner a-walc’h, evel testennoù Per Mokaer, a gav din…
Danvez-studi, n’eo ket danvez-dudi eta.


An dud am eus anavezet, Roparz Hemon (1935-1975)

An dud am eus anavezet Ar pennadoù-se, strewet e kelaouennoù a-hed an amzer, a zo bet strollet dindan stumm ul levr e 2008 gant Mouladurioù Hor Yezh.
Lennet ‘m eus anezhañ dres goude an Eñvorennoù pa gave din e c’hellfe bezañ ur seurt astenn dezho ; dipitet on bet avat peogwir em eus kavet displijus tremen eus ar c’hazh d’ar razh diehan, ha kavet ‘m eus gwall hir va amzer o lenn, evit ar pezh a sell ouzh ar pennadoù koshañ dreist-holl.
Koulskoude e kav din e ro al levr-mañ peadra da anavezout eus an diabarzh ar Roparz Hemon ken dikriet-se, an hini a stourmas evit unvaniezh ar reizhskrivadur hag a werzhas e ene d’an enebourien alaman gant ar spi da c’hellout tizhout ar pal a oa buket e holl soñjoù warnañ. Dizoloet ‘m eus e taole ur sell a-dreñv objektivel a-walc’h war ar prantad-se pa skrive e 1972 (p.93) : “Gouzout a raemp ervat e vevemp war ur menez-tan prest da darzhañ ha d’hol lonkañ holl. Ha ne rae nemet hor broudañ da labourat keit ma oa amzer”.
Ar pennadoù dedennusañ evidon zo e-touez ar re ziwezhañ skrivet, ha diwar-benn skrivagnerien vrezhonek all : Tangi Malmanche, Youenn Drezen, Frañsez Vallée…
Plijet on bet ivez o welet ne heulie ket Roparz Hemon reolennoù hon amzer-ni pa skrive pennadoù diwar-benn tud all : estreget mel a veze roet gantañ, hag ouzhpenn ur wezh oa bet kruget tud ‘zo outañ abalamour da se. Faziañ a c’helle ober, met an dra-se a ra talvoudegezh e skridoù ivez, n’int ket meuleudioù-holl, soñjoù gwir zo a-dreñv.
Ul levr dedennus, daoust na vije ket gwall zudius.


Eñvorennoù, Roparz Hemon (1947-1957)

Eñvorennoù Ar pennadoù eñvorennoù-se, bet embannet e kelaouennoù e 1947 ha 1957, zo bet strollet hag embannet evit ar wezh kentañ e stumm ul levr e 1998 gant an ti-embann Al Liamm, da geñver 20vet deiz-ha-bloaz marv Roparz Hemon.

Daou ahel zo dre vras : eñvorennoù yaouankiz, enno eñvorennoù bugaleaj met ivez prantadoù tostoc’h ouzhomp, hag eñvorennoù eus Breizh-Veur a oa bet Roparz Hemon o lojañ du-hont goude m’en doa dilezet e studioù skiantel evit en em dreiñ war ar yezhoù, ha gwellaat e mod-se e damm saozneg.
Eñvorennoù evel ar re all, e gwirionez, a anavezer enno yezh resis, ha teuk a-wezhioù, unan eus hor skrivagnerien muiañ awenet. Skoet on bet gant an dougen ma oa da gontañ traoù ‘zo dre ar munut en e eñvorennoù bugaleaj dreist-holl, dibaboù a ziskouez e stek a skrivagner. A-hed al levr e verzer e interest evit an arz, an traoù kaer a bep seurt (skridoù, sonerezhioù, maezioù, met ivez arrebeurri, dilhad, tisavouriezh ha me oar !) hag an diaes ma oa dezhañ anduriñ an traoù divalav. E gizidigezh arzel on bet fromet ganti el levrig-mañ, tu denel hag hollvedel an arzour en ur mod… Ar bourc’hiz bihan ma oa, lorc’hus un disterig, n’en dije ket kalz tra da welet gant va buhez din-me a-hend-all.


Nenn Jani, Roparz Hemon (1974)

Nenn Jani
Plijet on bet kalz gant Nenn Jani (e brezhoneg, evel just, met n’em eus kavet skeudenn ebet). Gwir eo ne c’hoarvez ket ur maread traoù er romant, gwir eo ez eus kalz a zeskrivadurioù, met just a-walc’h eo se a ra e dalvoudegezh war ma meno, ar fed e vije ur romant “intimist” en ur mod. Gant ar romant-se em eus bet ar santimant da vont tre en don-donnañ Roparz Hemon, da gaout un nor digor war e vugaleaj ha war ar garantez a vage ouzh an div vaouez kozh a zaremprede en e yaouankiz. N’em eus lennet levr ebet all o c’hoarvezout e Brest d’ar mare-se ha me gav din eo resis ha kizidig an deskrivadur a ra eus e gêr genidik. Soutil eo an dielfennañ a ra eus plas an dud er gevredigezh hervez o renk ivez .
Gouzout a ran ez eus bet tud o klemm abalamour d’ar yezh implijet, me ne oan ket bet direnket ganti 10 vloaz ‘zo, met kavout a ra din e tlefe bezañ adembannet reizhet ma z’eus ur gudenn. Ne zistera ket talvoudegezh ar romant evel just. Soñjet ‘m eus n’eus ket pell ‘zo eo sellet ouzh un oberenn lennegel dre e sioù brezhoneg nemetken evel dibab ur vaouez evit he neuz ha netra all ebet. Me yafe kentoc’h da zimeziñ gant un dra divalav ha speredek eget gant ur bimbo. Pep hini zo libr da c’hoari gant e filip !


An ti a drizek siminal, Roparz Hemon (1956)

tidrizek
Skrivet eo e brezhoneg eeun ur wezh ouzhpenn. Dilammadennoù a-leizh zo en istor Youenn Jigouzo daoust ma vije aet da Gamaled evit diskuizhañ. Test eo eus ur muntr a wel dre prenestr e gambr.
Dudius eo ar romant ha savet a-zoare, met kavout a ra din n’en deus ket tennet splet Roparz Hemon ouzh ment brasoc’h e romant-polis (143 fajenn, hennezh) evit diorren fetisder an tudennoù. Chom a ra Youenn divlaz a-walc’h da skouer daoust ma vije anavezet gant al lenner dija. Lennet vez gant plijadur memestra.


Ur prenestr a oa digor, Roparz Hemon (1952)

Div vaouez kozh, o tihuniñ goude o fennadig-aes, a zizolo ur c’horf marv war leur ar sal vras. En Henbont e tremen ar romantig-polis-mañ e brezhoneg eeun, hag an detektived Jo ha Ja Herblon a adkaver e-barzh. Degouezhout a ra ar penndudenn Youenn Jigouzo, kazetenner eus An Oriant hag a vo anezhañ er romant-polis a heul, An ti a drizek siminal.
Daoust ma vije an eil levr a seurt-se gant ar skrivagner, ne gavan ket anezhañ kenkoulz hag An treid dindan dreid va zad-kozh. Diskouez a ra Roparz Hemon kalz a ijin, met n’eo ket ken gwirion an tudennoù eget reoù ar romantig kent. An aergelc’h iskis a oa ennañ zo erlerc’hiet gant unan skañvoch, ennañ muioc’h a fent marteze, met ponner eo a-wezhioù : n’emañ ket Roparz Hemon en e vleud penn-da-benn pa glask skrivañ evit ar bobl, gwelloc’h e tere ouzh e bluenn ar skridoù kaer.