Tag Archives: Xavier

Skignet d’ar Seizh Avel, Zavier Langleiz (2013)

An testennoù kinniget el levr-mañ a oa bet embannet etre 1941 ha 1944, er gazetenn bemdeziek La Bretagne a ginnige ur pennadig e brezhoneg bemdez. Sinet e oa ar pennadoù-se “Lan hag Herve” ha skrivet e oant gant tud disheñvel, en o zouez Langleiz.

Souezhet on bet un tammig gant an dibab-mañ : embann testennoù Langleiz nemetken. Emichañs e oant dedennusoc’h eget ar re all, pe gwelloc’h o yezh. Met kavet em bije dedennusoc’h, ha klokoc’h, lakaat an holl bennadoù, kement hag ober, en ur resisaat gant piv e oant bet skrivet e gwirionez. Ur wezh an amzer, e ra dave Langleiz d’ur pennad bet skrivet gant unan all ha n’hon eus ket, eta. Troc’hañ a ra al lañs.

Ar fed skrivañ dindan un anv-pluenn a ro disoc’hoù farsus ivez : ne gil ket Langleiz dirak an drochoni, pa ro mel d’e levrioù gant al loa vras en ur ober van da reiñ un ali objektivel diwar o fenn… Ha n’eo ket ur wezh, met meur a hini ! Pec’hed orgouilh ar skrivagner, a c’heller kompren keit ma chom kuzh e identelezh. Met farsus eo gwelet en doa lakaet en e benn adembann ar pennadoù-se dindan e anv, ha n’en doa ket raktreset lemel ar frazennoù-se !

Petra eo al levr-mañ neuze ? Ur sac’h-a-bep-tra, ur meni “Buez ar Sent” lik da blantañ un tamm brezhoneg bemdez en tiegezhioù, en ur vrudañ implij ar yezh, oberoù hag oberennoù ar re a laboure eviti. Reiñ a ra tro an dastumad-mañ d’en em soñjal war ar fed ez eus liveoù e-barzh ar skridoù kinniget da lenn d’an dud gant unan. Langleiz, a zo lakaet da skrivagner meur gant ar vrezhonegerien a-vremañ, a skrive ivez disteradoù, abuzetezioù. Ne lakae ket kement a breder, a aked, o tuañ ur bajennad “Seizh Avel” hag unan eus e romantoù, kizellet munut. Ar pal a oa boueta ar pemdez, n’eo ket sevel un Oberenn Veur da leuskel roudoù don e spered al lennerien. Heñvel-tra eo pa skriver ur blog. Skrivet e vez diwar-dizh, ar buanañ posubl, ar gwellañ posubl, met hep al labour c’hwennaat ha gwellaat don a zo ret evit sevel un oberenn lennegel pe ur studiadenn. Ar pezh a gont eo al liamm gant al lennerien, gant ar yezh -DRE ar yezh.

Daoust m’eo bet skrivet ar pennadoù-mañ gant Langleiz, n’eo ket ar skrivagner a skriv, evel m’en lavar e-unan. Ar boulom Langleiz, ne lavaran ket. Reiñ a ra d’e lennerien, hep gouzout dezhañ a-wezhioù, ur bern titouroù diwar-benn e amzer, tro-spered an dud e-pad ar bloavezhioù brezel trubuilhet-se a zo bet ken rebechet d’an emsav betek an deiz hiziv, hag a vo c’hoazh. Ha se, hep ober anv eus politikerezh. Netra gwall chalus er pennadoù-mañ : a-boan ma santer eo ar brezel, pa ne vije ket ret dioueriñ boued ha pourvezioù diazez, ar pezh a vez graet anv anezhañ war don ar fent atav. Un tamm moral, un tamm stourm evit ar yezh, kalzig a vourdoù. Ar pennadoù dedennusañ, evidon, eo ar re a gont degouezhennigoù istorel : desket e vez traoù ganto.

Plijus eo da lenn, aes gras d’ar pennadoù berr. Da betra koll an hanter eus al levr o lakaat an droidigezh e galleg ? Evit ma vije tu d’an teodoù fall kontrolliñ ne gerzhe ket kazel-ha-kazel Langleiz hag an alamanted ? Marteze.

Advertisements

Disentiñ, Xavier Renou, Frañs (2012)

Ul levr a ro spi, a c’hwezh war glaoù-bev ar c’hoant stourm.

Ar skeudenn farsus hon eus eus obererien Ai’ta, ar furlukined orañjez, da skouer, a skoach un aozadur frammet brav.

An abadennoù-stourm difeuls ne c’hellont dont da vat nemet ma vezont prientet dre ar munud en a-raok ma vijent dalc’het. Dielfennet e vez an endro ha boazioù an enebourien. Pouez ar spered-strollad kreñv, ar fent, a vez diskouezet a-zoare. Pep perzhiad en deus ur rol sklaer da c’hoari, pe e vije e kreiz an ober, pe war al lez anezhañ : brudañ, luc’hskeudenniñ, evezhiañ stourmerien all, jubenniñ etre an daou du…

A-leizh a ditouroù hag a alioù pleustrek a gaver el levr, met mont a ra en tu all d’an dra-se. Kinnig a ra un doare prederouriezh ivez. Ar stourm difeuls zo unan a zoujañs hag a breder. Ur pouez bras en deus ennañ ar c’hengompren gant an “enebourien” hag ar galloud da varc’hata. Kompren a reer mat ne c’hell bezañ kaset da benn nemet gant tud amprouet, gouest da zibab o gerioù a-zoare ha da virout un emzalc’h dereat e n’eus forzh peseurt degouezh. N’ez eus ket plas, er stourmoù-se, ouzh an ijinañ war ar prim.

Lennet e vez al levr gant plijadur, daoust m’em bije kavet hir an displegadennoù a-wezhioù : kenkoulz e vije bet din, evit ur wezh, kaout ur roll “sec’h” eus an traoù, marteze en abeg ma n’em eus ket ezhomm da vezañ kendrec’het eus vertuzioù dibar seurt stourm… digollet on bet p’em eus kavet er bajenn ziwezhañ un diverrañ eus an holl grafoù a zo anv anezho el levr.

Skrivet eo bet al levr gant ur paotr a zo ezel eus ar strollad “les désobéissants” (an disenterien), ha reiñ a ra alc’hwezhioù evit kompren gwelloc’h pal obererezhioù Ai’ta (ha n’eus forzh peseurt obererezhioù disentiñ all evel-just !), ha c’hoant da vezañ niverusoc’h d’o souten.