Bugaled Breizh, 37 eilenn, Erwan Ar Saeg, Paskal Bresson (2016)

bugaled-breizhPetra ober pa ne c’heller ket tizhout kaout ar wirionez ? Ijinañ, na petra ‘ta. Setu ar pezh eo bet krouerien ar vandenn-dreset-mañ oc’h ober, en ur implijout ar muiañ posubl an dielloù istorel ha ne vez ket tabut warno… hag ar re nann-ofisiel ivez. En istor wirheñvel-mañ e kinnig an dud ha ne oant ket a-du gant an tezennoù rakchaoket, ar pezh a gav dezho eo c’hoarvezet e gwirionez.

Ouzhpennet eo bet un dudenn pe zaou d’ar re korf hag eskern : ar c’hazetenner a gas an enklask da benn, sur a-walc’h, evit reiñ liamm ha korf d’an traoù, hag un nebeut eus an dud zo tro-dro dezhañ.

Anzav a ran n’em boa ket heuliet pizh an istor-mañ, na n’on ket bet dedennet ganti gwezh ebet a-raok kaout al levr brezhoneg-mañ etre va daouarn. Plijet on bet gant ar vannenn-treset. Tev eo, brav an tresadennoù anezhi, dreist-holl e-keñver endro (mor, kêriadenn, hentoù anavezet, diabarzhioù an tiez ha kement ‘zo). N’eo ket ken resis an tres evit pezh a sell ouzh dremmoù an dud, met an hollad zo kempouez memestra. Dre vannoù-treset kaer a seurt-se e c’heller adperc’henniñ ul lodenn eus istor hor bro.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn