Pardon Sant Fiag, Erwan Evenou (2007)

Pardon Sant Fiag

N’eo ket didalvoud lenn al levr gant ar pinvidik m’eo geriaoueg ha brezhoneg Erwan Evenou dre vras, ha war kement live yezh a zo. Ar pep bourrusañ eo moarvat lenn brezhoneg pemdez, pe laosk zoken, evel ar galleg a c’hellomp kaozeal war ar pemdez : ar pezh a vank d’ar vrezhonegerien “arnevez”, sur. Gall a reer bezañ beuzet e-barzh kement a ouiziegezh a-wezhioù betek koll neudenn (dirollet) an darvoudoù : war ar c’hraf-se e welan ur gerentiaj bennak gant romantoù Favereau. Kalz a ijin en deus ar skrivagner ivez, o veskañ ar bed normal gant unan dreist-naturel kar-nes ouzh mojennoù ha barzhaz poblek Breizh.
Souezhet bras on bet gant doare an harozed : paotred nemetken (n’o deus ket ar merc’hed roloù brav e-barzh ar romant, met se zo boutin a-walc’h c’hoazh, allas). Peseurt paotred avat ! Kannerien, prim o klask renkañ an disterañ kudenn gant taolioù dorn, pe benn, pe benn-bazh, hervez ! Kalimanted, en ur ger ! Ma, perak pas… Seul lies seul binvidik…
Drein a zo er romant memestra, ha rouestlet mat zoken. Kavet em eus dizereat krenn e vije an enebour pennañ, an diaoul, evel ma vez skrivet meur a wezh gant an oberer, war un dro heñvelreviad hag arab, an daou berzh “fall”-se o vezañ deskrivet gant gerioù dizouj ha faeüs war ma meno. (N’eus ket heñvelreviaded allen istor, nemet ar re zispis zo o treiñ tro-dro d’an hini drouk, ha den ebet all ne vije ket gwenn e groc’hen). Lakaet on bet diaes ouzhpenn ur wezh o soñjal e c’helle bezañ bet implijet eñvorennoù ratonadoù pe abadennoù ken dudius all evit reiñ pebr da senennoù ‘zo. Souezhet bras on e c’hellfe bezañ embannet seurt mennozhioù gouennelour hag homofob a-boan skoachet en deiz a hiziv. Souezhet ivez o tizoloiñ an dra-se va-unan : daoust hag-eñ ne zlefe ket bezañ merzet pa vez skridvarnet ul levr ?? Merzout a ran avat eo bet embannet war anv an aozer, kontrol d’e romant kentañ : marteze n’eus ket fellet da di-embann ebet dougen kiriegezh an diabarzh ?

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

1 responses to “Pardon Sant Fiag, Erwan Evenou (2007)

  • Erwan EVENOU

    Hopala tudoù! N’eus ken ‘met ur gouennelour e-barzh ma romant, ha n’emañ ket e gamaraded ali gantañ. Evit an Arab a zo sañset da c’hoari roll an Diaoul, berber eo e gwirionez, ha lod a lak anezhañ da Antilhad… Ha ne vez ket prouet ‘lec’h ebet e ve bet heñvelreviad, diouzh ma kav d’e enebour gwashañ, ‘vit doare. “N’oa ket em soñj sevel ma mouezh a-enep d’ur boblad, d’ur c’houchad tud, d’ur relijion” (pajenn 10 al levr).
    ar skrivagner

Ober un evezhiadenn