Tag Archives: on

Aet on, Gwenn A-Du (2017)

Kavet em eus dreist tem al levr-mañ : un den yaouank a guita e di hep lavaret tra da zen, evit kerzhout eeün dirazañ. Temptadur meur a zen, yaouank pe kozh, emichañs… En em leuskel a ra da vont diouzh ar pezh a gav, ha da zaremprediñ an dud en em gav war e hent. Skrivet eo brav ha dedennus da lenn, keit ha ma vezer e-barzh. Ur wezh adserret al levr, koulskoude, e kav din ne z’a ket pell a-walc’h anezhañ. Chom a ra klouar, evel pa ne rafe nemet kontañ un taol-pleustr gwirion (marteze eo se, met kenkoulz e vije bet en displegañ neuze), daoust ma vije pinvidik-kenañ an tem ha ma vije bet moien da zonaat an traoù evit lakaat an haroz da vevañ degouezhioù estlammusoc’h, pe dañjerusoc’h, pe me ‘oar, evit ma vije desket traoù da vat gant al lenner ha kavet repsontoù da c’houlennoù a sav outañ e-unan. Met n’eo nemet va savboent a zen gour, ha n’eo ket bet skrivet al levr evit e rummad-oad…

Advertisements

Kuranta sur ondoj, Alexander Grin, bro-Rusia (1928)

Alexander Grin

Ur romant eo Kuranta sur ondoj / O redek war ar gwagennoù (She Who Runs on the Waves).
N’on ket bet plijet bras gantañ.
Marteze emañ ar bec’h da lakaat war va live re izel en esperanteg, en deus rediet ac’hanon da lenn an daou pe dri bennad kentañ gant sikour ur geriadur a-benn kompren eus petra oa kaoz resis… met n’on ket sur. N’eo ket kement ar gerioù a vanke din hag ar c’hengompren gant ar skrivagner. Diroudet on bet gant ar fed e vije war an istor tresoù gwir, daoust ma c’hoarvezfe e broioù dianav ijinet gantañ, da skouer. Kavet en deus din e oa un tammig droch e zoare da ren an itrik -digempouez, d’an nebeutañ- pa ne ouezer ket re da belec’h en deus c’hoant da gas ac’hanomp. Bez ez eus bommoù plijus, ha bommoù all kalz, kalz re hir, evel ar re o teskrivañ Meurlarjez… Displijet on bet gant ar penndudenn ivez, treuzwelus ken ez eo, hep gwir demz-spered, kollet en e santimantoù bep tro m’en em gav dirak maouez pe vaouez…
Peseurt doare romant eo e gwirionez ? ‘m eus bet tro da glask gouzout. Unan fantastik un tamm, gant e dasmantoù, e vouezhioù o tassoniñ e penn an dud hep dont eus neblec’h… Unan karantez ? Met cheñch a ra kest an haroz eus an eil penn d’egile d’ar romant, n’eo ket gwall sklaer eta ! Unan polis, lec’hioù ‘zo (ha n’int ket ar re fallañ). Lakaomp ur romant avañtur, met enoeüs a-walc’h. Souezhet on e vije bet dibabet treiñ hennezh e-touez ar mor a romantoù dedennus eus bro-Rusia a zo. Gwelet ‘m eus e oa bet lakaet skridoù all gant Grin en esperanteg, klask a rin o lenn evit gwiriañ pe ziwiriañ va c’hentañ soñj diwar e benn…
Moien zo d’o fellgargañ holl amañ :

http://www.esperanto.mv.ru/Grin/index.html