Tag Archives: nothing

Sans parler du chien, Connie Willis, Stadoù-Unanet (1997)

 sans-parler-du-chienTo Say Nothing of the Dog eo titl orin al levr-mañ.

Ur romant skiant-faltazi zo anezhañ : anv zo ennañ eus ar veajoù dre an amzer. Ur plac’h he deus cheñchet un dra bennak en amzer-dremenet en ur zegas ur c’hazh eus an XIXvet kantved ha ret eo adlakaat pep tra en urzh evit ma c’hello an dazont en em skrivañ evel m’eo dleet : istor klasel eta !

N’eo ket dre zegouezh eo bet laeret istitl levr Jerome K. Jerome evit hennezh : awenet eo bet Connie Willis gantañ ha kavout a reer ur mor a zaveoù dezhañ. Er stumm da gentañ : kinnig a ra Connie Willis un diverrañ eus pep pennad e penn kentañ anezhañ, tre evel e Three men in a boat. Ur bern traoù soutiloc’h zo ivez evel just, en doare da ginnig ar chas hag ar c’hizier da skouer, ha daveoù roet gant an haroz e-unan peogwir en deus lennet al levr a-raok en em gavout el lec’h-se d’ar mare-se. Awen pennañ To Say Nothing of the Dog eo Three men in a boat met daveoù d’ur bern levrioù, skrivagnerien ha tud brudet all zo ivez : en em gavout a reer gant Alice (distro eus bro ar Marzhoù emichañs), meneget e vez labourioù Conan Doyle war ar spiritism, kemeret e vez harp war enklaskoù Hercule Poirot evit kavout diskoulmoù d’an enklask (n’eo ket memes prantad met bezit dichal, displeget eo)… Leuskel a ran a-gostez ar re n’anavezen ket met kalz anezho a oa ivez. Unan eus perzhioù dedennusañ al levr eo an daveoù-se.

Pa ya harozed Connie Willis hebiou d’an tri den en o bag war ar stêr Damouez (hep ober anv eus ar c’hi) ha pa anavezont bommoù lavaret ganto el levr orin eo ur gwir trid evit al lenner : dispar ! Darbet em eus tagañ gant ar c’hoarzh gwezhioù ‘zo ivez.

Traoùigoù zo n’on ket bet plijet kement ganto : daveoù re anat, ur stil a gaven un tammig laosk, ur c’hoant da lakaat c’hoarzhin doare Jerome K. Jerome, efedus alies met pas kenkoulz hag ar pimpatrom…

N’eus ket amzer d’en em soñjal forzh penaos : dichadennet eo an darvoudoù ha lenn a reer ar romant d’an daoulamm ruz.

Bet en doa To Say Nothing of the Dog ar priz Hugo e 1999.


Tri viroj en boato (sen mencio pri la hundo), Jerome K. Jerome, bro-Saoz (1889)

Tri_viroj_en_boato__sen_m000001 Three men in a boat (to say nothing of the dog) eo titl orin al levr-mañ. Lennet em boa anezhañ un tregont vloaz zo bennak ha c’hoant em boa da c’houzout hag-eñ n’en doa ket koshaet re. Ezhomm em boa ivez da freskaat va eñvorennoù a-raok lenn ul levr skiant-faltazi a gemer harp war hennezh, hag a gomzin diwar e benn a-raok pell.

Ar pezh a oa un dastumad farsadennoù paotred en va eñvor a oa bet skrivet gant ur pal all e gwirionez : reiñ da zizoloiñ ur skeudenn eus ar pezh a gaved a-hed ar stêr Damouez. Ur seut “Guide du routard” eus an XIXvet kantved e oa eta, en ur mod, ar pezh n’em boa ket merzet ar wezh kentañ.

N’eo ket evit se eo brudet al levr forzh penaos : abalamour d’e c’halloud  komikel ne lavaran ket. Kontañ a ra ar skrivagner ur veaj en deus graet gant daou eus e vignoned (hag ur c’hi !) en ur bark war ar stêr Damouez. Ouzhpenn d’an darvoudoù o-unan e tegas ar skrivagner ur bern eñvorennoù, istorioù farsus chomet en e benn tennet eus e familh pe eus traoù en deus klevet. Ha c’hoarzhin a reer penn-da-benn al levr.

Ur fent etre hini Tintin, Mr Bean ha Charlie Chaplin a lavarfen ez eo : n’eo ket dic’hortoz ar pezh a dremen, met an doare da gontañ, an divizoù, ar fed ober van da chom hep kompren an eil derez, hag emzalc’h an dud dre vras n’o deus ket o far. Souezhet on bet o c’hoarzhin kalz muioc’h ha me kozh eget pa oan dek vloaz.

Talvezout a ra ar boan adlakaat e fri en ul levr en deus lakaet bouzelloù hon zud hag hon zud-kozh da darzhañ.