An emgav chanter ha danevelloù all, Yann Mikael (2008)

Goude ul loc’hadenn diaes em eus echuet al levr hep displijadur.
Daou dra zo plijet din el levr : ar fed e anavez ar skrivagner ar galloeg hag e implij anezhañ gwezh ha gwezh all ; hag ar pennadoù a dremen e Aljeria peogwir e lakont ac’hanon da zizoloiñ ul lec’h hag ur mare dianv din.
Kalz muioc’h e tenn al levr-se d’un dastumad eñvorennoù eget d’un torkad danevelloù e gwirionez. Dibab ar skridoù n’eo ket unvan, ha direnket on bet gant ar meskaj buhez-faltazi-kontadennoù.
N’eo ket skrivet fall daoust ma c’hellfer kaout abeg gant dibab ar gerioù moarvat (arnevez alies), n’eo ket kement-se a ziaesa al lenn. Pezh a vank dreist-holl eo an dakenn aour vurzhudus a lak ar vuhez pemdez da vont da lennegezh ; mankout a ra a varzhoniezh, a ijin, e-keñver ar pezh a glaskan.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

1 responses to “An emgav chanter ha danevelloù all, Yann Mikael (2008)

Ober un evezhiadenn