Tag Archives: nuit

Que deviennent les enfants quand la nuit tombe ?, Jean-Paul Nozière, Frañs (2013)

Desachet on bet gant titl kevrinus ar romant-mañ evit ar yaouankiz.

Etre ar bloavezhioù 60 ha 80 e oa degouezhet war douar bras Frañs ur 1600 bugel bennak o tont eus ar Reunion : bugale dezho 7 da 14 vloaz, tennet digant o familhoù gant an DDASS, laeret a-wezhioù zoken, war zigarez n’o dije ket un dazont brav a-walc’h lec’h ma oant ganet. Ar pal a oa lakaat da ziskenn niver a vugale an enezenn dre adpoblañ departamantoù ‘zo eus Frañs a oa bet dilezet gant o annezidi abalamour d’an divaeziañ : Corrèze, Gers, Lozère…

Maget eo romant Jean-Paul Nozière gant tonkad ijinet daou eus ar vugale-se. Lakaet en deus kalzig a lusk en e oberenn dre implijout un istor kroaziet, etre ar pezh a c’hoarvez en amzer-vremañ (ur grennardez a zizolo klopenn ur bugel e kraoù an ti emañ o paouez anneziñ ennañ) hag istor perc’henn ar c’hlopenn, tro 1966, er Reunion. Kaset e vez al lenner war hentoù-dall a-raok na c’hellfe peurgompren an traoù, pell eus ar pezh en deus ijinet.

Deuet eo brav gantañ, ha plijus e vez atav dizoloiñ tammoù kuzh eus an Istor, ha pa vije dre levrioù bihan difouge evel hennezh.

Advertisements

Dernière nuit à Twisted River, John Irving, Stadoù Unanet (2011)

Derniere-nuit-a-Twisted-River-de-John-Irving-Le-Seuil-.Kinniget e oa bet din an Irving-man evel unan dister : lennet em eus e holl re all (a-raok hennezh, 2 “nevez” zo bet abaoe) ha divizet em eus ober va sonj va-unan diwar-benn Dernière nuit à Twisted River. Mat em eus graet, d’am sonj : din-me en deus plijet.

Kregin a ra goustadik, gant un depegn don eus ur c’hamp koadourien er bloavezhioù 50. Goude un hanterkant pajenn bennak, taol-arnev ! kompren a reer pep tra, pep munud bet meneget hag a servijo betek fin al levr. Nann, n’eo ket ur romant diwar-benn ar goadourien -estreget se, d’an nebeutan-. Heulian a ra ar skrivagner teir remziad paotred en ur familh, ha kontan a ra drezo istor ar Stadoù Unanet, a weler ar mareadoù stokusan anezho ouzh an tele. A-us d’am fenn e tremen peurliesan ar prederioù politikel. Met ur wezh c’hoazh, n’int ket tem pennan al levr. Pehini eo eta ? Kompren a reer eo ar skrivan, a-benn ar fin. Adskoulman a ra e mod-se gant e romant milanavezet kent : Le monde selon Garp.

A-ratozh-kaer eo ar serr-lagad, peogwir e veneg pe e skoulm darempredoù etre tem ar romant-man ha temoù lod eus e romantoù all : L’oeuvre de Dieu, la part du Diable ; peotramant (en doare m’eo savet ar skrid dreist-holl) Je te retrouverai. Gellout a reer sonjal en e holl romantoù en ur lenn hennezh, ur seurt c’hoari eo diouzh e berzh.

Kredet em eus santout ur skrivagner en e vleud, arroutet war e vicher, hag a gemere plijadur oc’h hadan daveennoù e oueze e vijent anavezet gant lennerien feal. Daoust ha dilennabl e vije evit tud all ? Tamm ebet, ha ne santfent ket ez eus eus an dra-se zoken. Kregin gant ar romant-man a c’heller, evel gant n’eus forzh pehini all gantan. Kreizennet eo kalzig war bed ar geginerien, al letioù.

Ur gentel lennegezh digant ur mestr ha ne z’a ket war zisteraat dre ma kosha.

 


Maintenant qu’il fait tout le temps nuit sur toi, Mathias Malzieu, Frañs (2005)

maintenant qu'il fait tt le temps nuitUl levr ouzhpenn diwar-benn ar marv… hag evit abeg pe abeg ne zisplij ket din, pa ‘m eus c’hoazh kañvioù da ziazezañ, ha pa vijent kozh.
Ur skrid etre gwirvoud ha hunvre eo. Kontañ a ra ar skrivagner gant kalz kizidigezh marv e vamm hag an toull a laosk er familh. E-pad m’emañ o c’hortoz tud kar war parklec’h an ospital, e teu ur ramz da reiñ un taol sikour dezhañ : boaz eo da zresañ an dud torret gant ar boan goude marv unan a garent. Penaos e c’hello talañ ouzh e galonad, gant sikour ar ramz Jack ? Mont a reer tre en ur bed-hunvre en em vesk gant ar vuhez gwir evit sikour an dezreveller da zoñvaat ar marv ha da asantiñ d’e donkad.
Ne ouezan ket re evit peseurt doare tud eo bet skrivet al levr-mañ. Fromus em eus kavet anezhañ, er penn kentañ dreist-holl, ha barzhoniel (Mathias Malzieu zo kaner er strollad rock Dionysos, eñ eo a skriv testennoù ar c’hanaouennoù anezhañ, ur barzh eo eta). Afer ar ramz o tont eus ar bed all a vije kentoc’h evit ar vugale, daoust ma ro ur skeudenn gwirion a-walc’h eus ar splu m’eo ar vevenn etre buhez ha marv pe gwirvoud hag hunvre, dreist-holl pa vezer o c’houzañv marv un den kar. Koulskoude e kredan e vijen bet muioc’h em bleud m’en dije graet ar skrivagner un dibab sklaer etre testeni ha kontadenn. Ar monedone diehan etre an daou a harz ouzh ur gwir splujadenn marteze. A-hend-all en em ren Mathias-dezreveller evel pa vije ur bugel eizh vloaz, daoust dezhañ bezañ un tregont bennak, iskis e vez.

Ul levr diseurt eo, a heul e hent hep klask gouzout da biv e vo gwerzhet. Balzamiñ e oar ar galon. Soñjet em eus e vije ur prof brav d’ober d’unan bennak en deus kollet un den tost : a-raok an taol-arnod-se, n’on ket sur e tihuno un heklev bennak el lenner, met goude, ne c’hello ket chom diseblant.

Un eil lodenn zo bet skrivet gant Mathias Malzieu : La mécanique du coeur.


Rien ne s’oppose à la nuit, Delphine de Vigan, Frañs (2011)

rien ne soppose a la nuitN’eo ket ur romant met un istor familh gwir, eus ar seurt, em eus soñjet en ur lenn anezhañ, ne c’hell bezañ skrivet nemet gant unan en deus bet brud gant levrioù all kent, a-hend-all e vije diaes da werzhañ d’un embanner.

N’eo ket ne vije ket dedennus, met a-benn ar fin seurt istorioù zo lod kement familh, ha ne bouezer ket el levr-mañ da glask ha da gavout a-vozadoù heñvelderioù gant an hini a zeuer anezhañ.

Loc’hañ a ra ar skrivagnerez eus emlazh he mamm, evit dibunañ istor he zud-kozh hag hini he mamm Lucile e-touezh planedennoù liesseurt an nav bugel a yae d’ober ar familh-se. Ur familh brav, deuet brav gant e dud, betek ma teu an traoù da goll o gwerniz diavaez ha da leuskel sekredoù teñval da flistrañ. Gwadserc’hioù, emlazhioù, bugale goll zo a-leizh, o deus merket ar speredoù, hag a gas mamm ar skrivagnerez d’ar follentez a-benn ar fin.

Dedennus ha fromus eo al levr, memes ma kav din ne zegas ket kalz tra an dezrevell hiniennel-se da vilin an holl familhoù. Heñvel ha disheñvel int holl war un dro, ha ken ingal e teu en-dro ar sujedoù kizidik-se e ti kement hini m’o deus troet an holl soñjoù a ribot Delphine de Vigan e penn pep hini dija, moarvat. Lakaat a ra al levr-mañ traoù diaes ‘zo er gouloù, ar pezh a c’hell kaout heklev e boud ar re a c’houzañv un tabou war ar sujedoù-se. Ret eo kaout c’hoant d’en em soñjal war se dija.

Tem ar follentez, he dremmoù, em eus kavet dedennus-tre ivez el levr-mañ. Lakaet eo da zisorc’h an distruj lakaet e brall e diabarzh ar familh abaoe bugaleaj Delphine. Met pa lenner an istor-mañ e soñjer ivez ne c’hell familh ebet bezañ ar repu a vije hunvreet gant pep hini. Daou du zo d’ur pezh moneiz, pa vez anezhi ouzhpenn ur skeudenn.

N’eo ket fall tamm ebet da lenn, kas a ra d’an imbroud, reiñ a ra c’hoant da glask ober gwelloc’h ivez, ar pezh a zeu brav gant ar skrivagnerez, hervez ar pezh a ziskouez anezhi d’an nebeutañ.