Daoulagad ar Werc’hez, Malo Bouëssel du Bourg (2014)

daoulagad ar werchezEl levrig tanav-mañ ez eus teir danevell diwar un hevelep tem : an haikus. Iskisat tem evit un dastumad danevelloù, met pa lenner anezho ne gaver ket ken souezhus-se ken.

Tost tre eo aergelc’h  Daoulagad ar Werc’hez ha Sed va fri ouzh kontadennoù, met kontadennoù romantaet, evel re Astrid Lindgren. Plijus-tre int ha leun a ijin. Kouviadenn Tonton H. zo un danevell glaseloc’h a luch war-zu ar fent kentoc’h ha dont a ra brav gantañ ivez. Brav eo ar yezh, resis, skeudennet : dedennus eo ar skridoù-mañ estreget evit bugale.

Ar gudenn, gant ar skrivagner-mañ, a vez atav ar memes hini : blaz ar re nebeut…

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn