Tag Archives: van

Thomas Drimm 2 : La guerre des arbres commence le 13, Didier van Cauwelaert, Frañs (2010)

Daoust ma vije liammet start ouzh al levrenn gentañ, hag heuliad poellek ar pezh a zo bet kontet kent, an eil levrenn-mañ eo disheñvel-mat hec’h aergelc’h. Kaset eo bet da get gant Thomas ar blatinenn enep-danvez. Dispar evit dieubiñ an eneoù, met degas a ra un dañjer nevez : droug a vag an natur ouzh mabden ha mennet eo d’e ziverkañ diouzh gorre an douar. Nemet e vije meret ar bobl gant ur Stad en deus diskouezet c’hoazh bezañ diskrupul a-bezh ?

Emaer e kreiz ar romant “ekologel” prometet. Ne c’hell ar c’hudennoù bezañ diskoulmet nemet en ur sevel ul liamm nevez gant an natur. Ijinet mat eo, mont a ra en-dro an itrik. Ludresadenn ar Stad-diktatouriezh a sikour, sur a-walc’h, ar re yaouank da gompren penaos e c’hell an traoù mont da vrein buan hag aes e bed ar politikerezh.

Kenderc’hel a ran da vezañ direnket un tammig gant ur seurt speredelezh a gavan re vezant, re splann. Ne harzo ket ouzhin da echuiñ gant ar rummad, a gavan dedennus dre m’eo disheñvel diouzh ar re all ha leun a souezhadennoù.

Advertisements

Quand les sirènes se taisent, Maxence Van der Meersch, Frañs (1933)

Ar skrivagner Maxence Van der Meersch a oa brudet-kenañ pa oa bev, koulskoude, ne vez dalc’het soñj anezhañ nemet gant tud e rannvro en deiz a-hiziv : Norzh ar Frañs. Evit dizoloiñ ar vro-se eo em eus dibabet ar romant-mañ. Kontañ a ra war an tomm un diskrog-labour hir a oa bet e 1931 e labouradegoù ar gwiad. Ma oa bet ganet ar skrivagner en ur familh en e aes, ne oa ket heñvel evit e wreg, a oa micherourez. Peadra zo da grediñ e oa titouret mat-tre eta. Diskouez a ra dre un dibab tudennoù, kazi holl eus an hevelep “porzhiad” penaos e vez bevet ar prantad amjestr-se gant an hiniennoù hag ar familhoù. An dud-se, a oa paour dija, a grog da greviñ gant an naon. Sevel a ra fulor enno. Dichadennet e vez o drougivouloù.

Kavet em eus ar romant-mañ tost-kenañ da Germinal. Met gwir eo n’em eus ket adlennet hennezh abaoe 35 bloaz bennak, ar pezh ne aesa ket ar c’heñveriañ. Kempouez eo an istor, paket e vezer gant tonkad an tudennoù dibabet. Echuiñ a ra gant fin ar grev, ha gant ur meni happy end.

En ur glask titouroù diwar-benn ar skrivagner em eus dizoloet eo renket ar romant-mañ e-touez ar romantoù “proletaer” – kentañ tro din klevet an anv. Meur a hini em eus lennet dija, avat. Levezonet e vije ivez gant feiz kristen ar skrivagner. Ne gav ket din e vije santet nemeur, nemet a vare da vare : ur pennad a skouer-vat diwar-benn ur vandennad paotredigoù “vis enno” a gas o devezhioù o treveziñ ar skouerioù fall a welont e sinema ar c’harter (westernioù, lakaomp) en deus laosket ac’hanon gant va c’henoù digor war nav eur. Displijet on bet ivez gant ur seurt doug a ziskouez Van der Meersch d’ar feulster. Fellet a ra dezhañ diskouez, betek re, betek ma teufe da vezañ direnkus. Evel-just n’eo ket dic’houzañvabl, emaomp er bloavezioù 30, met n’em eus ket kavet yac’h an nebeut lodennoù-se.

Pozitivel eo va bilañs koulskoude. Mat eo ar romant evit anavezout Norzh bro-Frañs d’ar mare-se, eus an diabarzh, tu ar beorien. An tiez renket dre “borzhiadoù” a seblant bezañ skouer. Diwar-benn an diskrogoù-labour hag emzalc’h ar vicherourien eo e vez desket ar muiañ.

3 bloaz goude Quand les sirènes se taisent en doa bet Maxence Van der Meersch ar priz Goncourt evit e romant L’Empreinte du dieu.


Le cycle du non-A, Alfred Elton Van Vogt, Kanada (1945, 1948, 1985)

Cycle non-a

Lennet ‘m eus “Le monde du non-A”, “Les joueurs du non-A” et “La fin du non-A”, da lavaret eo ar c’helc’hiad en e bezh. Aes e oa kregiñ en istor, met poan ‘m eus bet oc’h echuiñ peogwir e chom ar romant skiant-faltazi-se penn-da-benn war un dachenn lenneg, ne c’hoari gwezh ebet gant ar santimantoù ha ne ouezer nemet nebeut a dra eus an haroz (eñ ne oar netra diwar e benn kennebeut, met n’eo ket chalet gant se : ha gwirheñvel ‘vije ?). Tammoù ‘zo eus ar romant zo dedennus, reoù all gwall randonus a bep eil neuze.fin non-a
C’hoari a ra gant meizadoù prederouriezh ha semanteg, pezh en dije gellet bezañ gwallzedennus pa vije bet enbarzhet en ur gwir istor gant harozed a c’haller tridal evito…
Klask a rin lenn skridoù all eus ar romantour heskrid-se, gwall anavezet e metoù ar skiant-faltazi hag a zo unan eus va zachennoù lenn muiañ-karet. Emichañs e vin plijetoc’h gant reoù all…