Tag Archives: Yaouankizoù

Yaouankizoù, Nicolas Fort (2017)

Seizh danevell, berr pe hiroc’h, a gaver en dastumad-mañ.

Interest a zo o lenn pep hini, met kavout a ra din e teu bravoc’h an testennoù hir gant ar skrivagner. A-wezhioù e chomer gant ar santimant ne z’a ket an traoù war-raok, ar pezh a glot mat gant an tem, ar yaouankiz, ur mare m’emaer o klask e hent. Gwir eo dreist-holl evit Pakañ Laorañs, un tammig ivez evit Deus pa gari, lakaomp. An danevell Mont da zañsal he doa desachet va evezh e Al Liamm dija, mat em boa kavet anezhi. An hini nemeti eo ma vez anv a draoù dreist-naturel.

Kavet em eus mat tre ‘Wall dost ar mor, o reiñ ur skeudenn a-feson, ambiañset mat, eus un dour-beuz e ti ur familh. Souezhet on bet gant he fin avat (n’eus hini ebet, e gwirionez). An danevell m’en em ziskouez an dibarañ pluenn Nicolas Fort eo moarvat an hini ziwezhañ, Gwendolin, enni tost da 80 pajenn. N’eo ket boutin ar grez dibabet, pa ne oa ket an anv a Vreizh d’an Arvorig c’hoazh. A-feson eo an istor, ha divoutin. Plijus eo atav soubañ en un endro istorel. Goulenn a ra muioc’h a aked digant ar skrivagner, ivez. Ul labour brav en deus kaset da benn.

Ul levr aes da lenn, diverrus, dichipot.

Laouen on o welet ur c’han nevez o sevel el lennegezh vrezhonek.