Tag Archives: va

Va zammig buhez, Jarl Priel (1954)

Lennet em eus an eil embannadur, eus 1975.

Ul levr eñvorennoù, war un ton disheñvel a-walc’h diouzh ar re all : daoust ma ne vije ket yaouank ar boulom (1885-1965) e santer n’en deus ket gouzañvet re gant ar vuhez. Mab nemetañ ar familh, graet e vez war e dro gant e vamm hag, abred, gant e vamm-gozh da varv honnezh. An tad, lonker, n’eo ket evit desevel anezhañ. Spered lemm ha dilu e ra Jarl e dreuz er skolaj ken aes ha tra. E blijadur vrasañ : skrivañ ha sevel pezhioù-c’hoari. Pa vez ret dezhañ dilezel ar studioù, defot gellout paeañ, e lak e anv da vont da soner-trombon e sonerezh an arme a vor : un digarez a-feson da foetañ bro hep poaniañ re gant ar vicher.

Plijadur en dez da gontañ, kement hag ur c’honter, ha santet e vez en e eñvorennoù en doa ar stek da zaremprediñ ha da voemañ e genseurted. Kalz fent a zo en e goñchennoù. N’eo ket un den a dorr e benn. Ha kement a draoù en deus da gontañ, ma vez roet ur plas bras d’an darvoudoù, kontrol d’ar skridoù-eñvorennoù all ma vez deskrivet kement lec’h ha darvoudig pemdez dre ar munud. Tro en deus bet da dostaat ouzh pennoù bras, prezidant, tzar… par eo e droioù-kaer da re Jean Conan, war-bouez nebeut.

Gant se, ha doug Jarl Priel d’al leurenniñ, e chom an danevell-buhez-mañ muioc’h a-ziavaez eget an eñvorennoù all em eus lennet betek-henn. An titl e-unan a welan evel ur fentigell, ur serr-lagad d’al lenner. N’eus ket uveloc’h, padal den ebet n’en dije traoù dedennusoc’h da gontañ…

Al levr-mañ zo hini kentañ ur rummad tri, a-raok Va buhez e Rusia hag Amañ hag ahont.

Advertisements

Evidon va-unan, Ronan Huon (1976)

Un dastumad eus ar barzhonegoù bet skrivet etre 1944 ha 1961 gant Ronan Huon -nemet e vije e oberenn varzhoniel glok ?

Souezh kentañ, anavezout a raen kalz eus barzhonegoù an torkad-mañ. Marteze e oa bet adembannet lod anezho da vare marv ar skrivagner, pa vez desket lod all er skolioù.

Lipet eo ar yezh, gerioù brav ha pinvidik enni. Ar bras eus an testennoù zo e gwerzennoù dieub, gant evezh taolet ouzh ar c’hlotennoù e diabarzh ar gwerzennoù, ral a wezh er fin anezho. N’eo ket bet dibabet gant ar skrivagner plegañ ouzh mentoù strizh, ar pezh a laosk din ur santimant n’eo ket peurechu an traoù a-wezhioù, daoust ma vije anat eo graet a-ratozh.

N’eo ket displijus da lenn, met n’on ket fromet kalz gant an temoù a vez pledet ganto. Splann eo e oa Ronan Huon paotr ar mor, da skouer, ar pezh ne gomz ket kalz ouzhin.

Renket eo bet ar barzhonegoù a-demoù  e-barzh al levr, dindan 7 lodenn : Kregin ha bezhinoù, Heol, Bleunioù c’hwerv, Beaj, Soñjoù-noz, Maez ha Rimadelloù. Unan eus al lodennoù-se em eus kavet dreist ar re all : Bleunioù c’hwerv. Ur skeuliad santimantoù a eztaole gwelloc’h ar skrivagner eget re all, moarvat, pa n’eo ket bet skrivet an holl re-se er memes koulz.

Kompren a ran gwelloc’h, bremañ, perak e veze lavaret gant an dud pa oa marvet (e 2003) en doa labouret kalz evit ar re all, ha re nebeut evitañ. Anien ur barzh a oa ennañ, sur, met marteze e vije deuet e destennoù da vezañ lemmoc’h gant amzer ha pleustriñ.

Un dastumad klasel a-walc’h eta evit un hêrour eus Gwalarn n’heller ket tremen hebiou d’e oberennoù, abalamour d’ar pouez en deus bet war istor al lennegezh vrezhonek dre e labour-marc’h eviti a-hed e vuhez.


E donder va hunvre, Barzoniez klok, Naig Rozmor (1977-2013)

e donder va hunvreUr soñj dreist eo bezañ embannet en un torkad nemetañ an holl varzhoniezh bet savet gant Naig Rozmor hec’h-unan (n’eus ket anv a droidigezhioù el levr-mañ). Ur poltred klok a-walc’h eus ar plac’h ma oa-hi a vez roet deomp dre ar prenestr-se, ha tro em eus bet da zizoloiñ ur bersonelezh dispar, dieub ken e oa, evit he mare dreist-holl. Marteze eo peogwir he doa bevet ouzpenn 50 vloaz a-raok en em reiñ da skrivañ e brezhoneg, hag he doa bet amzer, eta, da deurel ur sell a-gil war he buhez kent. Ur c’hourlakadenn n’eo ken evel-just, diaes eo gouzout penaos e oa ez-yaouank, ha ne gomz ket nemeur diwar-benn traoù prevez. Ar varzhoniezh En ano ar frankiz a vije enni, marteze, un alc’hwez da gompren ar prantad-se eus he buhez, piv oar ?

Gouest eo bet Naig da gaozeal fraezh, ha yac’h, evel m’hel lavar hec’h-unan, eus karantez ar c’hig, en Hosanna pe Kregin, va barzhoniez muiañ-karet ganti. Ur skeudenn marzhus a ro eus ar garantez. Diwar-benn traoù all ez eus kalz a elevez enni, em eus soñjet en ur lenn meur a wezh diouzh renk Proella. Fent a zeu ivez dindan he fluenn evel en ton kan-ha-diskan An dibab, pell e gentel eus tonioù hengounel evel Ar merc’hed diwar ar maez pe Ar gazeg, seksel-spontus… ar pezh a ra vad e lenn evel-just.

Lennet e vez aes-tre al levr, evel pa vije komz-plaen e gwirionez, gant ar yac’h hag eeun m’eo ar brezhoneg anezhañ. Skrivañ a rae Naig Rozmor en un doare barzhoniel, ha pa skrivfe komz-plaen, kouskoude ne gav ket din e vije barzhoniezh gwir kement tra a zo bet embannet ganti dindan an anv-se. Ar gwerzennoù ne vezont ket muzuliet alies, hag anzav a ran e kavan gwelloc’h a-galz an testennoù m’eo bet betek penn he soñj ha m’he deus labouret betek tizhout ur framm strizh, klaseloc’h. Ar re-se a gavan brav-meurbet, hag aesoc’h eo din rannañ santadurioù ar skrivagnerez drezo. Ur varzhoniez gwregel-tre eo a-benn ar fin, he dije kavet he flas digudenn war lec’hienn Plijadur 🙂

Pa vezen war va studioù brezhonek o studial Ar Mestr e oa bet deskrivet Naig Rozmor gant Frañsez Favereau evel ur plac’h friant. Klotañ  a ra brav ganti a gav din. Me lavarfe ouzhpenn e oa un ene frank ha goulaouüs. Un dra vat eo bezañ adlakaet hec’h oberenn varzhoniel er gouloù. Lakaet eo bet an testennoù e galleg gant Maguy Kerisit, da gaout ledanoc’h gwerz d’al levr marteze. Tech gwan al levr, evel re alies e brezhoneg, eo ar skeudennoù a ya da heul an testennoù : n’eus nemet al livioù anezho a gavfen brav. Kenkoulz e vije bet en em gontantiñ eus an testennoù, hervezon. Met evit plijout d’an holl…


Va et poste une sentinelle, Harper Lee, Stadoù Unanet (2015)

va et poste sentinelleUr gevrin vras eo bet e-pad bloavezhioù : perak n’eus ket fellet d’ar skrivagnerez donezonet m’eo Harper Lee kenderc’hel gant he resped skrivagnerez ? Perak n’he deus ket heuliet un hent he doa divoulc’het gant kement a zonezon ? Perak n’eo ket bet kalonekaet da vont pelloc’h gant an degemer entanet a oa bet roet d’he romant kentan ?
Erru eo kozh ar skrivagnerez en deiz a hiziv : goude bezan nac’het a-hed he buhez, n’he deus ket bet an nerzh da genderc’hel da stourm enep tud he familh a aspede anezhi da rein he brouilhedoù kozh da embann c’hoazh. Ha koulskoude, goude bezan lennet he eil romant, e kredan e oa ar gwir ganti : ouzhpenn kaout ur bluenn gapabl, e oueze ivez didouezhian, anavezout greun diouzh linad. Goude kement a splannder e kav din e teu an eil romant-man da zilufran sked an hini kentan un disterig.
Dont a ra Va et poste une sentinelle dres goude Ne tirez pas sur l’oiseau moqueur, koulskoude. Adkavet e vez Scout hag he zad (marvet eo ar breur bras etretant). Hi zo aet da vevan e kêr, pell eus keriadenn he yaouankiz. Ar plac’hig leun a ijin hag a startijenn zo deuet da vezan ur vaouez yaouank o klask hec’h hent, hag iskis eo kompren ne ziskouez ket bezan tennet kement-se a vad eus he desavadurezh leun a frankiz : mezh a ziskouez kaout, kentoc’h, pa verz n’eo ket diouzh moull an an holl. An tad n’en deus ket koshaet gwall vrav kennebeut, dipitet eo Scout gant e emzalc’h, gant gwir abeg moarvat. Tavet eo an denelezh a evode dioutan evit rein plas d’un emzalc’h muioc’h politikel ha ne glot ket gant ar skeudenn hor boa eus an dudenn… Dipitus bras eo ar romant eta, pell dindan an hini kentan.
Ne lavarfen ket chom hep e lenn koulskoude : meur a wezh e teu da Scout envorennoù eus he yaouankiz. Ma anavezer lod anezho, reoù all zo nevez d’al lenner, ha kontet gant kement a fent ha gwezhall. Taget em eus gant ar c’hoarzh o lenn unan anezho dreist-holl, hag a dap kern ar fent goude bezan en em staliet gant diegi e-pad pajennadoù hir. Pa ne vije nemet abalamour dezhan, on laouen o vezan kaset va lennadenn betek penn : un astenn blijus a ra d’al labous goapaer…


Truez va Doue, Didrouz (1980)

Truez va Doue

Iskis a ditl evit desachañ lennerien, dreist-holl bremañ m’eo diamzeret ar golo. Daoust d’an awen relijiel eo gwir lennegezh a gaver en dastumad danevelloù-mañ. Kavet em eus brav tre Al lizher meur peogwir e kav din eo milzin ha soutil an doare ma kas ar skrivagner santimantoù luziet e benndudennoù. Desachañ a ra an evezh war tudennoù ne vije ket bet sellet outo, hag e teu a-benn da interesiñ al lenner d’o flanedenn voutin. Brav eo.
N’int ket holl ken dedennus : Leue ar presbital zo skañvoc’h, da skouer, ha ne zere ket kenkoulz da bluenn Didrouz.
Muioc’h on bet plijet gant Lizhiri pe Ar Vallozh. Nabukodonozor em eus kavet skrivet re vuan met skoüs mennozh ar fin.
Klasel ha plijus eo ar yezh, aes da lenn. Domaj e vije chom harzet gant an titl, un dastumad mat eo.