Tag Archives: Mouton

Bale bro : Kuba, Thailand ha Kambodj, Jakez-Erwan Mouton (2015)

bale-bro-cuba-thailand-ha-kambodjUl levr dichipot, o kontañ hep troidelloù beajoù graet gant ar familh, a zeiz da zeiz. Plijadurus eo ha ne dorr ket ar penn tamm ebet. Pedet e vezer e-barzh ar veaj da heul ar skrivagner, desachet e lagad war-zu an traoù drol da Europiz ha kizidig ouzh Istor ha politikerezh ar broioù a dreuz, abalamour d’e vicher.

Simpa eo da lenn ; ar pezh a brou n’eus ket ezhomm atav da labourat hir amzer war ur skrid evit ma vije dedennus…

Advertisements

Ar morgazh, Jakez-Erwan Mouton (2015)

ar-morgazhUr romant-polis frammet mat o lakaat ar gaoz war ar mafia, ar morgazh.

Diskouezet e vez mont en-dro ur rouedad lastez pistrius e Somalia hag heuliet e vez planedenn an dud-ibil a zalc’h ar rouedad en e sav hag a rastell an arc’hant. Emañ an istor etre bro-Itali ha bro-Somali eta. Ar gwir harozed zo ur c’homisar-polis italian hag ur gazetennerez amerikan a zesk en em garout tamm-ha-tamm.

Kinniget e vez an traoù en un doare eeün, sklaer. Roet e vez da entent doareoù ar mafia : diskar didruez an dud hir o zeod pe ranell o fri, gourdrouz, lakaat buhez tud o familh er bouezerez. Gwezh ebet ne vez re vrokus Jakez-Erwan Mouton war ar feulster pe ar gwad o flistrañ : evit krennarded pe liseidi eo bet skrivet al levr.

Dedennus-tre eo hag efedus, daoust ma kavjen re gazetennek ar stil, un tamm yen a-wezhioù. Un taol kaer eo dont a-benn da ziskoulmañ un afer ken luziet dindan 173 pajennad forzh penaos. Ha reiñ a ra danvez preder diwar-benn al lovriñ : ur sujed diouzh ar c’hiz ken ez eo…


Stourm ha karantez, Jakez-Erwan Mouton (2014)

stourm ha karantezUn dra vat gant skridoù Jakez-Erwan Mouton eo e c’heller fiziout ennañ e-keñver Istor. Ar romantig-mañ a c’hoarvez tro 1916 e Iwerzhon : ur soudard gall, disoudardet, a ya d’en em gannañ gant Iwerzhoniz evit frankiz o bro.

Re verr e kavan al levr-mañ. N’ez eus ket amzer d’en em staliañ e-barzh an istor m’eo echu. Un istorig karantez zo da lakaat mel war ar fedoù istorel kinniget, met ne zousa nemet nebeut an hollad. Echuiñ a ra kalz re vuan ivez. Kavout a ran al levr un tamm sec’h dre-holl. An tudennoù zo klichedoù anezho, ne dostaer ket a-walc’h outo evit en em dommañ outo.

N’eo ket displijus da lenn, met ne laosk ket ur roudenn zon en eñvor.


No pasaran, Jakez-Erwan Mouton (2013)

no pasaranDedennus eo tem al levr-mañ, a bled gant planedenn meur a zen da vare brezel bro-Spagn a-raok an eil brezel-bed. N’on ket sur e vije tu ober gwelloc’h dindan ken nebeut a bajennoù (90).

Evidon e choman war va c’hoant koulskoude : n’eus ket amzer a-walc’h da anavezout an tudennoù, d’en em liammañ outo. N’eus anezho nemet red o oberoù. Implijet e vez ur bern frazennoù berr gant ar skrivagner evit bezañ komprenet aes, ar pezh a lak an destenn da vezañ un tammig sec’h, a-benn ar fin.

Kreñvoc’h eo ar garantez eget ar soñjezonoù politikel, el levr-mañ. Hep bezañ direnket da vat e kavan un tammig drol an diskoulm. Ha n’on ket sur e vije gwall wirheñvel kennebeut !

Ul levr mat eo, ma n’eo ket entanus.


Kornôg pell, Jakez-Erwan Mouton (2010)

Lennet e vez buan hag hep displijadur, daoust ma ne vije ket ur bennoberenn ha pell da vezañ. Ur gentel Istor kentoc’h, a-boan dousaet gant istorig an hinienn zo e-kreiz ar jeu. Buan, re vuan ez a pep tra. Ne vez ket roet korf d’an tudennoù ha ne z’eer ket dreist d’ar c’hlichedoù pa vez anv eus Amerika da vare an Indianed : ur mare istorel gwall anavezet hag en dije ezhomm da harpañ war ur penndudenn dreistordinal pe un itrik souezhus evit dedennañ da vat al lenner e barr e oad. Skrivet eo bet evit skolajidi eus 11 da 13 vloaz avat, emichañs ne vez ket lennet ken Lucky Luke, Buddy Longway ha kement ‘zo ha moarvat o deus ezhomm da ergerzhout ar prantad istor-se gant binviji a-vremañ evel hennezh… (dreistordinal a-walc’h eo Mark, pa soñjan : daoust ha ne zimez ket dre zegouezh gant Skin-al-Loar?). Da virout evit ar vugale kentoc’h, eta.
A-hend-all em eus kavet hegasus fazioù ‘zo (meskaj kentañ ha trede gour, savboent ar skrivagner n’eo ket sklaer pa ziskouez kontañ dre « me » ha padal gouzout ar pezh a dremen e penn an enebourien, pet gwezh ar ger « avat » er c’hentañ pajenn ? Hag all…). Ne vije ket bet ur gwall labour lakaat adlenn pizh ar romantig gant unan bennak a-raok embann… Domaj !


Ar gitar tredan, Jakez-Erwan Mouton, 2010

Jakez-Erwan Mouton Ur romantig karantez eo, plijus da lenn, skoulmet ha diskoulmet a-feson. Plijet on bet dreist pep tra gant an ambiañs kêr a gaver e pep lec’h e-barzh, pe vije hini Roazhon, Sant Malou pe Brest, ur mailh eo Jakez-Erwan Mouton da reiñ da dañva seurt endroioù. Daoust ma c’hoarvezfe an traoù er bloavezhioù 80 e ro un ton modern mat d’al levr.

Traoù all n’o deus ket plijet kement din. Hegaset on bet dreist-holl gant traoù a sell ouzh an tudennoù. Da gentañ tout ha peogwir eo ar sujed, ar fed e vije kinniget ar soner evel un den dreist d’ar re all, dre ‘n abeg m’eo donezonet war ar gitar… gouzout a ran eo ar skeudenn o devez an dud eus ar sonerien varrek alies (siwazh), met kavout a ra din eo diazezet war ur fañtasm. Diwar se e kavan tanav neudenn ar romant : perak e tibab ar geurenn dilezel ur mignon hep e bar evit ur paourkaezh treul GITAROUR ? (e berzh mat nemetañ eo, pa soñjer !).

Ar c’hlichedoù diwar-benn ar merc’hed koant sot gant an difoarioù hag ar baotred digempenn ‘m eus kavet ponner a-walc’h, ret anzav.

Ha marteze on erru e-maez ar c’hiz, met feuket on bet gant istor ar babig er fin : an diouer a blas vez graet d’an tad gwir, ar fed ne vije ket anv da gelaouiñ anezhañ zoken, a gavan dinatur. (Krediñ a ran e c’heller ober n’eus forzh petra en ur romant, gant ma vije arguzennet mod pe vod gant an tudennoù : en ur romant ken berr e tle al lennerien pigosat hardizh en o buhez dezho evit leuniañ an toulloù ; ma n’en em anavezont ket en tudennoù e sko an taol hebiou en ur feson bennak).

Etre ar pour hag an trichin ne ouezan ket pere dibab, ‘toare ! Ar blijadur zo trec’h, daoust da bep tra, skrivet mat eo, kempouez, lusket, kizellet munut an tudennoù a eil renk, romant gwellañ Jakez-Erwan Mouton eo marteze. Bet on o klask ster ar pennad-digeriñ hag ar frazenn-glozañ da heul : daoust hag-eñ e vo heñvel amzer-dazont ar bugel ouzh hini ar vamm, dibabet m’eo deus honnezh ar soner ha n’eo ket lutun an ti… seurt goulennoù a vag an ijin, ha brav eo din.


An doubl, Jakez Erwan Mouton (2010)

An doublSetu aze ur romantig-polis plijus a vez lennet dindan un abardaevezh. Souezhet on bet peogwir em boa kredet, o lenn ar pennadoù a ginnige al levr pa oa bet embannet, e vije un istor enni darvoudoù dreistordinal : n’eus ket, ur romant-polis rik eo. Tremen a ra pep tra e Brest, pezh ‘m eus kavet dreist. Skoulmet mat eo an itrik, ha dedennus eo an tudennoù, daoust ma ne vije netra a re (evel e menibrozhioù ar gisti zo anv anezho e-barzh) : santout a reer ez eus danvez, met gall a rafe bezañ diorroet muioc’h ar soñjoù, pe, kentoc’h, chom penn-da-benn war lusk ar penn kentañ : n’eus nemet keñveriañ ar c’hentañ pennad, skrivet gant damant, dezhañ un aergelc’h dreist, gant an triwec’hvet hini, neuz ur brastres dezhañ.
N’eus forzh, eus ar c’hentañ eo seurt lennegezh skañv evit diverrañ an amzer.


Ar c’hraken, Jakez-Erwan Mouton (2009)

Ar c'hraken N’eo ket nevez an tem, met plijus e vez atav lenn istorioù morviled hag adkavout roudoù Atlantiz. Dre vras eo deuet brav gant Jakez-Erwan Mouton ur wezh ouzhpenn, daoust ma kavfe din eo lipetoc’h ar penn kentañ eget ar fin e-keñver ar mor a draoù a oa da ginnig d’ar mare-se. Perak n’on ket kendrec’het penn-da-benn neuze, perak e kav din eo ul levr mat ha n’eo ket unan dispar ? Emichañs e teu eus ar ment, re voan e-keñver ar vouedenn oa er sujed, met ivez eus an doare m’eo tretet an haroz. An den nemetañ a reomp anaoudegezh gantañ tamm-pe-damm eo Nillsens, ha chom a ra diwar-c’horre.
Ar santimant em eus eo bezañ lennet un tamm senario dedennus-tre ha n’eo ket bet diorroet ennañ tu denel an tudennoù : gant se eo diaes bezañ lod en istor. Skrivet eo en ur yezh plijus ha pinvidik hep bezañ re ziaes, ha plijus eo ivez gellout fiziañ er skrivagner evit pezh a sell ouzh an deskrivadurioù istorel. Kavet em eus mat tre ar pennad-klozañ o lec’hiañ mat pep tudenn, al lenner zoken : stek a zo.
Ul levr brav e gwenn-ha-du eo en ur mod : ne vank nemet un nebeut trivliadennoù d’e livañ.


Diougan Ketzalkoatl, Jakez-Erwan Mouton (2007)

Diougan Ketzalkoatl
Trellet e vez an daoulagad gant ar golo met arabat kaout aon, ne sked ket al lizherennoù e-barzh ! ha ne goust ket re ger kennebeut…
Diaes eo bet din en em staliañ e-barzh an istor peogwir e vesken an daou benndudenn er penn kentañ, n’eo ket sklaer atav piv zo o kaozeal… Met ur wezh lañset, nag a blijadur ! Dedennus eo an darvoudoù ha stag mat an itrik ouzh an Istor, war-bouez ur munudig… ar spagnoled eo a bak o fegement…!
Kontet eo brav, gant suspens a-wezhioù, hag en ur veskañ a-zoare taolennoù istorel ha planedenn an haroz. Un haroz un tammig digig, treuzwelus, met n’heller ket ober gwelloc’h dindan ken nebeut a bajennoù moarvat. Kalz a ober a zo (kevrinoù, kefridi, skrapadeg, muntridi-lid, emgannoù…), met gouzout a oar ivez Jakez-Erwan Mouton ober un tard evit leuskel al lenner da zizoloiñ ar bigi armet kaer pe an natur : e ved zo gwirion ha buhezek.
Si pennañ ar romant eo ez a decrescendo un tamm a-fed skritur : lipet brav eo ar penn kentañ, gant ur pennad-digeriñ luziet (istor e-barzh an istor) met ne vez ket adimplijet mat e dudennoù evit klozañ al levr : domaj eo.
Ne gav ket din e vije mat paouraat un oberenn evit lakaat anezhi da glotañ gant un niver a bajennoù resis pe me ‘oar : ma ne ya ket evit ar genstrivadeg-mañ (Priz ar Yaouankiz) ez eus prizioù all… Me gav din e vije gouest Jakez-Erwan Mouton da vont pelloc’h gant e soñjoù, da ziorren muioc’h, en ur vataat kalz e levrioù. E vrezhonek pinvidik hag e ouiziegezhioù istorel ne vezont ket priziet atav gant ar skolajidi hervez o zalvoudegezh. Perak n’em lakfe ket da skrivañ evit an dud deuet un deiz bennak ?