Tag Archives: alan

Flavia de Luce 6 : Töte Vögel singen nicht, Alan Bradley, bro-Ganada (2014)

Ma ne ouezfen ket ez eus romantoù all da heul, em bije kredet e oa hemañ hini diwezhañ e rummad. Disheñvel eo ouzh ar re all e meur a geñver, daoust ma vije gwirheñvel ha ma vije implijet ar roadoù kent gant ampartiz ennañ.

10 vloaz goude he marv, setu adkavet korf mamm Flavia, Harriet, e Tibet. Kaset eo en-dro da vBuckshaw evit bezañ interet. An darvoud kregiñ-mañ, a greden ne oa nemet poent-loc’hañ an istor, a bad penn-da-benn al levr a-benn ar fin.

Ul liv teñvaloc’h e ro da bep tra, peogwir eo emellet Flavia a-dost er c’hañv. Reiñ a ra tro dezhi da ziskoachañ istorioù kozh ur wezh ouzhpenn. Hag ur soñj digredus a ziwan en he fenn a gimistez…

El levr-mañ e lak Alan Bradley holl dudennoù romantoù kent ar rummad d’en em gavout asambles e ti Flavia, evel e film diwezhañ un heuliad tele ma vije lakaet holl aktourien an heuliad da ziskouez o fri ur wezh ziwezhañ.

Met ar pep souezhusañ zo e lec’h all : en daou ziviz don kemeret gant ar skrivagner a-zivout e benndudenn 11 vloaz hanter. Unan a sell ouzh he c’hefridi er bed a-viskoazh, unan all ouzh he dazont tost. Met ne fell ket din divoulc’hañ pep tra.

Ur marzh eo pegen brav eo renet an istor-polis-mañ. Pa soñjer mat, ne erru ar c’helan pouezus nemet er pajennadoù diwezhañ.  Hag al levr ne ra “nemet” kontañ an daou zeiz bennak a zo etre degemer arched Harriet en ti-gar hag he oferenn interamant. Daoust da se, ne gaver morse hir e amzer, ken pinvidik ha liesseurt eo ar bed ijinet gant ar skrivagner.

Advertisements

Peurzorn, Petros Markaris, bro-C’hres (2018)

Gant ar bedervet levrenn-mañ e echu ar rummad peder, bet lakaet e brezhoneg gant Alan Botrel hag embannet etre 2014 ha 2018.

Daoust ma vije atav an hevelep tudennoù, splannoc’h-splannañ eo n’int ket ar re bouezusañ en istor, an dudenn bennañ o vezañ bro-Chres e-pad an enkadenn ekonomikel.

Adkavet e vez el levr-mañ doare-ober al levrioù all : muntroù diouzh steudad, sinet, dezho abegoù politikel gwriziennet don en istor ar vro. Heuliet e vez ar c’homisar C’haritos war e labour hag en e vuhez familh, ur familh unvan hag un endro labour plijus a ziskouez bezañ boue an dudenn en ur bed war e dremenvan, brein penn-da-benn.

Din-me e vanke gouiziegezhioù diwar-benn istor bro-C’hres evit peurgompren an traoù, ha dav eo din anzav n’on ket deuet a-benn da zoñvaat kement dibab geriaoueg graet gant Alan Botrel, din da vezañ echuet ar peder levrenn. Ur geriaoueg er fin a sikour kalzig koulskoude.

Daoust da se em eus kroget, lennet hag echuet Peurzorn gant entan. Un heuliad gwelloc’h-gwellañ eo evit al lenner : ne lavaran ket ez eus un diforc’h talvoudegezh etre al levrioù, met kentoc’h e vez higennet al lenner dousig e penn kentañ, ha seul vui ma z’a don er bed kinniget, seul vui en deus c’hoant da vont war-raok… betek bezañ tortiset da vat.

D’am soñj eman an heuliad polis-mañ e-touez ar re wellañ em bije lennet e brezhoneg, gras d’an danvez modern, d’an dalvoudegezh istorel, d’ar yezh live uhel dezhi ha da studiadenn zon an tudennoù hag ar pemdez e bro-C’hres.


Flavia De Luce 5 : Schlussakkord für einen Mord, Alan Bradley, Bro-Ganada (2013)

Kenderc’hel a ra Flavia da fistoulat e pep lec’h en he c’hêriadenn, ha dont a ra brav ganti. N’he deus ket he far evit klevout c’hwezh un torfed, ha pa vez ur c’helan bennak e c’heller bezañ sur n’emañ ket pell.

Emañ he c’hoar henañ war-nes dimeziñ. Honnezh he deus kemeret ivez ar garg dieub a ograourez ar barrez. Rediet eo Flavia, gant he zad, da chom ganti pa z’a da bleustriñ en iliz betek diwezhat : ne vije ket dereat d’ur plac’h yaouank chom pell ouzh he domani, diouzh an noz, hep ambrougerez. Tro da Flavia, a gav hir hec’h amzer, da ziskoachañ un dra bennak dic’hortoz en ograoù…

Donaet e vez an darempredoù-familh evel ar re gant an amezeien en opus-mañ. Dedennus-kenañ eo gras d’e zarempredoù gant ar sonerezh. Adkavet e vez ar framm boaz, anatoc’h dre ma z’eer war-raok gant an heuliad ; tudennoù iskis, liammoù gant an tremened, degouezhioù droch a ra aon (Flavia o kantren e-barzh ur bez kozh eus ar vered e-kreiz an noz, ar wezh-mañ !)… eo barrek-kenañ Alan Bradley d’o reiñ da santout. Farsus e kavan an troioù-distroioù a ra Flavia evit en em silañ etre divesker an dud vras ha kas hec’h enklask da benn. Hag evel bep tro ez eus er fin ur senenn m’emañ he buhez en arvar. Chom a-ra a-us da bennoù ar re zDe Luce kleze gwerzh o maner familh, dre ma n’eus bet kavet diskoulm ebet d’o c’hudennoù arc’hant c’hoazh.

N’he deus ket Flavia kement a aes hag an dud gour da vont da heul he neudenn, dre ma vank dezhi pouez o oad hag o aozadurioù. Koulskoude e sec’h o fri, evel boaz, pa gav an diskoulmoù a-raozo, en ur harpañ war he anaoudegezh don eus ar gimiezh. Reiñ a ra kalz orinded d’an oberennoù-se, a zo kalz danvez enno. Gant ar pempvet romant-mañ e weler ne z’a ket ijin Alan Bradley war zisteraat, er c’hontrol.


Flavia de Luce 4 : Vorhang auf für eine Leiche, Alan Bradley, bro-Ganada (2011)

Evit ar pedervet levrenn-mañ e kemer troioù-kaer Flavia de Luce un tres nevez. Echu eo gant ar baleadennoù war gein Gladys. Dont a ra ur skipailh sinema da dreiñ ur film e maner ar familh de Luce, a zo bountet gant an diouer a arc’hant da feurmiñ ha rannañ e di-annez da vare Nedeleg. Lakaat a ra an endro da soñjal e Tintin Bravigoù ar Gastafiorenn, un tamm bihan. Pedet eo holl barrezianiz ar gêriadenn da arvestiñ ouzh ur pezh-c’hoari er maner. Ne c’hellint ket kuitaat anezhañ gant ur gorventenn-erc’h.

Un “huis-clos” evit hor Miss Marple 10 vloaz neuze. N’on ket bet ken bamet rak al levrenn-mañ ha ma oan bet gant ar re all. Kavet eo din e oa hir an traoù d’en em staliañ. Amzer d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant tud ‘zo, koulskoude. Soñjal a ra din ne vez ket implijet eus ar gwellañ an dud niverus a zo stanket war al lec’h : dre forzh heuliañ Flavia e kredfer emañ kazi hec’h-unan en ti, da vareoù ‘zo. N’eo ket gwall luziet an itrik, a ziviner aes. Ur suspens a-zoare ‘zo tro ar fin avat.

N’eo ket fall, met n’eo ket ar romant-mañ tre-ha-tre a-live gant ar re all. N’eo ket se a harzo ouzhin da genderc’hel gant ar rummad. Klozañ a ra ar pedervet levrenn-mañ an heuliad lakaet e galleg, evit poent, met e saozneg hag en alamaneg ez eus 7 levr bennak en holl. Ret eo tennañ e vad diganto : n’eo ket gwall yaouank ar skrivagner, ganet ma oa e 1938. Kompren a reer perak emañ en e vleud o teskrivañ buhez ur bugel 10 vloaz tro ar bloavezhioù 50, daoust ma vije-eñ kanadian ha ma vevfe Flavia e bro-Saoz…


Flavia de Luce 2 : Mord ist kein Kinderspiel, Alan Bradley, bro-Ganada (2009)

flavia-de-luce-2-mord-ist-kein-kinderspielEilvet romant an heuliad “Flavia De Luce” eo hennezh. Ur c’houblad margodennerien a zegouezh e kêriadenn Flavia, ha ne goll ket amzer evit magañ mignoniezh ouzh ar vaouez…

En enklask-mañ en em vesk gant soutilded ur muntr a-vremañ hag unan bet. Firbouchal ha fistoulat a ra Flavia a-gleiz hag a-zehou gant poell hag herrded, ar pezh a lak anezhi par d’ur Miss Marple oadet a 10 vloaz. Tennañ a ra d’ul logodennig ivez, abalamour d’he zech da antreal e ti an dud hep gouzout dezho da glask prouennoù : magañ a ra brav ar suspens ! Implijet e vez eus ar c’hentañ donezon hag interest an harozez yaouank evit an taolioù-arnod kimiek, ha peadra he deus da gelenn o micher betek d’ar boliserien a-benn ar fin.

Gwelloc’h-gwellañ e anavezer tud ar gêriadenn ha familh Flavia, a ya war ledanaat. Ouzhpenn d’an ijin ha d’ar blijadur o lenn un oberenn frammet evel unan glasel, e kaver ur bern daveennoù da oberennoù all ; lennegel peurgetket. A-wezhioù e vezont anvet, met a-wezhioù e kredan gwelet heklevioù tanav, soutiloc’h ivez. N’on ket sur. Ar pezh a zo anat, eo eo bet maget oberennoù Alan Bradley gant ur sevenadur fetis. Pinvidik int, ha ne zisoñjont ket ar fent ur wezh an amzer. Krog on da vezañ sot gant an heuliad !


Bara, deskadurezh, frankiz, Petros Markaris, bro-C’hres (2012)

bara-deskadurezh-frankizSeul vuioc’h e lennan al levrioù-mañ, seul welloc’h o c’havan.

Betek-hen e oa ar c’homisar Karitos test eus an enkadenn ekonomikel, setu ma teu da vezañ e lod ivez : ne vez ket mui paeet war e labour. Al levr-mañ em eus kavet dezhañ tres ur romant post-apokaliptek a-wezhioù. Sistem D, bitelladurezh, kenskoazell etre an dud er familhoù hag er c’helc’hioù mignoniaj evit pennata ouzh ar c’hudennoù arc’hant ha lojeiz…

N’eo ket ken pouezus an enklask-polis hag an endro sokial hag ekonomikel deskrivet. Kaset eo gant ampartiz koulskoude, ha dav eo din lavaret on bet souezhet gant an disoc’h. Er gevredigezh direoliet-se e koll ar mad hag ar fall o zalvoudegezh tamm-pe-damm. Reiñ a ra danvez preder, ouzhpenn bezañ dudius.

Trede levr un trifezh eo… met e gwirionez ez eus ur pevare hini er rummad. Emichañs ne droc’ho ket Alan Botrel e lañs hag e vo moullet a-benn bloaz !


Emañ ho puhez en arvar, Pétros Márkarīs, Bro-C’hres (2012)

ho-puhezSetu eil levrenn an heuliad tri lakaet e brezhoneg gant Alan Botrel. Santout a reer gwelloc’h c’hoazh en hemañ eget en hini kentañ eo ur poltred eus bro-C’hres e-pad barrad ekonomikel spontus 2011 a vez graet deomp : itrik ar romant-polis n’en deus ket kement a bouez hag ar foñs istorel.

Kavet em eus kendrec’husoc’h mod-ober hag abegoù an eil muntrer a steudad-mañ koulskoude, ha, dre vras, dedennusoc’h an istor a-bezh. Mont a reer donoc’h e buhez prevez an enklasker ha dont a ra da vezañ soutiloc’h deskrivañ an darempredoù etre an dud e burevioù ar gêrreizh (ar polis) ivez. Diskouezet e vez mat penaos e sach pep hini diouzh e du hervez e c’hounidoù personel pe bolitikel : pennoù bras, kazetennerien, an haroz e-unan zo bet lakaet un araokadenn en e bost da lufran dindan e fri ha dre se e vez kollet un tamm frankiz gantañ.

Krog on da vezañ higennet mat gant ar rummad. Tri levr zo oc’h ober anezhañ, hennezh zo an eil, spi am eus e vo lakaet an trede hini e brezhoneg ivez.


Flavia de Luce 1 : Mord im Gurkenbeet, Alan Bradley, Bro-Ganada (2009)

mord-im-gurkenbeetThe sweetness at the bottom of the pie eo titl orin al levr-mañ, bet skrivet e saozneg da gentañ ha troet e meur a yezh goude, ar galleg en o zouez (Les étranges talents de Flavia de Luce). Levr kentañ Alan Bradley eo, en deus roet da embann pa oa 70 vloaz dija. Embannet e vo a-benn nebeut 9vet romant ar rummad.

Un enklask-polis eo Mord im Gurkenbeet, ar pezh a gomprener mat gant an titl en alamaneg met n’eo ket anat e saozneg nag e galleg : n’eo ket souezhus, kar en tu all d’an enklask ez eus ur bern traoù dedennus. N’eo ket 11 vloaz c’hoazh an harozez, Flavia. Ar pezh a blij dezhi dreist pep tra eo ar gimiezh : staliet he deus he lab e maner he zad, ma vev gant div c’hoar koshoc’h egeti. Marvet eo o mamm pa oa bihan Flavia ha n’he deus ket soñj anezhi.

Lavarout a ra Alan Bradley bezañ bet awenet gant Sherlock Holmes, en deus skrivet ul levr diwar e benn ivez. An embannerien a veneg Agatha Christie en o c’hinnig eus ar rummad, evit an endro emichañs : maner bourc’hiz gant ur geginerez hag ul liorzhour e bro-Saoz ar bloavezhioù 50 evit familh Flavia, kêriadenn a anavezer an holl dud a zo o vevañ enni evel e enklaskoù Miss Marple… Soñjet em eus kalz e levr Donna Tartt Le petit copain en ur lenn ar romant-mañ ivez. Heñveledigezhioù zo etre an div harozezed a-fed oad ha tro-spered lemm, met dreist-holl int o-daou romantoù ambiañs. Kement ha ken brav ma kavan dedennusoc’h an endro, an istorioù familh hag an darempredoù etre an dud eget an enklask hec’h-unan (evel gant Harry Potter !). Suspens a zo koulskoude, er fin dreist-holl. Itriket mat eo an istor eus ur penn d’egile, hep na vije laosket netra en deñvalijenn er fin.

Ur rummad dedennus-tre eo Flavia de Luce da zizoloiñ. Gouest eo da gilhañ koulz krennarded ha tud deuet tomm ouzh an enklaskoù-polis.


An avel en haleg, Kenneth Grahame, bro-Saoz (1908)

avelhalegSkouerius eo al levr-mañ eus ar pennoberennoù gwezhall : ne vije ket mui unan evit ar vugale a-vremañ, daoust ma vije skrivet brav-tre, leun a varzhoniezh, a furnez met farsus war un dro. Re stag eo, d’am meno, ouzh ar vuhez war ar maez a oa lod ar peurvrasañ eus an dud betek penn kentañ an XXvet kantved ha pelloc’h.

Koulskoude on bet plijet bras o lenn anezhañ, seul vui ma n’anavezen dioutañ nemet e anv hag ar vannenn-treset embannet gant Delcourt ha meneget er pennad-digeriñ gant an troer Alan Martel. Un oberenn ziazez eo, a lavar, peogwir eo bet awenet rummadoù a skrivagnerien hag arzourien saoz gantañ. Unan n’eo ket bet meneget gantañ hag a zo anat din eo Noddy (Oui-Oui) gant Enid Blyton : ma anavezit anezhañ ken tost ha me, n’ho po poan ebet o kavout heñvelderioù etre eñ hag an Ao. Touseg : c’hwezhet gant al lorc’h, prim da fuloriñ, met mignon mat ha feal, prest atav da ijinañ ur ganaouennig war ar prim diwar-benn e gurioù diwezhañ. Biskoazh ur souezhadenn !

A-hend-all eo un istor a gan meuleudi an “Home, sweet home”, an ti-se o vezañ an natur hec’h-unan o vezañ ma vev ar “pennloened” e kreizig-kreiz anezhi, ha sot ganti. Kenneth Grahame n’en deus ket e bar evit deskrivañ anezhi hag al liamm didorr a zo etre hi hag hec’h annezidi. Stag eo pep loen ouzh e zoull, meurblet evel un ti denel, ha magañ a ra hirnezh pa guita anezhañ… tre evel un hobbit, neketa ! Setu aze un herour all eus Kenneth Grahame moarvat (skrivet eo bet An Hobbit adalek 1920).

Ar mignoniezh zo un ahel pouezus all eus al levr-mañ : amzer bourrus tremenet asambles, predoù rannet, brokusted, fealded, kenskoazell, kengompren… plijet on bet kalz gant ar mareoù peoc’hus-se.

Kregiñ a ra goustad al levr, gant deskrivadurioù a-leizh, ar pezh zo eus ar plijusañ, ha kemer a ra hent an troioù-kaer goude ur prantad pa anavezer mat ar bed a vever ennañ : cheñch a ra ton neuze evit reiñ muioc’h a blas da avañturioù ar sitoien Touseg. Al lodenn-se zo klaseloc’h moarvat, ha nebeutoc’h dedennus war ma meno. Met ret mat e oa kontañ un dra bennak evit ma vije ur penn kentañ hag ur fin…

Ul levr mat-tre eo en holl, daoust m’em bije kavet hir traoù ‘zo. Dreist eo e vije bet lakaet ar skeudennoù orin gant E. H. Shepard da skeudennaouiñ al levr : an tresour en doa skeudennet Winnie ar Pooh ivez. D’am soñj e plijo kentoc’h d’ar vugale bet eget d’ar re a zo, met lennet a vouezh uhel, perak pas… da aeseañ…


Goude J.-K., Vasilis Aleksakis, bro-C’hres, 2007

GoloGoudeJK N’anavezen seurt diwar-benn ar brederouriezh raksokratel, na diwar-benn an iliz Reizhkredenn, na diwar-benn ar Menez Atos, koulz lavaret netra diwar-benn bro-C’hres kennebeut : gwalc’het eo bet va c’hoant gouzout e-ser lenn ar romant-mañ !  E demoù divoutin eo e binvidigezh, daoust ma c’hellfe bezañ kavet un tamm re lennek gant tud ‘zo moarvat.

N’eo ket ur romant istorel, evel ma c’hellfe lakaat an titl da grediñ. C’hoarvezout a ra an istor e bro-C’hres a-vremañ. Ur gwir veaj a vezer kaset d’ober gant al levr. Kentelius ha tener eo tro-ha-tro, gras d’an haroz yaouank leun a virvilh a heuilher e gantreadennoù studi ha spered. E zarempredoù gant ar merc’hed, e dud, e vignoned, ar vaouez kozh eo lojet ganti a zegas tro-ha-tro mousc’hoarzh ha from, preder ha fent. Leuskel a ra ar skrivagner ur plas brav d’an ijin ha d’ar faltazi, betek ma ne ouezer ket re pe e hunvre pe e vev e haroz gwezhioù ‘zo. Pajennadoù diwezhañ ar romant a skeudenna brav an entremar a zo etre gwirvoud ha faltazi, just a-walc’h. Dic’hortoz ha kizidik int.

Perzhioù dedennus-tre zo gant ar romant dibar-se eta.

N’eus nemet un dra em eus kavet iskis e-keñver an droidigezh : gouez da Wikipedia e vije bet skrivet al levr-mañ e galleg da gentañ-tout, Vassilis Aleksakis o skrivañ en div yezh. Perak an diaoul eo bet Alan Botrel o treiñ anezhañ diwar an droidigezh gresianek ? Ur c’hevrin eo evidon !

N’eus forzh, brav ha talvoudus eo an disoc’h.