Afer Faber, Jakez-Erwan Mouton (2020)

Ur wezh ouzhpenn e kinnig Jakez-Erwan Mouton d’e lennerien un istor diellet brav, a ro disklaeriadurioù da zarvoudoù istorel a-vremañ ha tro d’o bevañ eus an diabarzh. Ar wezh-mañ emañ DAESH hag ar re a stourm ouzh an aozadur-se e kreiz ar jeu.

Dre vras ez eo ul levr talvoudus, daoust m’em bije un nebeut rebechoù d’ober dezhañ, met kentoc’h e sell gwellaat ar re a zeuio war e lerc’h.

E-keñver ton, e vez peurliesañ Jakez-Erwan Mouton gant un ton tost d’ar c’hazetennerezh. Mat eo evit kontañ seurt istorioù ha klotañ a ra mat gant kizidigezh al lennerien a-vremañ, stag ouzh ar fedoù muioc’h eget ouzh an doare d’o resev. Met kement-se zo un tammig sec’h, marteze, evit krennarded, a grog e-barzh ar bed dre o santoud da gentañ-tout hag a rafe o mad eus ur glogead mel da lakaat diskenn an istor. N’eo ket honnezh eus an aesañ evito evit ar pezh a sell ouzh an darvoudoù istorel ha geografel, ha teñval-mat tonkad hiniennel an haroz.

Lod eus an elipsoù a gavan dibabet fall : da skouer, ne vez ket kontet dieubidigezh ar ouestlidi gentañ.  Stag eo ouzh an afer kent a santimantoù. En ur bed n’anavezont ket e klasko ar grennarded en em reteriñ diwar ar pezh a zo tost ouzh o skiant-prenet eus ar vuhez. Ar pezh en deus ar muiañ a ster evito eo ar pezh a c’hellont empentiñ dre o femp skiant, hag ar pezh a santont en o c’hreizon. An aon, ar yenijenn, an naon, ar spi, an dispi ha kement ‘zo zo traoù boutin en devez pep hini ul lommig skiant-prenet warno, pep hini diouzh e live. Karet em bije, me ivez, gellet en em harpañ muioc’h warno.

War-bouez an traoùigoù-se em eus bet plijadur hag em eus desket traoù gant va lennadenn.

Ur romant teñval-mat eo Afer Faber, war ur sujed n’eus ket bet touchet outañ e brezhoneg betek-henn. Ma seblanto reut d’ar grennarded e vo mat-tre evit an dud deuet, emichañs.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: