Nenn Jani, Roparz Hemon (1974)

Nenn Jani
Plijet on bet kalz gant Nenn Jani (e brezhoneg, evel just, met n’em eus kavet skeudenn ebet). Gwir eo ne c’hoarvez ket ur maread traoù er romant, gwir eo ez eus kalz a zeskrivadurioù, met just a-walc’h eo se a ra e dalvoudegezh war ma meno, ar fed e vije ur romant “intimist” en ur mod. Gant ar romant-se em eus bet ar santimant da vont tre en don-donnañ Roparz Hemon, da gaout un nor digor war e vugaleaj ha war ar garantez a vage ouzh an div vaouez kozh a zaremprede en e yaouankiz. N’em eus lennet levr ebet all o c’hoarvezout e Brest d’ar mare-se ha me gav din eo resis ha kizidig an deskrivadur a ra eus e gêr genidik. Soutil eo an dielfennañ a ra eus plas an dud er gevredigezh hervez o renk ivez .
Gouzout a ran ez eus bet tud o klemm abalamour d’ar yezh implijet, me ne oan ket bet direnket ganti 10 vloaz ‘zo, met kavout a ra din e tlefe bezañ adembannet reizhet ma z’eus ur gudenn. Ne zistera ket talvoudegezh ar romant evel just. Soñjet ‘m eus n’eus ket pell ‘zo eo sellet ouzh un oberenn lennegel dre e sioù brezhoneg nemetken evel dibab ur vaouez evit he neuz ha netra all ebet. Me yafe kentoc’h da zimeziñ gant un dra divalav ha speredek eget gant ur bimbo. Pep hini zo libr da c’hoari gant e filip !

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

1 responses to “Nenn Jani, Roparz Hemon (1974)

  • Paol

    Krog on da lenn ar romant, a zo bet adembannet nevez zo gant Al Lanv. Plijet on evit ar mare. Digas a ra soñj din eus tud kozh eus ma familh e Brest gwechall, tud vunut, brezhonegerien. Fromus a-walc’h e kavan evit ar mare. E-keñver yezh ez eo hini Roparz Hemon, na mui na maez, gant he sioù anavezet mat met gant he ferzhioù mat ivez, arabat o ankouaat kennebeut.

Ober un evezhiadenn