Tag Archives: John

Merc’hed war-dro, John McGahern, bro-Iwerzhon (1990)

merc'hed war-droLennet em eus al levr-mañ en un tenn, ha koulskoude on bet lakaet diaes gantañ.

Kontañ a ra istor un tiegezh pevar a vugale ennañ. Desavet e vezont gant o zad e-unan. Hennezh, stenn hag hedro, a zo da vat e kreiz ar jeu. Spiet e vez diehan gant e vugale : penaos eo e demz-spered ? ha drouk e vo ? Ha hegarat e vo ?

Dre chañs e asant Rose rannañ e vuhez, ar pezh a gempouezo an traoù (met petra lavaret eus ar pezh eo deuet he buhez-hi da vezañ ?).

Anat eo eo gant ar merc’hed e vez renet bed munut al levr-mañ : ar baotred n’int ket evit en em ober ouzh tirantiz o zad . Kerkent ha deuet en oad e troc’hont kuit.

Ne vez ket kinniget Moran evel un den drouk : unan en deus kudennoù temz-spered, ne lavaran ket. Gwelet e vez penaos en em ra pep hini ouzh ar bersonelezh divoutin-se. Techet eo ar merc’hed da blegañ, ar baotred da darzhañ. Ar pep gwashañ, marteze, eo frazenn sklasus ar fin : ur wezh marvet, e kendalc’h da vevañ e pep hini eus e vugale. Daoust hag ez eo ret kompren e kendalc’ho da voustrañ warno ? pe e kendalc’ho ar voustrerezh drezo, diwar-goust o bugale int ?

Ar romant a zo un testeni, e gwirionez : e dad dezhañ e-unan eo a zeskrive John McGahern en e holl levrioù.

Gwirionoc’h eget gwirion eo ar romant, a lak da brederiañ. Peseurt louc’h a laoskomp war hor bugale ? Hag asantiñ a zleer da seurt mac’homerezh en ur familh ?

Iwerzhon ar maezioù, ivez, he deus ur plas bras er romant-mañ : ar pezh a zo, hep mar, lod eus e chalm.


Dear John, Nicholas Sparks, Stadoù-Unanet (2009)

dear johnP’em boa kavet al levr-mañ en ur voestad-levrioù e oa sot va merc’h, krennardez, gant ar skrivagner-mañ. Kemeret em boa anezhañ eviti. A-raok adlakaat anezhañ en ur voest all, ez eus fellet din gouzout perak e veze fromet gant al levrioù-se.

Fentus a-walc’h eo lenn biografiezh Nicholas Sparks e Wikipedia : skrivet eo enni eo unvan ar vurutellerien evit lavaret e skriv levrioù null. Rebechet e vez dezhañ, ivez, bezañ mirour betek re, ha diskar ingal an heñvelrevidi en e skridoù.

N’eo ket talvoudus-tre ar romañs-mañ d’an dud gour, gwir eo. Abalamour d’ar c’hlichedoù a zo enni dreist-holl, a laka an dud a skiant-prenet da vousc’hoarzhin. Koulskoude ez eus danvez el levr. Anv a zo ennañ a garantez, a zever, a aotegezh, a zibaboù. Hag eus ar vuhez, o vont war-raok gant ar pemdez ha n’eo ket dre nerzh ar spi pe an eñvorennoù nemeto.

Krediñ a ran kompren perak e vez fromet ar grennarded gant romantoù Nicholas Sparks. E bedoù faltazi, par d’ar re a hunvreont e c’helljent o anneziñ un deiz bennak, ha, dre-se, gwezh re lipet, gwezh re unton, e komzont eus luskoù diazez mabden. Un dra bennak gwir a zo en eskemmoù etre an tudennoù, ur striv da dostaat ouzh ar wirionez, en tu all d’ar pezh a vez gortozet gant ar gevredigezh pe gant an endro dre-vras. Klotañ a ra gant ar sec’hed peurvoud eo kraz ar grennarded gantañ.

Amañ emañ donezon pennañ Nicholas Sparks. War dachenn ar santimantoù, ez a don ganti.


Dernière nuit à Twisted River, John Irving, Stadoù Unanet (2011)

Derniere-nuit-a-Twisted-River-de-John-Irving-Le-Seuil-.Kinniget e oa bet din an Irving-man evel unan dister : lennet em eus e holl re all (a-raok hennezh, 2 “nevez” zo bet abaoe) ha divizet em eus ober va sonj va-unan diwar-benn Dernière nuit à Twisted River. Mat em eus graet, d’am sonj : din-me en deus plijet.

Kregin a ra goustadik, gant un depegn don eus ur c’hamp koadourien er bloavezhioù 50. Goude un hanterkant pajenn bennak, taol-arnev ! kompren a reer pep tra, pep munud bet meneget hag a servijo betek fin al levr. Nann, n’eo ket ur romant diwar-benn ar goadourien -estreget se, d’an nebeutan-. Heulian a ra ar skrivagner teir remziad paotred en ur familh, ha kontan a ra drezo istor ar Stadoù Unanet, a weler ar mareadoù stokusan anezho ouzh an tele. A-us d’am fenn e tremen peurliesan ar prederioù politikel. Met ur wezh c’hoazh, n’int ket tem pennan al levr. Pehini eo eta ? Kompren a reer eo ar skrivan, a-benn ar fin. Adskoulman a ra e mod-se gant e romant milanavezet kent : Le monde selon Garp.

A-ratozh-kaer eo ar serr-lagad, peogwir e veneg pe e skoulm darempredoù etre tem ar romant-man ha temoù lod eus e romantoù all : L’oeuvre de Dieu, la part du Diable ; peotramant (en doare m’eo savet ar skrid dreist-holl) Je te retrouverai. Gellout a reer sonjal en e holl romantoù en ur lenn hennezh, ur seurt c’hoari eo diouzh e berzh.

Kredet em eus santout ur skrivagner en e vleud, arroutet war e vicher, hag a gemere plijadur oc’h hadan daveennoù e oueze e vijent anavezet gant lennerien feal. Daoust ha dilennabl e vije evit tud all ? Tamm ebet, ha ne santfent ket ez eus eus an dra-se zoken. Kregin gant ar romant-man a c’heller, evel gant n’eus forzh pehini all gantan. Kreizennet eo kalzig war bed ar geginerien, al letioù.

Ur gentel lennegezh digant ur mestr ha ne z’a ket war zisteraat dre ma kosha.

 


Le garçon en pyjama rayé, John Boyne, bro-Iwerzhon (2006)

Le-garcon-en-pyjama-rayeUr romant evit ar yaouankiz (live skolaj) evit mont e darempred gant bed an eil brezel-bed, gwelet dre zaoulagad ur bugel 8 pe 9 bloaz. Hennezh zo mab d’un ofiser alaman tost ouzh Hitler, kaset da ren war gamp Auschwitz -ne gomprener ket diouzhtu eus petra zo kaoz, dreist-holl ar vugale, d’am soñj, peogwir e tistres an haroz bihan ar gerioù ne gompren ket hag a zo leun a ster evidomp : klevet a ra “fourreur” e-lec’h fuhrer, “Hoche-vite” e-lec’h Auschwitz- …hag e pep pajenn e weler mat n’eo ket emskiant tamm ebet ar bugel eus ar pezh a c’hoarvez tro-dro dezhañ. Heuliañ a ra e lojik bugel : hegaset e vez gant e c’hoar, runkun a vag ouzh e dad peogwir eo rediet ar familh da vont d’e heul war e bost-labour nevez ; klemm a ra abalamour m’eo chomet e vignoned-skol war e lerc’h… un emzalc’h a c’hell pep bugel kompren emichañs. Met pa seller ouzh an endro, ouzh an niver a vuhezioù bugale ha tud deuet brevet war ar memes tro gant e dad hag e genlabourerien, e kemer an disteradoù bugel-se ul liv all, emgar-kenañ.

Peogwir en em gav digenvez e lojamant-labour nevez e dad, e krog Bruno da vont da ergerzhout an tro-war-droioù ha mod-pe-vod (n’eo ket gwall wirheñvel, abalamour da se eo bet lakaet an oberenn da “vojenn” gant ar skrivagner moarvat) e ra anaoudegezh gant ur paotrig yuzev a-oad gantañ, bac’het en tu all d’an orjal-pik. Dont a reont da vezañ mignoned bras, ha pa ya tad ar yuzev bihan diwar-wel e kinnig Bruno mont da sikour anezhañ d’e glask e-barzh ar c’hamp. Dont a ra a-benn da amprestiñ dilhad prizoniad ha d’en em silañ e-touez ar brizonidi. Dres d’ar mare-se e vez kaset e vez kaset bugale ar c’hamp d’ar marv : biken ne vo adkavet Bruno gant e dud.

Brav e kavan ar soñj met dizampart ar romant a-wezhioù. Da skouer, gant an diouer a zaveoù, n’on ket sur e c’hell al levr bezañ komprenet mat gant bugale. Evit chom hep o feukiñ eo chomet skañv ar skrivagner gant e zeskrivadurioù ha ne ro ket o anv gwir d’an traoù, gant se, n’on ket sur eo sklaer a-walc’h evit na vezan kollet. Ur bugel ne oar ket e veze lazhet ar brizonidi gant gaz ne c’hell ket kompren ar pezh a c’hoarvez da Vruno ha Shmuel, a gredan.

Ar stil a vez un disterig ponner a-wezhioù ; ma ro al levr da gompren pemdez ar brezel, pell eo a vezañ ken barzhonius ha Frederig. Krediñ a ran e c’hellfe bezañ kavet enouüs gant bugale ne ouezont ket eveldomp petra gortoz eus seurt istor.

N’eus ket da lavaret e vije c’hwitet evit kement-se, plijus a-walc’h eo da lenn memes evit un den gour, ha reiñ a ra soñjoù da chaokat diwar-benn aezamantoù buhez modern hor c’hrouadurioù e-keñver hini ar vugale a zo e kreiz ar brezel amañ ha bremañ.


Un pur espion, John Le Carré, bro-Saoz (1986)

Ur sapre romant mat eo hennezh, a antrean drezañ e bed ar brokus a skrivagner spierezh John Le Carré, alias David John Moore Cornwell. C’hoant em boa da lenn traoù gantañ abaoe m’em boa gwelet, en ur pennad-kozh gant ur spier, e lenne hennezh romantoù gant John Le Carré evit diskuizhañ e-pad e vakañsoù. Soñjet em boa e tleent bezañ gwirion-kenañ. Posubl eo, o vezañ ma oa spier John Le Carré e-unan e penn kentañ e hir a resped skrivagner.

Berr eo va gouiziegezhioù diwar-benn ar stil-se e gwirionez ; n’em eus lennet nemet Langelot ha levr dreist Robert Littell La Compagnie. Krog on da gompren eo ur jener drezañ e-unan peogwir ez eus kalz a heñvelderioù etre La Compagnie hag Un pur espion. An daou zo ken dedennus all.

Lavaret e vez diwar-benn Un pur espion eo ar romant a gaver ennañ ar muiañ a elfennoù tennet eus buhez ar skrivagner. E gwirionez e pinvidika brav tudenn Rick, tad ar penndudenn, ar romant. Doareoù dreistordinal en deus hag a ro ul liv hunvre da lodennoù ‘zo. Kalzig a fent a vez degaset gantañ ivez. Ibil ar romant eo, an den a zeu pep tra diwarnañ, mat pe fall, daoust ma ne vije ket e kreiz an ober peurliesañ.

Ar pezh a zo deut mat gant John Le Carré eo luzierezh ene mabden. Arabat klask el levr-mañ tudennoù gwenn pe zu. Koulskoude e c’heller kompren anezho, o digareziñ, o ambroug war o hentoù kammigellek. “Pur” zo da gompren gant e daou du e gallek : dre anien, ha glan. Glan dreist-holl.

Un istor brav, gwallzedennus, en em gaver diwriziennet diouti ur wezh serret al levr. Peadra vo d’en em goñfortiñ gant romantoù all ar skrivagner : skrivet en deus 24 bennak anezho, ur bern anezho deuet da vezañ best-sellers. Ma z’eus ouzhpenn 600 pajenn e pep hini evel e-barzh hennezh e vo peadra da gaout ebat e-pad meur a zek vloaz c’hoazh.