Tag Archives: Ponti

La tempête, Florence Seyvos, Claude Ponti, Frañs (1993)

Tempête

Piket va c’halon en un doare dic’hortoz gant al levrig-mañ fenozh. Ur plac’hig logodenn zo o c’hortoz ur barr-avel. Leun a fiziañs emañ-hi hag ar gwir zo ganti : gant he zad hag he mamm tro-dro dezhi, ne raio netra diouer dezhi daoust d’ar gorventenn. Ha memes p’eo difaragoellet an ti e chom kurius ha laouen al logodennig. N’eus forzh petra a c’hoarvezfe en diavaez ne c’hell ket distrujañ anezhi keit ma chom he familh tro-dro dezhi. Ar skeudennoù zo brav tre, gant livioù dreist. Me gav din eo ul levr leun a garantez hag a zouster evit lavaret d’ar vugale kaout fiziañs er cheñchamantoù a c’hoarvezo en o buhezioù, ha d’o zud plantañ kalz a fiziañs en o bugale adalek o oad tenerañ evit ma vint armet er vuhez ! Kement-se a lavaran en ur implijout muioc’h a c’herioù eget n’ez eus en albom moarvat… Skeiñ a ra war-eeun war-zu ar galon, evel ur varzhoneg pe un haiku. Brutal ! Adalek 3 bloaz.