Gwenn, ar vorlaerez, Goulc’han Kervella (2019)

Ur romantig diwar-benn ur plac’h a Vrest a ya da ambarkiñ war bourk ur vag morlaeron.

Un destenn skrivet a-ratozh-kaer gant ur pal studi eo. Dibabet eo he c’herioù a-zaore, berr he frazennoù, kempouez-mat he 10 pennad. Ha daoust da se, ne vez ket santet re. N’eo ket un istor dreistordinal, met kaset e vezer a-zoare da heul an harozez, gras d’un nebeut munudoù santet mat.

Evel-just e chomer gant e c’houlennoù a-wezhioù, n’eo ket ar seurt romant a c’heller donaat an traoù ennañ : hag aes e veze d’ar merc’hed mont war vourzh ? ha kement ‘zo. Met digeriñ a ra un nor, war Brest kozh, war bed ar voraerien hag ar besketaerien. Reiñ a ra c’hoant da vont pelloc’h, gant an Istor kement ha gant ar brezhoneg.

Ret eo diwall mat, e seurt levrioù, da skañvaat betek lakaat re nebeut : chomet on un tamm bout rak istor ar Renan “dianket” a vez graet un nozvezh-veilh evitañ, ret eo bet din lenn meur a wezh, ha dont war va c’hiz un tamm pelloc’h, peogwir em boa komprenet an traoù a-dreuz. Ur frazenn ouzhpenn, doare “e oan o klask gouzout petra a oa c’hoarvezet dezhañ, pelec’h e oa… ?”a vije bet a-walc’h d’am difaziañ. Met marteze eo me em eus daoulagad forc’hellek ?

Kavout a ran mat e teufe skrivagnerien ar rummad “Aes da lenn” da liesaat, evit ma vo peadra gant pep hini da gavout ar pezh a glot gant e demz-spered.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Gwenn, ar vorlaerez, Goulc’han Kervella (2019)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s