La BD est Charlie, Frañs (2015)

BD est Charlie37 embanner o deus kenlabouret asambles evit sevel an oberenn-eñvor-se e koun ar gwalldaolioù e sez Charlie Hebdo hag ar re da heul e miz Genver 2015 : en o zouez Nadoz-Vor Embannadurioù, e-kichen embannerien ken brudet ha Bayard, Casterman, Dargaud…

175 pajenn zo oc’h ober al levr tresadennoù-mañ, war gement pajenn un dresadenn bennak gant un treser disheñvel. Renket eo bet an tresadennoù hervez urzh al lizherenneg pa seller ouzh anv an treser : da lavaret eo n’eo ket bet fellet d’an aozerien klask urzhiañ an tresadennoù hervez o ster, o zem, pe diouzh red an amzer, ar pezh e vijen bet techet da ober p’em bije bet d’ober war-dro al labour. Lakaet em bije da gentañ an tresadennoù o tiskouez parfetiz, an tresadennoù a denn fent eus ar fuzuilhadegoù o-unan, ar re diwar-benn ar manifestadegoù hervez ma vije fent pe get enno, al ludresadennoù diwar-benn gwerzh ar gazetenn Charlie Hebdo ar sizhun goude ar gwalldaolioù… Met labourus e vije bet, ha n’eo ket sur e vije bet kavet peurvat kennebeut, o vezañ ma vez atav tresadennoù un tammig e-kichen. Ha dav eo anzav eo bet graet buan-tre al labour evit ma c’hellje bezañ efedus ha tizhout an dud a-raok na vije diverket an darvoudoù-se eus o memor, tamm-pe-damm.

Al levr-mañ vo un harp da chom hep disoñjal, ha daoust ma vije stag ouzh Genver 2015, n’on ket sur e vo dic’hizet ken buan-se. Brav ha sobr eo gant e c’holo du, kalz livioù zo en tresadennoù pa oa bet divizet lakaat livioù gant ar dresourien, hag a galite vat eo al livioù-se. Ur blijadur eo da follennata.

Evel ma c’hortozen e kaver er sac’h-da-bep-tra-mañ an holl dresadennoù ha ludresadennoù a zo bet gwelet o pourmen war ar rouedad kerkent ha graet ar gwalldaolioù, met estreget ar re-se. Souezhet on bet o tizoloiñ kement a binvidigezh, a liesseurted e stil an dresourien. A-benn ar fin em eus komprenet n’heller ket “lenn” buan seurt oberenn, daoust ma vije nebeut-nebeut a bozioù : santet e vez un ezhomm da chom da sellet pell, da ziazezañ, d’en em soñjal. C’hoarzhet e vez alies, met trist e oar bezañ ivez, ha barzhoniel.

Daou pe dri eus an oberennoù kinniget n’em eus kavet ster ebet dezho (p. 144, p. 52), un nebeut n’int ket plijet din (85). Ar re em eus c’hoarzhet ar muiañ ganto eo unan diwar-benn ar schtroumpfed gant Blutch p. 30 hag unan diazezet war ur c’hoari-gerioù p. 60 gant Deligne (leuskel a ran ac’hanoc’h da zizoloiñ !). Bri a zougan ivez ouzh an dresourien o deus gouezet sellout ouzh an traoù eus a-bell ha kaout ur preder digoroc’h : p. 145, 9, 105…N’heller ket diverrañ en ur pennad 175 tresadenn zisheñvel.

Ur prof brav eo da gaout ha d’ober ma anavezit tud bet fromet bras gant an darvoudoù-se : sur oc’h da dizhout ho pal. Roet e vez gounidoù ar gwerzh da familhoù an dud lazhet e-pad ar gwalldaolioù.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn