The child left behind, Anne Bennett, Rouantelezh Unanet (2010)

the child left behind.png.opt232x325o0,0s232x325Arabat meskañ ar vaouez he deus skrivet al levr-mañ gant Anna Bennett, ur skrivagnerez eus an hevelep bro met marvet e 1808, na kennebeut gant ar skrivagnerez Ann Bennett (hep E) a zo o chom e Pariz hag a skriv romantoù diwar-benn Bro-Indez hag Azia… Unan all c’hoazh, gallez, skrivet ur romant ganti, a zo troet kentoc’h war ar sevel filmoù… N’em eus ket klasket pelloc’h, niverus int !

Honnezh a oa bet ganet e Birmingham e 1949. Troet eo war al lennegezh “poblek”, aes da lenn. Estreget santimantoù a zo en he levrioù koulskoude, n’eo ket evit ar rummad Harlequin e skriv. Diazezet int war fedoù istorel, war endroioù ez eus bet anezho. Steuennoù gwirheñvel o deus, a-boan gwashaet pe vravaet an traoù enno da stouiñ rak redioù an drama.

Plijet ha dudiet on bet gant ar romant, a lak d’en em soñjal war beli ar wazed ha tonkadoù maouezed e Frañs hag en Iwerzhon en XXvet kantved etre hag e-pad an daou vrezel. Brav eo en em leuskel da vezañ douget gant un istor kontet deoc’h, hepmuiken, a-wezhioù.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Ober un evezhiadenn