Tag Archives: Langleiz

Skignet d’ar Seizh Avel, Zavier Langleiz (2013)

An testennoù kinniget el levr-mañ a oa bet embannet etre 1941 ha 1944, er gazetenn bemdeziek La Bretagne a ginnige ur pennadig e brezhoneg bemdez. Sinet e oa ar pennadoù-se “Lan hag Herve” ha skrivet e oant gant tud disheñvel, en o zouez Langleiz.

Souezhet on bet un tammig gant an dibab-mañ : embann testennoù Langleiz nemetken. Emichañs e oant dedennusoc’h eget ar re all, pe gwelloc’h o yezh. Met kavet em bije dedennusoc’h, ha klokoc’h, lakaat an holl bennadoù, kement hag ober, en ur resisaat gant piv e oant bet skrivet e gwirionez. Ur wezh an amzer, e ra dave Langleiz d’ur pennad bet skrivet gant unan all ha n’hon eus ket, eta. Troc’hañ a ra al lañs.

Ar fed skrivañ dindan un anv-pluenn a ro disoc’hoù farsus ivez : ne gil ket Langleiz dirak an drochoni, pa ro mel d’e levrioù gant al loa vras en ur ober van da reiñ un ali objektivel diwar o fenn… Ha n’eo ket ur wezh, met meur a hini ! Pec’hed orgouilh ar skrivagner, a c’heller kompren keit ma chom kuzh e identelezh. Met farsus eo gwelet en doa lakaet en e benn adembann ar pennadoù-se dindan e anv, ha n’en doa ket raktreset lemel ar frazennoù-se !

Petra eo al levr-mañ neuze ? Ur sac’h-a-bep-tra, ur meni “Buez ar Sent” lik da blantañ un tamm brezhoneg bemdez en tiegezhioù, en ur vrudañ implij ar yezh, oberoù hag oberennoù ar re a laboure eviti. Reiñ a ra tro an dastumad-mañ d’en em soñjal war ar fed ez eus liveoù e-barzh ar skridoù kinniget da lenn d’an dud gant unan. Langleiz, a zo lakaet da skrivagner meur gant ar vrezhonegerien a-vremañ, a skrive ivez disteradoù, abuzetezioù. Ne lakae ket kement a breder, a aked, o tuañ ur bajennad “Seizh Avel” hag unan eus e romantoù, kizellet munut. Ar pal a oa boueta ar pemdez, n’eo ket sevel un Oberenn Veur da leuskel roudoù don e spered al lennerien. Heñvel-tra eo pa skriver ur blog. Skrivet e vez diwar-dizh, ar buanañ posubl, ar gwellañ posubl, met hep al labour c’hwennaat ha gwellaat don a zo ret evit sevel un oberenn lennegel pe ur studiadenn. Ar pezh a gont eo al liamm gant al lennerien, gant ar yezh -DRE ar yezh.

Daoust m’eo bet skrivet ar pennadoù-mañ gant Langleiz, n’eo ket ar skrivagner a skriv, evel m’en lavar e-unan. Ar boulom Langleiz, ne lavaran ket. Reiñ a ra d’e lennerien, hep gouzout dezhañ a-wezhioù, ur bern titouroù diwar-benn e amzer, tro-spered an dud e-pad ar bloavezhioù brezel trubuilhet-se a zo bet ken rebechet d’an emsav betek an deiz hiziv, hag a vo c’hoazh. Ha se, hep ober anv eus politikerezh. Netra gwall chalus er pennadoù-mañ : a-boan ma santer eo ar brezel, pa ne vije ket ret dioueriñ boued ha pourvezioù diazez, ar pezh a vez graet anv anezhañ war don ar fent atav. Un tamm moral, un tamm stourm evit ar yezh, kalzig a vourdoù. Ar pennadoù dedennusañ, evidon, eo ar re a gont degouezhennigoù istorel : desket e vez traoù ganto.

Plijus eo da lenn, aes gras d’ar pennadoù berr. Da betra koll an hanter eus al levr o lakaat an droidigezh e galleg ? Evit ma vije tu d’an teodoù fall kontrolliñ ne gerzhe ket kazel-ha-kazel Langleiz hag an alamanted ? Marteze.

Advertisements

Ene al linennoù, Langleiz (1939)

Ene al linennouAl levrig-mañ n’eo ket lennegezh da vat, daoust ma vije skrivet en ur yezh vrav ha ma pledfe gant traoù ijinet tamm-pe-damm gant ar skrivagner. Displeget eo ennañ peseurt temz-spered a ro linennoù ‘zo d’un dresadenn, hervez ma vijent war-zu krec’h pe war-zu traoñ ha kement ‘zo. Er fin e kaver ivez un nebeut displegadennoù diwar-benn implij an niverenn aour en tresañ : penaos rannañ ar skeudenn…

N’eo ket didalvoud-krenn ar c’huzulioù, met displeget eo kement-se gant kement a zamant hag a droidelloù ma n’eus nemet ur c’hoant : diverrañ ha lakaat pep tra war ur follenn nemeti. Ar pezh a zesk ar vugale en atalieroù tresañ : reiñ tresoù drouk, laouen, trist, souezhet… d’ur penn. N’eo nemet se, a-benn ar fin.

N’eo ket dedennus bras al levr evit ar pezh a gont eta. Koulskoude, plijus eo gellout lenn anezhañ, gwelet peseurt doare soñjoù en doa c’hoant Langleiz da rannañ gant an dud, gant petra e oa prederiet. Un eñvorenn eo, kentoc’h eget ul levr pleustrek.

N’eo ket displijus, n’eo ket entanus kennebeut met n’eo ket ur gwall afer peogwir eo berr berr an destenn.


Koroll ar Marv hag ar Vuhez, Zavier Langleiz, Georges Arnoux (1938)

Koroll ar marv hag ar vuhez
Kavet em eus mat al levrig-mañ da zigor-kalon, da c’hortoz e tapin krog en Ar Seiz Breur ! N’eus ket kalz tra da lenn, met dedennus eo. Ur pezh-c’hoari eo gant ar Marv personekaet (an Ankou) hag ar Vuhez ivez : ur plac’h yaouank koant. Kinniget e vez pep hini, hag e teu a-benn an Ankou da lakaat ar Vuhez da gompren ez eus ur fin eviti. Kuitaat a ra ar bed-mañ a galon vat p’eo sur ez eus ar Baradoz war-lerch, hag e gwirionez e weler anezhi oc’h erruout e-barzh. An destenn en deus lakaet ac’hanon da soñjal e testennoù ‘zo gant Paul Claudel, lennegel hag intret a feiz war un dro. Brav eo, eeun met ampart. Gwerzennaouet eo an destenn brezhonek penn-da-benn, pa n’eo ket an hini gallek, troet gant Langleiz e-unan. Goude bezañ lennet an destenn e brezhoneg penn-da-benn em eus kavet dedennus keñveriañ an destenn orin gant an droidigezh ; evel bep gwezh pa vez graet an droidigezh gant an aozer e c’heller merzout diforc’hioù bras lec’hioù ‘zo, ha dedennus eo klask gouzout perak eo bet graet ar cheñchamantoù. Ar pep hewelusañ en oberenn-mañ eo ger ar fin : ar Baradoz, troet e galleg gant ur berrgomz : Ah ! …Je vois ! Lakaet en deus ac’hanon d’en em soñjal war statud hag emdroadur an div yezh, perak eo ar Baradoz ur ger brav en destenn vrezhonek, hag ur ger gros (evit adkemer pezh a lavar Erwan Vallerie en digoradur, diwar-benn ar marv) e galleg ? Marteze peogwir en deus ar galleg ur pezh mell amzer-dremenet lennegel hag en deus uzet tamm-ha-tamm gerioù pe droiennoù ‘zo, kontrol d’ar brezhoneg emañ e lennegezh en e yaouankiz flamm… Gall a reer c’hoazh envel an traoù dre o anv ha chom war ul live lennegel, pa vez ret, evit ar galleg, implijout frazennoù c’hwezhet un disterig, eskemm plas d’an adjektivoù evit ober cheuc’h, traoù e mod-se !
Kement hag ober em eus lennet ar gevrollenn gant Georges Arnoux da heul. Awen breizhek ebet enni : emañ war lañs sonerezh c’hall an XXvet kantved doare Debussy, Honegger… ha brav. Ne ouezer ket hag-eñ e oa bet krouet pe get an oberenn, hag e peseurt bloavezh : domaj eo. Ne zlefe ket bezañ gwall ziaes da seniñ en-dro gant dezrevellerien, d’an nebeutañ, n’eus ket kalz a sonerien, ha n’eo ket re deknik, met ret vije d’ar mestr laz-seniñ harpañ an dezrvellerien evit loc’hañ mat, diaes e c’hell bezañ dezho gouzout pelec’h eo erru an traoù.
Ul levr plijus eo peogwir eo liesseurt ar pezh a gaver e-barzh, plijus ivez peogwir eo bet aozet mat tre gant an embanner, brav eo da welet ha da lenn, n’eus fazi ebet e neblec’h nag en destenn nag er gevrollenn, hag ez eus ivez titouroù talvoudus diwar-benn an aozerien hag ul levrlennadurezh klok eus oberennoù Langleiz. Hennezh ‘oa ur mailh e kement tra a bake krog ennañ : reiñ a ra c’hoant d’e anavezout gwelloc’h.


Tristan hag Izold, Zavier Langleiz (1958)

Tristan hag Izold
Deuet eo brav gant Langleiz istor Tristan hag Izold, diazezet war ar vojenn hollvrudet, dispac’hus daoust d’al lañsoù relijiel a glask digareziñ stad kablus an daou garedig. Kempouezet en deus brav e bennadoù en ur renkañ enno a bep eil dilammadennoù ha predoù sioul a garantez eeun. Gouezet en deus chom eleveziek pa eztaol santimantoù e dudennoù : herezh arz ar varzhed predenek kent ? Me gav din e chom diouzh ar c’hiz ar romant ken dre e dem ha dre e skritur. Ur c’hlasel, da virout e levraoueg an ti da vout lennet gant an holl d’ur mare bennak. Tresadennoù brav a ginkl al levr ouzhpenn : graet int bet gant Langleiz e-unan.


Enez ar rod, Zavier Langleiz (tro 1940)

Enez ar rod
Degas a ran da soñj ar re o dije disoñjet n’eo ket Enez ar Rod ar c’hentañ romant skiant-faltazi e brezhoneg : Roparz Hemon en doa embannet unan e 1927, leuskel a ran ac’hanoc’h da zivinout pehini (n’eo ket atav ar memes re a zle labourat, na petra ‘ta !).
An eil romant skiant faltazi e brezhoneg eo eta.
N’eo ket dre zegouezh moarvat e lak Langleiz un tem keltiek kozh, hini ar gêr beuzet, da stern e romant.
Ur plac’h yaouank, Liliana, aet d’ar strad e-pad ur peñse, a zihun en un enezenn dindan ar mor, dezhi annezidi iskis o doareoù. Kerkent ha ganet e vez tennet o ene diganto. Liliana a glask tec’hout kuit. N’eo ket war an ober eo kreizennet ar romant : taolenniñ an enezenn a fell d’ar skrivagner dreist-holl, a-benn diskouez d’al lenner ez eus harzoù d’ar skiant hag ez eo aner klask krouiñ e-lerc’h ar C’hrouer.
N’eo ket skrivet fall al levr, brav eo ar brezhoneg ennañ ha buhezek ar skritur daoust ma vije kasaũs ar stil, leun a bikoù-estlamm evel skrivadenn ur skoliad. Goular em eus kavet an istor avat. N’eo ket fetis a-walc’h an harozez, ne heulier ket a-dost he buhez kuzh ha n’anavezer ket don he santimantoù. Ouzhpenn eo bet komprenet tezenn ar skrivagner goude ar c’hard kentañ ha n’eus nemet an taolennoù o cheñch, randonus eo…
N’eus ket bet c’hoazh kalz a skrivagnerien vrezhoneg o plediñ gant romantoù skiant-faltaziek hag hini Langleiz zo, lakaomp, e-touez an tri gwellañ c’hoazh !