Poket ‘moa d’ur flik, Goulc’han Kervella (2021)

poket-em-boa-d-ur-flik16 danevell bet embannet en Ya ! adalek 2016 a zo el levrig-mañ. Brodañ a ra Goulc’han Kervella war an darvoudoù politikel ha sokial a vev pe a wel tro-dro dezhañ dreist-holl, un doare d’o ferc’henniañ ha da dennañ ur mad bennak diganto. Alies-mat e  veze treuzet va spered gant ur soñj : Da belec’h eo aet skrivagner meur Lara ? Skañvoc’h e seblant din bezañ an dastumad-mañ war gement kraf a zo. Gwir eo e pled alies ar skrivagner gant temoù sirius dre fent pe, d’an nebeutañ, dre ironiezh, doareoù ha n’on ket gwall gizidik outo siwazh.

Bev e chom perzhioù mat lennegezh Goulc’han Kervella en opus-mañ. Ur yezh ken aes ha m’eo bev, saourus, naturel. Un donezon dreistordinal evit an taolennoù : na pet gwezh e soñjer e Aotrou Meur ar C’hoariva en ur lenn e destennoù ! Maget e vez e skritur gant e skiant-prenet. Morse ne vez displijus lenn ul levr gantañ. E barr e arz e vez pa denn danevelloù eus mojennoù kozh, evel e Bosenn Plougastell.

Hunvreal a ran en un oberenn disheñvel diouzh e berzh, koulskoude. Unan ha ne chomje ket war dachenn an abadenn bublik, ne werzhje ket an hevelep marc’hadurezh. Unan hiroc’h ha donoc’h. N’eo ket dibosubl en dije barrennet a-ratozh an hent da seurt traoù lennek. Pa zigorer dorioù an teatr, n’eo ket piv a zeu tre a vez sellet outañ. An niver a azezennoù feurmet, ne lavaran ket.

N’on ket ar publik bizet, marteze. Aze emañ an dalc’h.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn