Île, Aldous Huxley, Rouantelezh Unanet (1962)

IleAr gwellañ bed : an hini gwashañ da vevañ ennañ, ma kreder fin reuzeudik Bernard Marx. Met petra a vije bet ur bed peurvat, hervez Huxley ?

Skrivet just a-raok e varv, ar romant-mañ a zo un utopiezh o strollañ meur a dem en doa pledet Aldous Huxley ganto kent. N’eo ket anavezet titl al levr, ar pezh a ziskouez a-walc’h n’eo ket ur bennoberenn da lakaat e par Ar gwellañ bed. Met just a-walc’h, dedennet on gant tu gin an daolenn. Teurel a ra sklêrijenn war aozer an oberenn a anavezomp holl.

Arabadus a-walc’h eo da lenn -evel Ar gwellañ bed, pa soñjer, ur gudenn a zeu en-dro ingal en oberennoù a bled muioc’h ouzh ar soñjoù  eget ouzh al lennegezh-. N’eo ket lavaret eo skrivet fall, er c’hontrol. Ar pezh a vank eo lusk ha lufr.

Hoalus eo enezenn Huxley war meur a boent, o klask dimeziñ ar pep gwellañ eus sevenadur ar Sav-heol hag ar C’hornôg. Yac’h e tiskouez bezañ alies. Desavet e vez ar vugale gant ur mor a dadoù ha mammoù. Tennañ a ra an deskadurezh a vez pasket dezho d’ar Voudaelezh, o plediñ gant kement tu eus o fersonelezh. N’emañ ket ken pell-se eus aozadur ar Gwellañ bed (didouezhiet e vez ar vugaligoù hervez o zemz-spered, klasket o zidortañ, pe kempouez aergelc’h strolladoù en ur lakaat hini pe hini e-barzh ar strollad-mañ-strollad…). Ur bern soñjoù dedennus a vez ribotet.

Un ardigell eta, da zizoloiñ gant kuriusted hag ur spered digor.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn