Tag Archives: Truman

Bravigoù Tiffany ha teir danevell all, Truman Capote, Stadoù Unanet (1958)

Hennezh eo, eta, ar paotrig a c’hoarie gant Harper Lee pa oa bihan, hag a weler un tammig e-barzh To kill a mocking bird !

Strobet a-walc’h eo buhez ha faltazi e oberennoù an daou skrivagner-mañ : dre m’ez eus elfennoù bevet en o levrioù e c’hwezh ur vuhez dispar enno.

4 danevell amerikan eus ar c’hentañ troc’h zo el levr-mañ, da bep hini anezho un aergelc’h ispisial. Bravigoù Tiffany a dremen e New-York, An ti-bleunioù e Port-au-Prince, Gitar e ziamantoù en un toull-bac’h war ar maez hag Eñvorennoù Nedeleg en Alabama, lec’h m’en doa bevet Truman Capote en e yaouankiz. Kavet em eus dispar anezho dre m’en deus ar stek ar skrivagner da zepegn ambiañsoù ha, dreist-holl, da sevel poltredoù tud gwirheñveloc’h eget ar wirionez dindan un nebeut linennoù. Ar pezh a reont, a lavaront pe a davont eo o zrolinenn, ha soutil e oar bezañ.

Met estreget se a zo, ur c’hreunenn follentez bennak, ur bersonelezh. Tapet eo boazioù ha jestroù dic’hortoz an tudennoù war ar prim, gant un awen dreist da gontañ istorioù, da bakañ al lenner e roued an ijin.

Ur skrivagner d’ober anaoudegezh gantañ, hep mar.

Advertisements