Tag Archives: Nicolas

Nicolas Le Floch 14 : Le prince de Cochinchine, Jean-François Parot, Frañs (2017)

Dous ha c’hwerv eo al levrenn ziwezhañ-mañ eus troioù-kaer Nicolas Le Floch evit al lenner. E 1787 e c’hoarvez an istor ha lakaet eo bet kement tra e plas, gant ar skrivagner, evit degemer an Dispac’h bras, a oa gourlakaet abaoe un nebeut levrennoù dija. Met ne erruo biken ar bloavezh milvrudet 1789 peogwir eo marvet Jean-François Parot e 2018.

N’em eus ket kavet dedennus-tre an itrik ar wezh-mañ, daoust ma vije ur c’hwezh ekzotek warni. C’hwezhet a-walc’h eo, evit nebeut a dra marteze. Met an endro zo eus ar c’hentañ. Mont a ra war-raok buhez familh Nicolas, e zarempredoù gant ar roue, ar rouanez hag al lez. Koñfortet eo e zarempred daou zremm gant Sartine, e vignoniezh gant Bourdeau hag a zoug mouezh an Dispac’h o tont, o vezañ m’en deus lennet ha prederiet kalz. Kenderc’hel a reer da zebriñ fonnus -estreget Noblecourt, oc’h heuliañ ur reol-voued- met ne vez ket roet kalz munudoù war ar rekipeoù el levrenn-mañ.

Boueta a ra Jean-François Parot e levr gant tudennoù istorel gwir : Pigneau de Behaine da gentañ, met ivez Olympe de Gouges, hag atav ar skrivagner Restif de la Bretonne a oar en em lakaat e servij ar polis, pa zegas un dra bennak dezhañ. Tud al lez a zo anezho holl tudennoù istorel.

Daoust ma vije koshaet Nicolas e oar c’hoazh sevel outañ e-unan goulennoù o tennañ diouzh al lealded, ar feiz, ar vuhezegezh, ar pezh a binvidika atav e dudenn. Anat eo ez eo nec’het evit dazont ar stad hag hini e vugale hag e vab-bihan. Skeud an Dispac’h zo o plavañ a-us d’ar pennoù, emañ ar bobl o krozal.

Setu ur bajenn ziwezhañ em eus kavet diaes da dreiñ peogwir n’eo ket alies e vez kavet romantoù istorel gant ur seurt kalite. Un taol-kaer en deus graet Jean-François Parot gant e heuliad, speredek-kenañ ha fromus war un dro. Desket em eus ur bern traoù o lenn ar romantoù-mañ, a guzulian da n’eus forzh piv a vije troet war an istor, ar c’heginañ, an itrikoù-polis hag ar galleg flour : implij ar yezh adaozet doare an XVIIIvet kantved n’eo ket perzh disterañ ar rummad levrioù-mañ. Un teuzar !


Nicolas Le Floch 13 : L’inconnu du Pont Notre-Dame, Jean-François Parot, Frañs (2015)

En eil diwezhañ romant-mañ eus ar rummad, n’eo ket ken pouezus an enklask hag an endro istorel ha personel a sell ouzh an tudennoù. Gwelet a reer Nicolas Le Floch o koshaat tra m’eo erru e vab, Louis, d’an oad ma oa-eñ pa oa o kregiñ gant e enklaskoù. Merañ a ra Sartine an traoù en deñvalijenn, n’eo ket hep hegasiñ Nicolas ha ne vez ket roet dezhañ an holl alc’hwezioù ret evit kompren an enklask emañ o ren.

Deskiñ a ra Nicolas traoù pouezus diwar-benn e lignez tra m’eo konfortet e blas hag hini e vab e endro ar roue hag ar rouanez. Ar re-se a weler gwelloc’h-gwellañ perzhioù o fersonelezh hag o doare da ren an dud hag a gaso ar bobl d’an Dispac’h bras.

Mat eo ar romant peogwir e vez studiet don ennañ personelezh an tudennoù, memes hini ar re n’o deus ket ur pouez bras en istor : penn nevez ar polis, da skouer.

Ur soubadenn yac’hus e Pariz, derc’hent an Dispac’h, e meur a live eus ar gevredigezh (tud munut, bourc’hizien, familh ar roue hag al lez), gant ur yezh pinvidik, plijus-kenañ atav.

 


Nicolas Le Floch 12 : La pyramide de glace, Jean-François Parot, Frañs (2014)

Er biramidenn, kelan ur vaouez hag a denn kalz d’ar rouanez, hag ur gerig rouestlet e c’herioù. Kaset eo ar c’homisar Le Floch, war-bouez e fri tanav, war-zu an ti mat diouzhtu. Ar pezh a vo diaes eo lakaat ar muntr da vezañ anavezet, peogwir e vez amjestr atav enklask e ti pinvidien.

Ken saourus ha biskoazh eo an divizoù e galleg ar mare, met estreget se a zo : an dro-spered eo a dap Jean-François Parot gant soutilded. A bep seurt doareoù da zornata an dud a vez kinniget, dre gaer pe dre heg hag a-berzh an holl. C’hoari a ra Sartine e jeu doubl atav, tra ma rann Nicolas e amzer etre e vestrez Aimée d’Arranet, e vignoned boaz atav ken troet war ar chervad, hag e labour enklasker. Dañjer, troioù-ouesk, teodadoù a zeu a bep eil gant mareoù soñjoù diabarzh ha teneridigezh. Ur vrochadenn zedennus a ziskouez Nicolas o c’hourdrouz e vignon ha kenlabourer Bourdaut, re domm ouzh ar soñjoù araokour a zegaso an dispac’h : n’eo ket ne vije ket a-du gantañ e gwirionez, met n’eo ket evit tennañ e lealded digant ar roue, daoust ma ne vije ket dall war e zivout.

Ur romant deuet brav adarre ha ne glask ket plantañ re a souezh el lenner kennebeut : dilezet eo ennañ ar c’hevrinoù tro-dro da vamm dianav Nicolas, ha ne vez ket mui komzet diwar-benn e vab, koulz lavaret.


Nicolas Le Floch 12 : La pyramide de glace, Jean-François Parot, Frañs (2014)

Itrikoù tort Sartine ha ne fell ket dezhañ diskuilhañ evit piv e labour e gwirionez a adkaver el levr-mañ. Ar pep diaesañ, memes pa ouezer gant piv eo bet graet an taol, eo enklask e metoù ken gwarezet ma c’hell ho imbourc’h en em dreiñ enep deoc’h ken aes ha tra.

Mat eo an istor, met ar pezh a blij din dreist pep tra eo e bilhoù. Nicolas a stourm ouzh barradoù moral evel ur paotr yaouank, tra ma prof Noblecourt un endro familh dezhañ ha ma ro dezhañ kuzulioù a c’hellfe bezañ re un tad.

Dedennusoc’h-dedennusañ eo emdroadur Bourdeau, lenner entanet eus prederourien ar gouleier hag a zegas tamm-ha-tamm c’hwezh an dispac’h en divizoù. Daoust ma vije dedennet Nicolas Le Floch gant ar soñjoù denel-se ez eo dibosubl dezhañ tennañ e lealded digant ar roue.

Un opus a brou c’hoazh n’eo ket aet Jean-François Parot war zisteraat, daoust ma vijer o tostaat gant an 12vet romant-mañ eus fin an heuliad, a zo ennañ 14 romant en holl.


Yaouankizoù, Nicolas Fort (2017)

Seizh danevell, berr pe hiroc’h, a gaver en dastumad-mañ.

Interest a zo o lenn pep hini, met kavout a ra din e teu bravoc’h an testennoù hir gant ar skrivagner. A-wezhioù e chomer gant ar santimant ne z’a ket an traoù war-raok, ar pezh a glot mat gant an tem, ar yaouankiz, ur mare m’emaer o klask e hent. Gwir eo dreist-holl evit Pakañ Laorañs, un tammig ivez evit Deus pa gari, lakaomp. An danevell Mont da zañsal he doa desachet va evezh e Al Liamm dija, mat em boa kavet anezhi. An hini nemeti eo ma vez anv a draoù dreist-naturel.

Kavet em eus mat tre ‘Wall dost ar mor, o reiñ ur skeudenn a-feson, ambiañset mat, eus un dour-beuz e ti ur familh. Souezhet on bet gant he fin avat (n’eus hini ebet, e gwirionez). An danevell m’en em ziskouez an dibarañ pluenn Nicolas Fort eo moarvat an hini ziwezhañ, Gwendolin, enni tost da 80 pajenn. N’eo ket boutin ar grez dibabet, pa ne oa ket an anv a Vreizh d’an Arvorig c’hoazh. A-feson eo an istor, ha divoutin. Plijus eo atav soubañ en un endro istorel. Goulenn a ra muioc’h a aked digant ar skrivagner, ivez. Ul labour brav en deus kaset da benn.

Ul levr aes da lenn, diverrus, dichipot.

Laouen on o welet ur c’han nevez o sevel el lennegezh vrezhonek.


Nicolas Le Floch 11 : L’année du volcan, Jean-François Parot, Frañs (2013)

Ma n’eo ket disteroc’h an 11vet romant-mañ eus enklaskoù ar c’homisar Le Floch, n’eo ket dreistordinal an enklask-mañ kennebeut. Chom a ra ar perzhioù mat boaz : ar yezh, o treveziñ galleg an XVIIIvet kantved, (un dakennig a vrezhoneg a-wezhioù, zoken !) ; an en-dro deskrivet munut, an tudennoù istorel mesket gant ar re a zo ganet diwar ijin ar skrivagner, ar fedoù gwir, an enklask kaset war-raok gant ar polis ha war-gil gant tud brasoc’h ha galloudusoc’h egeto, ha ne heuliont ket atav an hevelep palioù hag int, ar c’heginañ… Staliet eo al lenner en un doare aes hag heuliañ a ra bonnoù an heuliad hep terriñ e benn, gant ar blijadur da gaout atav un dra bennak da zeskiñ e-ser lenn.

Aet eo Jean-François Parot da anaon e miz Mae 2018 : biken ne dizho Nicolas Le Floch an Dispac’h bras… 14 levrenn eus e avañturioù a zo bet embannet en holl.


Nicolas Le Floch 9 : L’honneur de Sartine, Jean-François Parot, Frañs (2010)

Kenderc’hel a ra Jean-François Parot war e lañs ha perzhioù mat an heuliad a adkaver en 9vet levrenn-mañ : munudoù istorel, tudennoù gwir mesket gant an tudennoù ijinet, meskaj a-feson etre buhez prevez ha buhez publik el lez… Kaset e vez Nicolas war ur roudenn nevez, hini e c’hanedigezh ha ne oar netra diwar he fenn ; emichañs e vo heuliet an neudenn el levrioù da heul.

N’eus ket peadra da enouiñ, koulskoude n’em eus ket kavet an istor eus ar re wellañ ; kregiñ a ra da rouzmouzat un tammig ha n’eo ket awenet-kaer, nemet e vijen bet dedennet nebeutoc’h gant an temoù a vez pledet ganto el levrenn-mañ. Chom a ra ul lennadenn a galite hag ur bazenn n’heller ket dioueriñ, forzh penaos, evit lenn avañturioù Nicolas Le Floch penn-da-benn.


Nicolas Le Floch 8 : Le noyé du Grand Canal, Jean-François Parot, Frañs (2009)

le-noye-du-grand-canalStaliet klet eo an heuliad bremañ : gouzout a reer mat pe da vare e vo deskrivet ur rekipe, pe da vare e vo roet un ali fur gant Noblecourt kozh, ha kement ‘zo. N’eo ket ken strilhus al levrenn-mañ ha reoù all, p’en em glev a-zoare Nicolas Le Floch gant an holl dud o deus pouez evitañ : divroc’het eo ouzh Sartine kement hag ouzh Aimée d’Arranet, pep tra a ya mat gant e vab en deus kavet ur plas brav el lez ha gant ar vamm anezhañ, spierez e bro-Saoz. Ul levr seder eo en ur mod.

Ne skuizher ket oc’h intrañ ar c’hantved hag ar metoù kinniget, koulskoude. Tost eo Nicolas ouzh ar Roue Loeiz XVI hag ouzh Marie-Antoinette, a vez diskouezet o-daou gant ar sioù istorel a anavezer dezho. Roet e vez eus ar c’hentañ an doujañs a vag ar c’homisar evito, en ur reiñ da gompren ivez, en un doare soutil, ne lak ket e holl fiziañs enno, daoust ma argasfe ar santadurioù-se abalamour d’ar gred en deus outo.

Mont a reer e darempred gant ur bern tudennoù istorel, pe e klever diwar o fenn. Marv Voltaire, bommoù tennet eus Molière e genoù Noblecourt pe e hini Nicolas, bizitadenn e ti an doktor Mesmer… Ur c’hoan a-zoare gant spazharded diwezhañ lez bro-Frañs a bermet gouzout pep tra diwar o fenn : tro da islinennañ o deus ar sonerezh hag an arzoù ur plas brav el levrioù-mañ ivez.

Un anaoudegezh tost eus ar c’hantved a vez savet a bajennad da bajennad. Mont a ra an ober d’ar c’haloup er pajennadoù diwezhañ, muioc’h a suspens enno, ar pezh a uhela c’hoazh live ul lennadenn a oa renket dija e-touez ar re a-zoare.


Nicolas Le Floch 7 : Le cadavre anglais, Jean-François Parot, Frañs (2007)

le-cadavre-anglaisGant ar seizhvet levrenn-mañ eo anat en deus peurc’hounezet Nicolas Le Floch e kalon Loeiz XVI ha Marie-Antoinette ar plas eus an dibab en doa e kalon an tad-kozh Loeiz XV. Emaomp eus an tostañ da itrikoù al lez, hag e kreizig-kreiz an dislavar hollvezant er metoù-se : kastizañ an dorfedourien, pe o leuskel en o gwar, petra a raio an nebeutañ a zroug d’ar roue ha d’e familh ?

Daoust ma vije feal Nicolas d’ar roue, n’eo ket hep merzout e dechoù gwan, ha dispar eo gwelet pegen munut eo Jean-François Parot en e zeskrivadurioù. Studiadennoù psikologel a-zoare a brodu. Itriket eo ken brav ar wirionez hag an ijin, ma kredfer eo gwir pep tra.

Buhez personel Nicolas a vez lakaet war-wel ivez, pa adkav e vestrez kozh “La Satin” evit un nozvezh. Gwelet a reer anezhañ o pellaat tamm-ha-tamm diouzh ar vaouez a gar, Aimée d’Arranet, ac’hubet gant he buhez nevez el lez. Ar pep heverkañ el levr-mañ eo koulskoude ar vrochadenn dreistordinal etre Nicolas Le Floch ha Sartine, a oa c’hoazh evitañ arouez un tad, ha pa vije froudennek. Degas a ra pebr ha fent d’an istor war un dro.

Al levr-mañ zo e kreiz ur rummad 13 (evit poent). N’en deus kollet netra eus freskted ar re gentañ, hag en em vataat a ra eus ar stek arroutet paket gant ar skrivagner e-ser furchal ha skrivañ. Un teuzar eo evit ar poell, skrivet gant arz.


Le sang des farines, Jean-François Parot, Frañs (2005)

sang-des-farinesC’hwec’hvet romant heuliad enklaskoù Nicolas Le Floch eo hennezh. E 1775, war ur foñs emsavadegoù pobl abalamour da briz uhel ar bara e red ar c’homisar war-lerc’h torfedourien seul ziaesoc’h da zivasklañ m’eo red, evel boaz, doujañ ouzh peoc’h hag interestoù prevez lod tud eus an noblañs pe eus ar familh roueel.

Erru oan poaz gant an istor-mañ peogwir em eus sellet ouzh an azasadenn dele meur a wezh ; met honnezh zo pell a vezañ ken pinvidik hag al levr. Feal d’e dech da etrelasañ fedoù gwirion gant e faltazi, e ro Jean-François Parot ur bern titouroù diwar-benn Loeiz XVI ha Marie-Antoinette, e penn kentañ o renad. Mont a ra Le Floch da Aostria lec’h ma vez resevet gant mamm ar rouanez hec’h-unan, da skouer. Soutil e vez an eskemmoù ha santout a reer mat pegen amjestr e oa ober e dreuz er gevredigezh kozh-se, diazezet penn-da-benn war berzhioù digempouez : ganedigezh an dud, o soutenioù a bep seurt… Barrek eo Nicolas Le Floch gant ar jeu-se, ha gwelet mat gant ar roue yaouank evel ma oa gant an hini kozh (ar pezh n’eo ket gwir evit an holl, Sartine lakaomp, kaset kuit eus e bost letanant polis da ren war ar verdeadurezh).

War an dachenn brevez e ra mui-ouzh-mui Nicolas war-dro e vab Louis, erru krennard. Gant harp e vignoned, e vez degemeret hennezh e-touez flec’h ar roue, ur plas enorus, a weler anezhañ ennañ e fin al levr da vare sakr ar roue. Darempredoù karantez Nicolas hag e geurenn zo lakaet etre kromelloù el levrenn-mañ : chifet eo an dimezell, met ne bado ket, war a zesker er pajennadoù diwezhañ.

Un opus mat, a santer ennañ an Dispac’h bras o tostaat.