Sizhun ar breur Arturo, Youenn Drezen (1949)

Un danevell hir eo kentoc’h eget ur romant, kreizennet m’eo pep tra war ar penndudenn. M’en dare hag-eñ n’emañ ket e-touez oberennoù bravañ Youenn Drezen, ha me o paouez he lenn evit an eil gwezh. Savet eo mat tre, hep koñsediñ d’ar gizioù, hag an ambiañs, restaolet brav gant harp an natur kraz ha gouez tro-dro, zo eus ar c’hentañ. Soutil eo hentad ar breur yaouank, ha eñ o klask roud e zazont. Ar yezh zo war un dro pinvidik ha lenneg, gant gerioù nebeut anavezet zoken (diaes e oa bet din ar wezh kentañ, goude 2 pe 3 bloaz kentelioù brezhoneg nemetken). Sobr hag eeun eo, n’eus ket ur ger a re, ha mont a ra ar gerioù da skeiñ war-eeun er galon, daoust ma ne vijed ket koñsernet nemeur ken, emichañs, gant ar barradoù-diabarzh a sell ouzh ar feiz kristen…

Brav e kavan an doare ma kas an traoù war-raok tamm-ha-tamm, an darempred etre an danvez-manac’h hag ar plac’h, skeudenn an drougspered. Hi zo penn-da-benn er vuhez, p’emañ-eñ war ur bazenn speredel kentoc’h, a glask chom warni daoust d’e vroudoù kontrol. Dreist eo emgav manket ar fin, a beurechu da zigeriñ e zaoulagad d’ar manac’h bihan. Chom a ra an holl zarvoudoù war dreuzoù an darempredoù korfel hep tizhout anezho gwezh ebet ha daoust da se eo deuet a-benn Youenn Drezen da sevel ur skrid a lak da dridal, ha n’eo ket koshaet kement-se. Un taol brav e kav din ez eo pa geñverier gant an oberennoù a vez skrivet bremañ. Abalamour da se, koulskoude, e kav din ne glotfe ket mui gant tro-spered tud yaouank, pezh zo domaj peogwir eo anezho a vez anv el levr-mañ.

An dud deuet, avat, a gavo o c’hont gantañ, gant ma kemerint o amzer da dañva goustadik ar skrid-mañ, lenneg un disterig.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

1 responses to “Sizhun ar breur Arturo, Youenn Drezen (1949)

Ober un evezhiadenn