Kej-mesk 1 (2018)

kej-meskPouezus eo desachañ tud nevez war-zu ar brezhoneg skrivet. Pal an dastumadeg-mañ eo, ha eñ troet war-zu pluennoù eus an XIXvet kantved n’int ket gwall anavezet (war-bouez Kervarker e Varzhaz Breizh).

Kinniget e vez ur barzh, e galleg, dindan un destenn gwiv, a-raok reiñ da lenn un dornad eus e skridoù brezhonek (a-gleiz) gant ar c’heriaoueg troet (a-zehou) renket hervez urzh al lizherennoù. Aes eo da implijout hag efedus.

An dibab testennoù a blijo d’ar re a vag karantez ouzh Breizh gwezhall. Ne vijen ket bet war o zu diouzh doug naturel, me ha n’em eus ket gellet lenn Barzhaz Breizh eus ur penn d’un all gant an arabadus ma kavan e demoù met ret-mat eo din anzav int plijus da lenn en dastumad-mañ hag e lufront a-us d’ar re all : muioc’h awenet, gwelloc’h lusket, pinvidikoc’h o danvez e kement doare a zo.

Ouzhpenn Kervarker e kaver en dastumad testennoù gant Brizeux, Jean-Marie Le Joubioux, Prosper Proux, Gab Milin, Narcisse Quellien, François Le May ha Jean-Baptiste Oliero : anvioù a vije koulz lavaret dianv din ma n’em bije ket lennet antologiezh lennegel Frañsez Favereau.

Tizhout a ra meur a bal al levr-mañ, d’am soñj. Sikourus hep ober aon d’al lennerien nevez e kinnig ur skeuliad testennoù test eus ur mare lennegel chomet en damdeñvalijenn abaoe Gwalarn (war-bouez Barzhaz Breizh). Dont a ra e mod-se da stankañ un doare toull en anaoudegezh eus hol lennegezh.

Un raktres a-zoare evit un dedennus a zisorc’h n’eo ket bet brudet a-walc’h, ha eñ bet embannet 6 vloaz a zo.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn