Tag Archives: kanaouennou

Gwez war dosennoù, Youenn Guillanton (2006)

gwez war dosennoùBarzhoniezh eeun-mat a gaver el levr-mañ, betek ma kredfer alies eo bet savet evit bugale. Ur geriaoueg diazez, temoù dilorc’h ha n’o dez ket aon da vezañ un disterig kentelius gwezhioù zo… kalz klichedoù… nebeut a rimoù…

Dre ma lenner ar barzhonegoù-se, hervez red an amzer, en em stumm trolinenn ene ar barzh koulskoude. Dont a ra an temoù da vezañ donoc’h, da c’houlennata askre an nen. Kizidigezh ouzh an natur, doujañs ouzh Istor pep lec’h, enkrez rak ar marv, bam rak ar vuhez dre he munudoù disterañ : setu an elfennoù pennañ a c’heller kavout er barzhonegoù berr-se.

Youenn Guillanton zo un arzour klok a oar maneal koulz e bluenn, e varr-livañ hag e vouezh : un hêr da Youenn Gwernig, ar pezh a vez gwiriaet e “Divinadell”. Brav tre eo an taolennoù livet a skeudenna an dastumad. Un niver bras eus barzhonegoù al levr-mañ a zo bet kanet gantañ ivez.

Serriñ a reer al levr gant ar santimant da vezañ graet anaoudegezh gant ur mignon. Un den, ur barzh en e sav e-unan-penn e kreiz ar bed, o tapout gant e zivskouarn hag e zaoulagad elfennoù a beurbadelezh.

An titloù o deus plijet ar muiañ din ? “Ul liorzh en kêr”, “Kit en ho koazez”, “Ur sant er voger”, “Pythagor de’i !”,  “Tad”, “Kêr Vontroulez”, “An emvod”, “”Disparti”… Un dra a garfen gouzout : hag ur ster kuzh a vije e “Dindan gazel-ge” ? Marteze eo re frank va ijin, goude bezañ pleustret e-pad pell war kanaouennoù hengounel…

Advertisements

Kanaouennou Jean Derrien, Jean Derrien (ha tud all), (2007)

Un dornad kanaouennoù diwar ijin ar c’haner e-unan, lod anezho gant an ton sonerezh skrivet… ha peogwir ne oa ket a-walc’h da sevel ul levr, un eil lodenn gant kanaouennoù all e oa boaz da ganañ.

N’eo ket displijus ; ar pozioù zo blaz an hengoun warno o vezañ ma oa ar paotr kozh eus ar gevredigezh bet, troc’h ebet gant ar c’hanaouennoù hengounel eta. Koulskoude, e kavan skañv al levr. Perak n’eo ket bet skrivet an ton evit kement kanaouenn zo ? Ar re n’int ket bet savet gantañ kenkoulz hag e re, ha c’hoazh ne ouezer ket ton e holl re, nemet lod anezho… Skrivet eo a-wezhioù gant piv eo bet skrivet ton-mañ-ton eus an eil lodenn, met An hini a garan n’eo ket bet kavet ar skrivagnerez anezhi evit doare !

Gant se, diaes gouzout pelec’h renkañ al levr-mañ. Gall a ra bezañ implijet evit tennañ pozioù ‘zo, ma kaner… D’o adimplijout gant tonioù all… Aesoc’h e vije renkañ seurt traoù war ul lec’hienn internet met perak pas ! Marteze eo bet savet en enor da Jean Derrien d’ober ton dezhañ nemetken. Ker e koust an nebeud a ya d’ober anezhañ, d’am soñj.