Koulz ar c’hastrilhez, Herve Ar Gall (2007)

Koulz ar c'hastrilhez

Ur romant mat eo dre vras. Un nebeud soñjoù pizh :
– Dibab an ukroniezh : diouzh ar c’hiz eo ha meur a hini ‘m eus lennet. Koulskoude e kavan iskis an dodenn. Hervez va gouiziegezhioù (strizh, anzav a ran), n’o doa ar Vretoned emskiant ebet eus o “bretoniezh” er mare-se, ur santimant nevez-flamm eo e-keñver an Istor.
A-hend-all em eus kavet iskis e klaskfe ar Bleidi Ruz harp ar Re Wenn evit sevel o Republik dezho. O vezañ m’em bije roet muioc’h a bouez, pa vijen bet en o flas, 1-d’ar bretoniezh, 2- d’ar republik… met mat o deus graet emichañs, p’eo aet ar maout ganto.
– Perak eo bet skrivet ar romant er c’hentañ gour unan penn-da-benn daoust ma vije daou gonter o vont dre “me” ; Per Menguy ha Kaourintin ? Techet e vefer da soñjal eo dre ma oa aesoc’h evit ar skrivagner… Nann ‘vat : e eil romant eo, ha pa lenner e weler mat eo arroutet an den.
Pa vije chomet en trede gour a-hed al levr e vije bet aesoc’h din bezañ paket gant an istor. Evit na vezañ ket direnket gant an doare-se da ober, ‘m bije bet ezhomm e vije bet sklaeroc’h : a bep eil pa cheñcher pennad, pe gant ur skritur disheñvel (stouet da skouer) evit unan eus an daou haroz.
– Pinvidik em eus kavet ar yezh. N’en deus ket aon Herve Ar Gall da spontañ e lennerien gant frazennoù re hir, hag ar frankiz a gemer war ar poent-se a gavan mat.
– Sklaer ha resis eo an deskrivadurioù, diellet pizh emichañs. Goût a ra ar skrivagner livañ estreget an emgannoù hag ar c’hrogadoù ; ar pemdez, ar pezh a ra ar soudarded pa vezont war ziskuizh, pa zebront, p’o devez amzer vak, p’o devez ezhomm eus ur pezh dilhad bennak… Barrek eo evit lakaat an amzer-se da vevañ da vat.
– Plijet on bet dre vras ha bamet rak al labour a zo a-dreñv ar skrid-se. Daoust da se em eus kavet hir va amzer gwezhioù ‘zo. Kavet ‘m eus digempouez an istor un disterig, daoust ma vije krogadoù ha kalmijennoù a bep eil. Mareoù ‘zo m’en deus deskrivet mat tre senennoù ‘zo, mareoù all ma ne chomer ket e-barzh. Evit bezañ lod en istor ‘m bije bet ezhomm hag un neudenn-red fetisoc’h da lakaat an darvoudoù da vont war-raok.
Pa ‘m boa lennet ar romant kentañ em boa soñjet : sed aze ur romant mat tre evit ar baotred !
…hag evit hennezh e soñjan un tammig ar memestra.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Koulz ar c’hastrilhez, Herve Ar Gall (2007)

  • mik

    Dedenneus eo ar menoz da skrivañ ur romant istorel war darvoudoù n’eus ket bet anezho. D’ar mare se e ranker bezañ barrek da zisplegañ perak e tro an darvoudoù en un doare disheñvel diouzh ar pezh zo c’hoarvezet e gwirionez. Ha dres ne ra ket an dra se Herve ar Gall. Diaes e teus da grediñ e-barzh e istor neuze. Kaset e vezer gant lusk ar romant hep enoiñ met pa echuer al levr en em c’houlenner Ha neuze? Perak en deus bet c’hoant skrivañ an dra-se, petra en doa c’hoant laret deomp? Ar respont nemetañ a gavan eo en dije bet c’hoant an oberour dirollañ e fantasmoù istorel!!!

  • Kousk, kousk, A ! Lenn… | A ! Lenn...

    […] e c’hellit ivez teurel ur sell war pennadoù kozh ar blog. An hini kentañ anezho a oa Koulz ar c’hastrilhez gant Herve ar Gall (11/12/2008), goude, n’ho peus nemet pignat […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s