Tag Archives: zammig

Va zammig buhez, Jarl Priel (1954)

Lennet em eus an eil embannadur, eus 1975.

Ul levr eñvorennoù, war un ton disheñvel a-walc’h diouzh ar re all : daoust ma ne vije ket yaouank ar boulom (1885-1965) e santer n’en deus ket gouzañvet re gant ar vuhez. Mab nemetañ ar familh, graet e vez war e dro gant e vamm hag, abred, gant e vamm-gozh da varv honnezh. An tad, lonker, n’eo ket evit desevel anezhañ. Spered lemm ha dilu e ra Jarl e dreuz er skolaj ken aes ha tra. E blijadur vrasañ : skrivañ ha sevel pezhioù-c’hoari. Pa vez ret dezhañ dilezel ar studioù, defot gellout paeañ, e lak e anv da vont da soner-trombon e sonerezh an arme a vor : un digarez a-feson da foetañ bro hep poaniañ re gant ar vicher.

Plijadur en dez da gontañ, kement hag ur c’honter, ha santet e vez en e eñvorennoù en doa ar stek da zaremprediñ ha da voemañ e genseurted. Kalz fent a zo en e goñchennoù. N’eo ket un den a dorr e benn. Ha kement a draoù en deus da gontañ, ma vez roet ur plas bras d’an darvoudoù, kontrol d’ar skridoù-eñvorennoù all ma vez deskrivet kement lec’h ha darvoudig pemdez dre ar munud. Tro en deus bet da dostaat ouzh pennoù bras, prezidant, tzar… par eo e droioù-kaer da re Jean Conan, war-bouez nebeut.

Gant se, ha doug Jarl Priel d’al leurenniñ, e chom an danevell-buhez-mañ muioc’h a-ziavaez eget an eñvorennoù all em eus lennet betek-henn. An titl e-unan a welan evel ur fentigell, ur serr-lagad d’al lenner. N’eus ket uveloc’h, padal den ebet n’en dije traoù dedennusoc’h da gontañ…

Al levr-mañ zo hini kentañ ur rummad tri, a-raok Va buhez e Rusia hag Amañ hag ahont.

Advertisements