Tag Archives: Metalikazh

Metalikazh, Treveur (2006)

Metalikazh
Mont a ra ar romant-mañ a-enep da dech gwan ar romantoù brezhoneg dre vras, ar senario. Tu kreñv al levr eo, er c’hontrol, un istor luziet, ijinet mat, eo ret chom tolpet e soñjoù warni evit chom hep koll an neudenn… Ur romant skiant-faltazi eo pa seller a-dost, met tremen a ra muioc’h en amzerioù tremenet pe a-vremañ p’emañ ar veaj en amzer e kreiz ar preder. Ar soñj a blij din ar muiañ eo an doare m’eo enbarzhet ar pezh a ouezer eus ar Roue Stevan diouganer e-barzh an istor. An tudennoù a c’heller krediñ enno hag a grou darempredoù etrezo un tamm. Kavet em eus farsus hini ar vamm-gozh. Pezh a vank un tammig, war ma meno, met n’on ket ur paotr ha marteze eo kentoc’h ul levr evit ar baotred, eo ur studi spisoc’h anezho, gouzout muioc’h ar pezh a santont en un doare hiniennel. Da skouer pa lavar ar plac’h eo bet krouget he daou vreur an derc’hent e kav din n’eo ket gwall wirion. Un dra bennak en he emzalc’h, d’an nebeutañ, a zlefe diskouez ne chom ket diseblant. A-hend-all ‘m eus kavet mat ar fin eildiwezhañ, ha pa vijemp bet touellet ? hag ar fin ivez.
Domaj eo ne vije ket bet peurlipet an embann, ur bern fazioù poentadur, barrennoù-stag hag all a zo en destenn.
Bet en doa Metalikazh ar priz kentañ er rummad 4vare-3de klas evit Priz ar Yaouankiz 2006.