La place, Annie Ernaux, Frañs (1983)

la placeUl levrig n’eo ken, dezhañ ur paourkaezh titl ken boutin ma vez disoñjet diouzhtu.

Drezañ eo e tizoloan ar skrivagnerez he deus bet ar priz Goncourt 2022.

“Boutin” eo ar ger-mell a zere e gwirionez. An istor a gont, hini he zad, micherour aet da ozhac’h kafeti, a zo he hini kement hag hon hini. Neket er munudoù ez eo. Er santimant a zisterded, er c’hoant sevel, er youl da gas e vugale pelloc’h eget ar park omp staget ennañ.

Kement-se gant gerioù ken boutin ma tennont d’an dister. Evel m’hel lavar ar skrivagnerez hec’h-unan : “An deskrivadur-mañ em bije gellet en ober gwezhall, en ur pennad-skrid er skol, ma ne vije ket bet berzet deskrivañ ar pezh a anavezen”.

Di-ster, evit se, ar gerioù-se n’int ket. Kemer a ra amzer Annie Ernaux da zisplegañ. Ar pezh a gont eo un istor hollzenel. Hini ar vezh. Krediñ a ran eo abalamour da istor ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien on deuet da vezañ ken kizidik ouzh he son c’hwerv. N’eus forzh piv e vijer, er metoù a anavezan-me d’an nebeutañ, e vever ur vuhez soubet er vezh, da vezañ ar pezh ez omp, plac’h, den diwar ar maez, den n’en deus ket studiet, den a gomz fall, den na lenn ket, den ne gred ket skrivañ peogwir eo null e reizhskrivadur, pe kaozeal peogwir eo arnevez e vrezhoneg, den re lart pe re vihan, re deñval, re gozh ha kement a zo. Da grediñ n’ez eus nemet ar c’heflusker-se o kas ar bed.

Marteze ne ra Annie Ernaux nemet stadañ, gant tristidigezh, an efed he deus bet ar vezh-se war vuhez he zad hag he familh. Met ar soñjoù a laka he zesteni da ziwan a zo kreñv hag a zoug egin tonkadurioù digoroc’h.

Mezh d’ar vezh !

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn