Le pélerinage aux sources, Lanza Del Vasto, Frañs (1943)

Le-PELERINAGE-aux-SOURCES-par-LANZA-DEL-VASTOKemeret em eus va amzer evit lenn an dezrevell-veaj-mañ, dre zibab. Pennadoù berr pe verroc’h a ya d’ober anezhi, ar pezh ne harz ket ouzh ar skrivagner da genderc’hel atav gant e hent. Ezhomm em boa da saouriñ ar gerioù.

Pevar ahel, d’an nebeutañ, a dennan eus va lennadenn.

An hini gentañ, hag an nebeutañ dedennus a-bell hervezon, eo ar speredelezh. M’eo aet Lanza del Vasto da Vro-Indez eo e framm ur c’hest speredel. Gant sell un douristez e lennan ar rentaoù-kont a ro eus e daolioù-arnod : digomz, yun, difiñv, mantraoù ha kement a zo.

An eil a denn ouzh an antropologiezh hag ouzh an Istor. Kregiñ a ra beaj Lanza del Vasto e 1936. Disheñvel-mat e oa an doareoù da veajiñ eus ar re a anavezomp, e Bro-Indez dreist-holl. Ken lemm e sell hag e bluenn e ro ar skrivagner un depegn resis eus an dud en o endro hag en o femdez. Un daolenn zigredus a liv. Gandhi eo a zo e penn e breder, met tremen a ra ivez e ti Tagore… hag e degadoù a lec’hioù all, daoust ma kousk dindan ar stered alies. An doare ma vez graet dioutañ a ro kalz titouroù diwar-benn tro-spered indianed hag arabed e amzer ivez.

An trede tra heverk a zo ar fent a red a bajenn da bajenn en testeni. N’eo ket ul levr fentus, nann avat ! Eus ar siriusañ eo Lanza del Vasto. Koulskoude em eus c’hoarzhet forzh pegement en ur lenn al levr, ha n’eo ket peogwir e oan oc’h ober goap. Fent a strink diouzh pluenn Lanza del Vasto en un doare naturel : ur fent diabarzh, a sav diouzh an degouezhioù, diouzh an dislavaroù, diouzh ar stokadenn etre e ved europat hag ar bedoù a ergerzh e-pad e veaj. Ur fent soutil, un ironiezh hep he far on chomet skodeget ganto meur a wezh.

Miret em eus evit ar fin ar pezh en deus plijet din ar muiañ, a gredan. Ar varzhoniezh.

Ouzhpenn bezañ prederour ha krouer ul luskad speredel, Arc’h Lanza del Vasto, ur rouedad a gumuniezhioù awenet gant ashramoù Bro-Indez evel hini Gandhi (gouestlet d’al labour ha d’ar vuhez diabarzh) e oa eus Lanza del Vasto ur skrivagner, savet gantañ pezhioù-c’hoari ha barzhonegoù (e-touez traoù all). N’en deus ket skrivet ar Pélerinage aux sources e gwerzennoù. Koulskoude e evod eus kement dibab ger, eus kement frazenn, eus kement pennad, ur varzhoniezh personel ha kreñv. C’hoari a ra gant ar sonioù, gant ar skeudennoù, ken brav hag ur jangler gant e voulloù-tan. Goveliañ a ra gerioù. Diouzh ar gerioù en em soñj warno e tenn prederiadennoù, e tigor hentoù.

Pa oan bihan e veze kinniget al levr-mañ din evel ur maen-bonn speredel. D’ar bennoberenn lennegel eo e kanan-me meuleudi.

Ul levr ha ne z’aio ket diwar va soñj.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn