Yes Scotland, Olivier Hensgen, Daniel Casanave (2014)

yes-scotland2Peurvoullet eo bet ar vandenn-treset-mañ e brezhoneg hag e galleg war un dro : lennet em eus an hini vrezhonek (ret eo treiñ ar pajennoù evit gwiriañ ar yezh, n’eo ket anat diouzh ar golo).

Diverraet eo enni istor bro-Skos hag he darempredoù gant ar Rouantelezh Unanet en un doare sklaer ha fraezh : daoust ma n’em bije ket taolet pled ouzh ar c’heleier, em eus bet tro da gompren mat ar peragoù eus ar goulenn emrenerezh, hag arguzennoù ar re ne oant ket a-du. Lakaat a ra d’en em soñjal war chañsoù-dichañsoù an dilennadegoù, levezonet kalz gant personelezh ar politikour Alex Salmond. Pa ne vije ket bet anezhañ, ha votet e vije bet evel m’eo bet e 2011 hag un nebeut deizioù ‘zo e 2014 ? Krafoù pouezusañ al levr Scotland’s future, a ginnige pizh an dazont kinniget gant gouarnamant skos e kenkaz e vije votet Ya, a zo kinniget er vandenn-treset, ha gwir eo e lakaont da hunvreal.

Kavet ‘m eus gras gant an astenn displegadennoù er fin ha gant al levr saoznek kinniget da vont pelloc’h ganti.

Estreget un taol bruderezh a-raok ur vouezhiadeg pouezus eo al levr-mañ : pedagogel eo, ha gant skouer bro-Skos en em soñjer dre ret ouzh stad ar vro a vever enni. Al lennadenn-mañ a zegas da soñj eo ret magañ pasianted a-raok tizhout e bal e-barzh seurt aferioù, ha ne goll ket he zalvoudegezh emichañs, daoust ma vije troet an hunvre da fallig ar wezh-mañ.

Evel-just ez eus traoù da zeskiñ er vandenn-treset-mañ. Koulskoude, n’on ket kendrec’het gant ar stumm. Sañset eo an tresadennoù dousaat an tem politikel rik moarvat, ha dont a reont a-benn, betek ur serten poent. Met start eo ar geriaoueg politikel da gompren e brezhoneg evit ar re n’emaint ket er jeu-se, a gav din : me en o zouez. Skoet e vez hebiou eta, gant un azasaat eus un tu (an tresañ) hag ur skoilh eus an tu all (ar brezhoneg arbennik). Marteze e plijo muioc’h  da lennerien arroutet war ar politikerezh.

 

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn