Tag Archives: kervella

Gwenn, ar vorlaerez, Goulc’han Kervella (2019)

Ur romantig diwar-benn ur plac’h a Vrest a ya da ambarkiñ war bourk ur vag morlaeron.

Un destenn skrivet a-ratozh-kaer gant ur pal studi eo. Dibabet eo he c’herioù a-zaore, berr he frazennoù, kempouez-mat he 10 pennad. Ha daoust da se, ne vez ket santet re. N’eo ket un istor dreistordinal, met kaset e vezer a-zoare da heul an harozez, gras d’un nebeut munudoù santet mat.

Evel-just e chomer gant e c’houlennoù a-wezhioù, n’eo ket ar seurt romant a c’heller donaat an traoù ennañ : hag aes e veze d’ar merc’hed mont war vourzh ? ha kement ‘zo. Met digeriñ a ra un nor, war Brest kozh, war bed ar voraerien hag ar besketaerien. Reiñ a ra c’hoant da vont pelloc’h, gant an Istor kement ha gant ar brezhoneg.

Ret eo diwall mat, e seurt levrioù, da skañvaat betek lakaat re nebeut : chomet on un tamm bout rak istor ar Renan “dianket” a vez graet un nozvezh-veilh evitañ, ret eo bet din lenn meur a wezh, ha dont war va c’hiz un tamm pelloc’h, peogwir em boa komprenet an traoù a-dreuz. Ur frazenn ouzhpenn, doare “e oan o klask gouzout petra a oa c’hoarvezet dezhañ, pelec’h e oa… ?”a vije bet a-walc’h d’am difaziañ. Met marteze eo me em eus daoulagad forc’hellek ?

Kavout a ran mat e teufe skrivagnerien ar rummad “Aes da lenn” da liesaat, evit ma vo peadra gant pep hini da gavout ar pezh a glot gant e demz-spered.


Gouel ar c’hlas termen, Goulc’han Kervella (2019)

Anzav a zlean on bet un disterig hegaset o kavout an heñvelreviadelezh da dem pennañ al levr-mañ. Daoust ma kavfen dedennus an danvez dre vras, em boa ar santimant e veze chaoket hag adchaoket atav ar memes danvez.

Met n’on ket chomet gant ar santimant-se peogwir on bet plijet a-walc’h gant ar skrid.

Ur romantig evit ar grennarded eo -lakaet eo da “zanevell” gant ar skrivagner. Gouel zo bet etre al liseidi klas termen. Unan a vank an deiz war-lerc’h.

Un istor “outing” eo. Ar pezh a gavan dedennus eo n’eo ket ur skrid-kliched kement-se. Kavout a ra din eo bet graet an dro, el lennegezh, er filmoù… eus an degouezhioù dramael ma vez skarzhet krennarded eus o zi gant o zud homofob, ha kement ‘zo. Ne fell ket din lavaret n’eus ket mui eus seurt degouezhioù, met emskiantek eo ar bras eus an dud int droch. Dre se, e kemer an homofobiezh hentoù sourroc’h ha diaesoc’h da anavezout. Ha war an dachenn-mañ e kav din en deus c’hoariet fin Goulc’han Kervella er skrid-mañ.

Anat eo e c’hell ar skrid-mañ degas traoù da dud yaouank, daout ma ne gredfen ket e z’afe kelennerien da studiañ seurt levr en o c’hlasoù. N’eo nag hir, na diaes da lenn koulskoude. Ha danvez preder zo ennañ, diwar-benn an homofobiezh evel-just, met ivez diwar-benn an implij a ra ar re yaouank eus ar binviji niverel luget.

Ar reuz a c’hell bezañ plantet gant tud n’int ket drouk, just evit c’hoari, eo a zo e kreiz an istor.

Din-me ez a re vuan ar fin, ne vez ket pouezet a-walc’h war stad-spered al liseidi. Met d’am soñj eo kentoc’h ul levr evit digeriñ ar gaoz. Mat eo eta.


Ar roc’h toull livet, Goulc’han Kervella (2016)

Gant ar romant-mañ evit ar yaouankiz e kendalc’h Goulc’han Kervella da dennañ amann eus dienn an danvez ragistorel.

Cheñchet eo an tudennoù, n’emaer ket mui gant Aada ha Narki met gant ur paotrig ganet mogn e anv Ahu. Lakaet eo a-gostez gant paotred yaouank e veuriad ha ne gont evito nemet perzhioù korfel an unan : ar re a servij da bourveziñ ar boued pemdez evit an holl.

Jentil eo betek re, moarvat, dre m’eo skrivet evit bugale. Koulskoude em eus kavet plijus istor Ahu. En ur implijout e amzer vak oc’h ijinañ arz ar mogerlivadur, e tigor spered an dud a zo tro-dro dezhañ war ur bed nevez a laosk e blas d’ar gened “a stag an douar ouzh an neñv hag a liamm an amzer dremenet gant an amzer da zont”.

Eeün eo ar romant ha kempouez a-fed lusk, lakaat a ra d’en em soñjal war an diforc’hioù ha talvoudegezh pep hini.

An hini gwellañ eo e-barzh ar rummad ragistorel, betek-henn.


Barzhonegoù, Kenan Kongar (1982)

N’eo ket evit e zonezonoù a varzh eo brudet dreist pep tra hini a guzh a-dreñv an anv-pluenn Kenan Kongar :  Frañsez Kervella. Ur yezhour e oa a-raok pep tra all, hag a-fed lennegezh, e eñvorennoù, An ti e traoñ ar c’hoad, a lakaan e-touez ar re wellañ e brezhoneg. Ne c’hellan ket lavaret e vijen bet teoget gant an dastumad barzhonegoù-mañ avat.

Lod eus ar barzhonegoù kinniget zo bet embannet e Gwalarn etre 1933 ha 1944, lod all oa bet skrivet kent, adalek 1928.

Ur wezh an amzer em eus kavet ur varzhoneg he deus plijet kalz din : tres modernoc’h warni, emichañs, hag a ziskouez e oa gouest Frañsez Kervella da rimañ a-feson : Gortozadenn aner, Heol Here, Devezh hañv… Met ne dremen ket dibistig e holl destennoù dindan rod an amzer. Un afer kenedouriezh eo : ar pezh a blije dezhañ skrivañ, barzhonegoù lourennek o kemer harp don war an natur n’int ket mui diouzh grad tud an XXIvet kantved, marteze. Pe eo me a zo bouzar ouzh o son.

Dre vras e kav din e teu brav an traoù gantañ pa gont un istorig bennak, hag eo stambouc’hus ar skridoù deskrivañ hag ar re a ribota preder. Me ‘gav din e teu a-benn ar varzhed a-vremañ da veskañ mat an daou ahel-se, ar pezh ne rae ket alies Frañsez Kervella. Gant se, em eus kavet ar braz eus e varzhonegoù borodus a-walc’h. N’on ket bet tizhet gant kalz anezho, daoust ma n’em bije rebech ebet d’ober outo nag e-keñver stumm, nag e-keñver yezh, pinvidik-mat hep bezañ re ziaes.

 


Distro Jarl eus ar brezel, Goulc’han Kervella (2018)

Pa z’a Jarl d’ar brezel, e laosk war e lerc’h e vestrez koant, e vez sikouret gant ar soñj anezhi da anduriñ braouac’h stuz ar soudarded. Hag, e gwirionez, chomet eo stag Diell ouzh Jarl betek e zistro. Met cheñch a ra an traoù pa wel anezhañ, mac’hagnet ha disneuziet.

Estreget ur c’hemm korfel a zo : chomet eo en Jarl un dra bennak eus feulster ar brezel.

Soñjal a ra din en deus lakaet Goulc’han Kervella kalz anezhañ er romant-mañ, a goubla e garantez evit e vro, e sevenadur, ar vicher a vezhinaer, hag e skiant-prenet a wezhall tro-dro d’an dud klañv o spered.

Liammet brav eo sevenadur kozh Breizh gant an istor : ar romant en deus lakaet ac’hanon da soñjal en hini Yves Miossec Lorc’h, kasoni ha poan, a zo eus ar memes troc’h.

An disoc’h zo ur romant dedennus, pinvidikoc’h eget ar pezh a roe ar skrivagner abaoe un nebeut bloavezhioù, ur romant en deus goulennet muioc’h a labour eget skridoù ‘zo ivez kredabl. Neuze ma ne c’hellit ket lenn kement levr bet skrivet gantañ, ne vije ket fall dibab hennezh.

 


An tri c’hañfard, Goulc’han Kervella (2018)

Ur wezh e oa bet aterset Jimi Hendricks gant ur c’hazetenner diwar-benn ur bladenn nevez. “Ha n’ho peus ket aon e vije re heñvel ouzh Jimi Hendricks ?” emezañ, kement ha lavaret ne oa ket nevez-nevez ar geusteurenn marteze… hag ar gitarour da respont : “ME eo Jimi Hendricks”.

Ne vo ket rebechet ouzh Goulc’han Kervella skrivañ diouzh e vod eta, p’en gra mat.

El levr-mañ, skrivet evit skolajidi 11-12 vloaz, e implij ar skrivagner ur rekipe kozh en deus lakaet ac’hanon da soñjal en Three men in a boat. Lakaet e vez tri boulom farsus war an hent evit dizoloiñ ar vro hep kavout hir e amzer o selaou an heñcher, ha dav dezhi. Perzhioù ur gontadenn zo d’ar romant, marellet gant hanezennoù, mojennoù, deskrivadurioù savadurioù kozh ha lec’hioù touristel a-bouez, etre Leon ha Kerne.

N’on ket desachet tamm ebet gant ar c’hontadennoù, met kavet em eus farsus a-walc’h va zroiad-gweladenniñ, evel va mab 11 vloaz, daoust m’hor bije santet mat, hon-daou, tu kentelius an afer.

Plijus eo da lenn da n’eus forzh peseurt oad, hep terriñ e benn, gras da stek ar skrivagner.


Temptadur ar c’hloareg Frañsez, Goulc’han Kervella (2018)

Er romantig-mañ en deus drevezet Goulc’han Kervella hini klasel Youenn Drezen, Sizhun ar breur Arturo. Lec’hiet en deus an istor en e endro boaz, an aber Ac’h, hag en ur c’hamp krennarded katolik a bleustr e-pad ur sizhunvezh war ur pezh-c’hoari. Da verañ ar c’hamp, ur c’hloareg yaouank, Frañsez, hag ur vamm a familh.

Ul levr pinvidik eo war meur a geñver. War zigarez dedennañ ar grennarded, e vez roet ur bern titouroù war al lec’h, ken e-keñver geografiezh hag istor hag e-keñver hengoun. Tennet en deus e vad Goulc’han Kervella eus romant Youenn Drezen a-fed stumm hag a-fed spered. Degaset eo ar garantez gant elevez, en un doare skañv met efedus.

Plijet bras on bet gant ar romant, em eus kavet kizidik ha brav.

Div evezhiadenn memestra.

N’eo ket a garantez e vez anv er romant-mañ, met a c’hoant. Ar paotr a zesach evezh ar c’hloareg ne vez anv nemet eus e neuz, eus e gorf. Evel-just, hennezh, evel Palmira, zo ur skeudenn : Ar Paotr (gay), tra m’eo Palmira Ar Vaouez. Met kavet em eus un tamm domaj na vont ket pelloc’h eget ar pimpatrom-se, ken boutin ma teu da vezañ … dienkorfet.

A-hend-all on bet souezhet gant ar gerig-kinnig a gaver e penn kentañ al levr : “Trugarez vras da bPierrette Kermoal hag Aber o vezañ asantet embann al levr-mañ war un danvez divoutin e brezhoneg”. Ha va spered o kantreal. Perak ez eus ezhomm da lakaat seurt frazenn ? Ha nac’het e vije bet al levr gant tiez-embann all ? Ar pezh a vije spontus. Un dra zo sur, ar frazenn-mañ a gomz eus traoù n’em eus ket c’hoant e vije anezho. Kondaonet eo bedig ar vrezhonegerien da chom warlec’hiet eta ? Asantiñ d’an heñvelreviadelezh ha d’an heñvelreviaded, n’eo ket bezañ atav o stourm evito, just na ober anv eus o sekselezh, evel ma ne vez ket ezhomm da embann war ar groaz, demat, me zo hetero ! pa gejit ouzh unan bennak. Neuze, e brezhoneg emaer c’hoazh o tizoloiñ ar bed, oc’h en em zigareziñ da skrivañ lennegezh “araokour”, hag oc’h ober penn-mouzh pa ne chom ket hetero an testennoù ? Gant ar vezh…

Me fell din bevañ va brezhonegerezh en un doare digor war ar bed ha war perzhioù dibar pep hini, ha lenn skridoù a denn ouzh n’eus forzh petra, hep digarezioù, hep trugarekadennoù. Poent eo tizhout an oad gour.


Aada ha Narki 2 : Etrezek an inizi, Goulc’han Kervella (2014)

Evit bezañ sur da gompren mat, ha peogwir e kave din em boa c’hwitet war un dra bennak ar wezh kentañ , em eus adlennet kentañ levrenn Aada ha Narki a-raok tapout krog en honnezh.

A-benn ar fin n’ez eus ket diforc’hioù bras etrezo, ha chom a ran gant va soñj kentañ : n’on ket entanet. Kompren a ran ar c’hoant a zo gant an aozer da vont (pe da lakaat mont) donoc’h e-barzh anaoudegezh ar vro, dre ergerzhout ar grez ragistorel. Al levrioù-mañ o deus perzhioù mat e skridoù all a-hend-all : yezh splann ha pinvidik war un dro, gwriziennet met klasel.

Met mont a ra re vuan an traoù, moarvat. An doare “Aada, mab an amzerioù skoemp” a gavan un tamm hegasus. Test eo ar paotr, gant e zaoulagad digor bras war ar bed, eus dizoloadennoù a raio berzh e-pad kantvedoù. Kammedoù kentañ ar pesketaerezh aozet, ar gounid plant… kelennus eo, mat. Met marteze ez eus re a draoù en un taol. Hag eus un tu all, e vank an tudennoù a zonder, ha ne vez staliet eskemm nes ebet etre al lenner hag int.

Al levrioù-mañ a zegemeran muioc’h evel doareoù senarioioù eget evel oberennoù echu a-benn ar fin. Efedus int, gant pimpatromoù tud aes da anavezout ha da implijout, met n’eus ket kalz buhez enno.

Dont a ra marteze eus ar fed n’on ket ar publik eo bet skrivet al levrioù-mañ evitañ.


Divroañ, Goulc’han Kervella (2009)

Ar chañs em boa bet da welet ar pezh-c’hoari-mañ gant va daoulagad. Un eñvorenn fromus.

Savet eo diwar taolennoù gwriet kichen-ha-kichen : n’eus haroz ebet, nemet skouerioù tud a c’hellfe bezañ n’eus forzh piv en hevelep degouezhioù. Taolet e vez gouloù war 5 maread istorel m’eo bet kuitaet Breizh gant bretoned n’o doa mui peadra da vevañ. Aet int da labourat e mengleuzioù Trelaze e kreiz an XIXvet kantved, loc’het o deus war-zu ar C’hanada e penn an XXvet, diskennet int da gavout douaroù gwelloc’h en Dordogne tro 1920, aet int da Amerika e fin an XXvet kantved ha pelloc’h, hag ivez da Bariz, niverus. Diskouezet e vez an enkadenn, an dibab graet gant lod da vont da heul o hunvreoù pa n’o deus netra ken da dennañ diouzh o bro, hag an disouezhadenn, alies. Kousto pe gousto e ra pep hini e doull, hag e teu da vezañ diaes kuitaat ar vro-degemer evel m’eo bet diaes kuitaat e vro c’henidik, ur mare zo bet.

E-tal d’an arvestoù-se e vez kinniget ivez arvestoù ma tepegner estrañjourien oc’h erruout e Breizh, hag an degemer a vez graet dezho. Dibabet en deus Ar Vro Bagan chom pozitivel ha digor, diskouez eo Breizh ur vro degemerus (nemetken).

Ar gentel da dennañ eus an holl blanedennoù-se eo n’eo ket un ebat kuitaat ar vro emaer gwriziennet enni, ha pa vije un dibab, ha pa vije deuet ho pro da vezañ ho enebour dre ne c’hell ket mui ho tegemer. Lakaat a ra d’en em soñjal war ar plas a gemer hor bro c’henidik en hor c’halon hag en hor c’hempouez. Ha lakaat a ra an arvesterien, hag al lennerien, da advevañ pajennadoù eus istor Breizh.

Eeün eo a-ratozh, graet evit skeiñ, memes gant empennoù n’int ket gwall zesket marteze. Soñjet eo evit ar bobl. Gellout a rafe, dre se, bezañ un tammig borodus. Met stil a zo, forzh pegement, gant Goulc’han Kervella, a oar lakaat ar gerioù eeünañ da lufrañ… asambles gant an daoulagad. Kaer !


Mojenn ar vuhez hag ar marv, Goulc’han Kervella (2016)

Kredet em boa e vije dreist-holl mojennoù kozh aztommet el levr-mañ ha n’em boa ket gwall c’hoant d’e lenn.

Ur souezhadenn em eus bet eta. Mat em eus kavet addizoloiñ an teir mojenn bet dastumet gant Anatol ar Braz hag azasaet en ur brezhoneg komprenabloc’h evit skolajidi hag ur pedervet hini diwar-benn seblantoù. Dibabet int bet a-zoare, disheñvel an eil re eus ar re all ha mat da lakaat ar gaoz war ur bern traoù sevenadurel hag ar vuhez pemdez gwezhall. Ar peder danevell all n’int ket holl danevelloù diwar-benn genel, ar pezh a zo boutin etrezo eo ez int istorioù Nedeleg, gant pe hep ganedigezh. Hag an eil tra boutin, eo e pledont holl gant buhez tud munut, tud disoñjet gant ar gevredigezh, dilezet ha reuzeudik. Daoust ma vije disheñvel-mat o endro ez eus kalz kerentiezh etrezo eta.

Mat em eus kavet al levr, dudius, disheñvel ha fromus alies en eil lodenn.