Tag Archives: Par

Par dibar, Yann Fulub Dupuy (2006)

Par Dibar
Unan eus va levrioù brezhoneg muiañ-karet eo.
Da gentañ e kav din en deus kalz a galon Yann Fulub Dupuy o vezañ skrivet an testeni-se en hor yezh (seul vihan ar bed, seul dost an enebourien…).
Da eil e kav din eo ur skrid pouezus, un tammig a familh gant hini Jean-Yves Broudic Diyezh : ar pezh a ra Yann-Fulub Dupuy “luskoù an ene” pe “buhez vredel an unan” dioutañ. Kavout a ra din e tegas un dra bennak pouezus en hol lennegezh.
D’an trede e plij din peogwir e welan ennañ heñvelidigezhioù gant va istor din-me hag on bet fromet meur a wezh en ur lenn anezhañ.
Rannañ a ran ivez gant ar skrivagner ar soñjoù a eztaol er VIvet pennad, diwar-benn ar brezhoneg hag an tuadur revel. Erru e oan d’ar memes soñjoù nemet ne oa ket diwar-benn an heñvelreviaded nemeto, diwar-benn an holl dud o tont eus ur minorelezh bennak ne lavaran ket. Deuet e oan da soñjal an dra-se peogwir em boa klasket e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù perak e oa peg ar c’hoant ennon da zeskiñ brezhoneg, ha ne gaven respont ebet… betek un 10 vloaz bennak goude bezañ kroget. Me em boa liammet se, evidon, ouzh an desevel em eus bet, hag a oa unan a stourm : a-enep ar grem nukleel, ar boued chimik, an direizhderioù a bep seurt a c’hell bezañ er bed ! Pa oan krennardez ha betek penn kentañ va oad gour em boa ur vuhez eus ar re voutinañ, ha neuze em eus bet c’hoant da adkavout ar spered stourm-se, da vont da vanifestiñ, d’en em gannañ gant tud all. Goude-se eo un afer degouezhioù… Souezhet on bet eta oc’h adkavout ar memes soñj, tamm-pe-damm, e-barzh. Ha sur on ez eus muioc’h a dud eget na greder o teskiñ brezhoneg evit abegoù a seurt-se.
Me gav brav yezh Yann-Fulub Dupuy daoust ma vije diaes da lenn gouez da dud ‘zo. Ne verzan ket an dra-se, me soñj din eo dre m’em eus heuliet ur bern kentelioù gantañ ! Ur yezh resis ha barzhoniel eo. N’hellan nemet stouiñ dirak an oberenn-se a gavan dibar.