Tag Archives: Izold

Lae Izold, Paskal Tabuteau (2012)

Un trevell en deus kaset Paskal Tabuteau da benn gant an 3700 gwerzenn-mañ, lakaet da rimañ gant enklotadurioù hervez an hengoun.

E c’hiz dezhañ eo da adperc’hennañ danvez Breizh, evel m’em boa merzet e meur a destenn all gantañ savet diwar an hevelep patrom gant kalz a ampartiz. Gouzout a ouien eta ne vijen ket dipitet gant al levr-mañ.

Ouzhpenn ober gant ar gwerzaouiñ kozh e tenn e demoù eus danvez hengounel Breizh ivez : Tristan hag Izold, ar wezh-mañ.

An tem ne gosha ket (kontrol da vuhezioù sent, lakaomp), met o vezañ m’am boa adlennet Tristan hag Izold Langleiz n’eus ket dek vloaz zo em boa ar santimant da anavezout mat an diabarzh evit pezh a sell ouzh an daou zevezh kentañ, pezh n’eo ket gwall blijus met a bermet en em stagañ muioc’h ouzh ar stumm e-pad ma lenner.

Alies eo ret lenn a vouezh uhel, n’eo ket evit kompren peogwir eo aes ar stêr, met evit kavout lusk ar werzenn (ha gwiriañ, alies, emañ an 12 troatad aze, hep mui, hep nebeutoc’h, n’oan ket evit herzel !). Rediañ a ra da gemer e amzer, met plijus eo.

An trede devezh oa un tres disheñveloc’h warnañ a gredan. Dudiusoc’h eget pep tra em eus kavet perzh an Ankou ennañ.

Santout a reer ur gwir vestroni a-fed yezh ha doare-gwerzaouiñ penn-da-benn al levr : ret eo bezañ ampart tre evit dont a-benn da gontan un istor dedennus gant redioù ken strizh. Kavet en deus Paskal Tabuteau e vouezh hag e ostilh, emichañs e kendalc’ho da bourveziñ deomp oberennoù all er stumm-se adlakaet diouzh ar c’hiz gantañ, evit brasañ dudi empenn ha kalon al lennerien.


Tristan hag Izold, Zavier Langleiz (1958)

Tristan hag Izold
Deuet eo brav gant Langleiz istor Tristan hag Izold, diazezet war ar vojenn hollvrudet, dispac’hus daoust d’al lañsoù relijiel a glask digareziñ stad kablus an daou garedig. Kempouezet en deus brav e bennadoù en ur renkañ enno a bep eil dilammadennoù ha predoù sioul a garantez eeun. Gouezet en deus chom eleveziek pa eztaol santimantoù e dudennoù : herezh arz ar varzhed predenek kent ? Me gav din e chom diouzh ar c’hiz ar romant ken dre e dem ha dre e skritur. Ur c’hlasel, da virout e levraoueg an ti da vout lennet gant an holl d’ur mare bennak. Tresadennoù brav a ginkl al levr ouzhpenn : graet int bet gant Langleiz e-unan.