Tag Archives: Fulub

Milendall, Yann-Fulub Dupuy (2013)

milendallPa ne vezer ket tomm ouzh al liorzhañ, eveldon, eo start tapout krog en ul levr evel hennezh : evel just e vez desket traoù met n’eo ket dudius-dudius… dreist-holl pa ne z’a ket buan an istor ha pa ne gomprener ket da belec’h e vezer kaset, hag un tu a zo ? … pe ne vije nemet ul levr-arvestiñ, da lenn en ur bigosat pa vez brav d’an unan ha, dreist pep tra, dibres…

An dra-se eo ar pezh a soñjen er penn kentañ ha betek diwezhat er romant-mañ. Met n’on ket bet dipitet a-benn ar fin : nann, n’eo ket ul levr-arvestiñ (pe : ouzhpenn se eo) ; ur steuñvenn zo, romantel, leun a faltazi, hag ar milendall meneget e-barzh an titl ne vez ket benet gant an harozez dre an dres gant he gweltre, nann avat !

Un dra iskis zo er steuñvenn d’am soñj -met n’hellan ket bezañ sklaeroc’h amañ, kuit da ziskuilhañ an istor ! …hag un dibab a seblant din diwirheñvel-mat a-berzh an harozez paper. N’eo ket ar pep pouezusañ avat.

Daoust m’em bije kavet hir va amzer a vare da vare em eus bet plijadur o lenn Milendall peogwir ez eus danvez preder ennañ, hag an en-dro dibar anezhañ a enlouc’h ar spered. Ha n’em bije ket c’hwitet war al lennadenn-se forzh penaos, pa ouezan eo stag ouzh ul levr all, an hini skrivet gant Katelin Kerisit e-pad ar romant, hag a zo bet embannet e-kichen : aon em bije bet da chom hep kompren, da c’hwitañ war draoù ‘zo. Bremañ on prest, gwelet ‘vo !


Ar roc’h, Yann Fulub Dupuy (2009)

Ar roc'h
Ne oan ket gwall laouen o prenañ ul levr divyezhek, reiñ a reont din ar santimant da foeltrañ an hanter eus ar priz 😦 …met gwir eo ne goust ket re ger levrioù an ti-embann-mañ daoust ma vijent graet mat ha plijus da lenn a-fed neuz. Laouen on bet o c’hellout implijout an tu galleg evit sklaeraat pe wiriañ un toullad gerioù ivez.
Plijet bras on bet gant an tu brezhoneg : an danevelloù, berr tre a-wezhioù, ‘vez diazezet war ur soñj mat bep tro, hag e vezer souezhet alies gant ar fin. Dedennet on bet dreist-holl gant an erotelezh a gaver e meur a zanevell ha n’eo ket ken paot se e brezhoneg ! Gouest eo da gas c’hoant, d’am soñj, da gement hini. Brav eo ar senennoù ha skrivet mat. Ar pezh zo diaesoc’h da rannañ, war ma meno, eo ar santadoù e-keñver plas an heñvelreviaded er gevredigezh, an diaes ma vez en em seveniñ pa vezer eus tu ar bihanniver. N’eus kaoz el levr-mañ nemet eus se koulz lavaret. Hag amañ emañ talvoudegezh an danevelloù-se, just a-walc’h, reiñ a reont tu d’al lenner da rannañ an dibarded-se gant harozed an danevelloù amzer ul lennadenn, d’an nebeutañ.
An danevell gentañ, Ar preizher, n’emañ ket ‘barzh ar memes lusk : ur seurt digoradur eo d’al levr, ur prederig fentus war ar skrivañ. Elena ‘m eus kavet iskis, daoust ma kav din bezañ komprenet : boazet on el levrioù da lenn gwenn war zu an diskoulm, aze e chom damlavaret. Dre zibab moarvat met santet ‘meus kentoc’h ur gwander a-fed skritur (me gav din e tlefer gellout lenn / kompren un danevell bennak hep anavezout buhez ar skrivagner a-hed hag a-dreuz). Mat em eus kavet e meur a zanevell gellout ergerzhout hentoù karantez disheñvel : dre ar sell, dre an tec’h… N’eo ket re eeun denelezh an tudennoù, hag en se e tostaont ouzh an dud gwir, e roont d’en em sonjal don. Re alies e vez eeun an tudennoù betek re el lennegezh.
Souezhet on bet gant ton dispi danevelloù ‘zo, Ar roc’h paneveken. Evel pa vije en em seveniñ kement ha mervel. Soñjal a ra din eo marteze peogwir int skridoù kozh ? met o vezañ na oa deiziad ebet war an danevelloù, n’heller ket gouzout…
Ur gerig bennak diwar-benn ar galleg da echuiñ. Skridoù Yann-Fulub Dupuy zo e-touez ar re vravañ a anavezan e brezhoneg, hag aze ne santer ket int bet troet. Pinvidik ha kizidik, resis ha soutil int. Koulskoude, ne blij ket tamm ebet e c’halleg din, daoust ma vijen boaz da lenn kalz e galleg ha ma karfen ar yezh (va yezh-vammm…) ivez. Labouret eo betek re, gant gerioù dibabet pizh ha troiennoù blaz ar c’hozh warno un tamm. Kavout a ra din e son evel ar skridoù loreet gant an “académie française”. Dijaojañ a ra dreist-holl ouzh an divizoù. Ha posubl eo e sellfe e vrezhoneg war-raok, hag e c’halleg war-gil ? sur a-walc’h e tenn ouzh istor ar yezhoù hag ouzh o oad hag o skiant-prenet evel yezhoù skrivet… Ar yezh, en danevelloù-mañ, a cheñch penn-da-benn an doare da zegemer ar skrid.


Par dibar, Yann Fulub Dupuy (2006)

Par Dibar
Unan eus va levrioù brezhoneg muiañ-karet eo.
Da gentañ e kav din en deus kalz a galon Yann Fulub Dupuy o vezañ skrivet an testeni-se en hor yezh (seul vihan ar bed, seul dost an enebourien…).
Da eil e kav din eo ur skrid pouezus, un tammig a familh gant hini Jean-Yves Broudic Diyezh : ar pezh a ra Yann-Fulub Dupuy “luskoù an ene” pe “buhez vredel an unan” dioutañ. Kavout a ra din e tegas un dra bennak pouezus en hol lennegezh.
D’an trede e plij din peogwir e welan ennañ heñvelidigezhioù gant va istor din-me hag on bet fromet meur a wezh en ur lenn anezhañ.
Rannañ a ran ivez gant ar skrivagner ar soñjoù a eztaol er VIvet pennad, diwar-benn ar brezhoneg hag an tuadur revel. Erru e oan d’ar memes soñjoù nemet ne oa ket diwar-benn an heñvelreviaded nemeto, diwar-benn an holl dud o tont eus ur minorelezh bennak ne lavaran ket. Deuet e oan da soñjal an dra-se peogwir em boa klasket e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù perak e oa peg ar c’hoant ennon da zeskiñ brezhoneg, ha ne gaven respont ebet… betek un 10 vloaz bennak goude bezañ kroget. Me em boa liammet se, evidon, ouzh an desevel em eus bet, hag a oa unan a stourm : a-enep ar grem nukleel, ar boued chimik, an direizhderioù a bep seurt a c’hell bezañ er bed ! Pa oan krennardez ha betek penn kentañ va oad gour em boa ur vuhez eus ar re voutinañ, ha neuze em eus bet c’hoant da adkavout ar spered stourm-se, da vont da vanifestiñ, d’en em gannañ gant tud all. Goude-se eo un afer degouezhioù… Souezhet on bet eta oc’h adkavout ar memes soñj, tamm-pe-damm, e-barzh. Ha sur on ez eus muioc’h a dud eget na greder o teskiñ brezhoneg evit abegoù a seurt-se.
Me gav brav yezh Yann-Fulub Dupuy daoust ma vije diaes da lenn gouez da dud ‘zo. Ne verzan ket an dra-se, me soñj din eo dre m’em eus heuliet ur bern kentelioù gantañ ! Ur yezh resis ha barzhoniel eo. N’hellan nemet stouiñ dirak an oberenn-se a gavan dibar.