La dua invado de Marsanoj, Arkadi ha Boris Strougatski, bro-Rusia (1966)

dua invado de marsanojKlevet em boa e oa liammet etrezo holl romantoù skiant-faltazi ar vreudeur Strougatski (Arkadij ha Boris Strugackij en Esperanto), dre se em boa spi da gavout en hennezh respontoù da c’houlennoù a oa savet en va fenn da heul ar c’hentañ romant em boa lennet diganto : La loĝata insulo. Gant ar souezh, em eus komprenet ne c’hoarveze ket tamm ebet an div istor en hevelep bed.

War an douar emaer o c’houzañv “Eil aloubadeg ar Veurzhidi“. Iskis-tre eo an endro deskrivet : holl dudennoù ar romant a zo dezho anvioù gresian, un dendarv kig hag eskern eo a ra war-dro naetaat kêr, glas eo an ed hag ar bara mod Meurzh… Met estreget an traoù anat-se, emaer en ur bed boutin, betek re. Ar benndudenn, war e leve, zo ur paotr kozh disoursi ne dro e soñjoù nemet tro-dro d’e vuhez pemdez : chikanoù gant e wreg, merc’h dirollet o chom en e di c’hoazh, chikanoù all gant e vignoned kozh a adkav e ostaleri plasenn ar gêrig, ha, dreist pep tra, e zastumadeg timbroù. An traoù-se, lakaet er penn a-raok, a goach tamm-pe-damm ar pezh a fellje d’al lenner gouzout, plantet m’eo bet naon ennañ gant titl al levr. Arabat krediñ, avat, e vije kement-se teukerezh a-berzh ar skrivagnerien. Un arouez eo tregasoù bihan Apolono ouzh sentidigezh dall an dud ha ne fell ket dezho koll o aezamantoù evit mont d’en em gannañ ouzh ur politikerezh direizh -un tem diouzh ar c’hiz ken ez eo, eta.

Apolono hag e vignoned a sell ouzh staliadur ur stad hollvelielour tro-dro dezho gant kement a santimant hag un tropellad saout ouzh ar marc’h-du o treuziñ o frad. Kaer en deus Apolono skrabañ e benn, ne wel ket pelec’h emañ ar gudenn. Direbech eo-eñ.

Plijus eo lenn an deizlevr-mañ, hag a lak al lenner war evezh pa ne gompren ket diouzhtu petra zo da c’hortoz. Maget eo ar suspens gant un ambiañs un tamm distabil, drol, en em stalia a bajenn da bajenn. Ne darzh morse ar vombezenn, evel an tropelladoù loened-korn ha ne zispac’hont ket enep an dud a c’horvo anezho… Da dostaat eo ar romantig-mañ eus danevell verr Franck Pavloff Matin Brun a-fed ster, daoust ma vije kalz muioc’h a faltazi e oberenn ar vreudeur Strougatski. Ret eo kaout soñj emañ ar skrivagnerien eus bro-Rusia, hag eo bet berzet o levrioù eus 1969 betek ar bloavezhioù 1980 : emichañs en deus pouezet hennezh en diviz. Gellout a c’heller mont pelloc’h gant c’hoari al levrioù-kar : emichañs eo titl al levr ur serr-lagad ouzh romant Orwell La guerre des mondes ; koulskoude, n’heller ket chom hep soñjal en Atant al loened kennebeut (Atant an dud e vije aze !). Evit ar fent, tennañ a ra ouzh Nikolazig gant Sempé, war-bouez emañ ar vandennad galimanted war e leve.

Kalz eus levrioù ar vreudeur Strougatski zo bet lakaet e galleg, hennezh en o zouez (La seconde invasion des martiens).

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn