Tag Archives: Troiad

Troiad en ifern, Mich Beyer (2017)

Er romant-mañ e adkaver ar pezh a ra priz romantoù Mich Beyer : ur yezh uhel he live met c’hwek da lenn, ur studiadenn resis eus psikologiezh an tudennoù, ur framm klasel, ar stek da lakaat ar suspens da greskiñ…

Kouskoude on krog da vezañ hegaset un tamm gant an temoù leitmotiv a gaver e kalz eus he romantoù : enezenn, heñvelreviadelezh… (met da belec’h an diaoul eo aet ar c’hazh ?). Evel-just e c’hell ur skrivagner bezañ dedennet gant an dodenn-mañ-dodenn a-hed e vuhez, met n’eo ket e mod-se e santan an traoù amañ, kentoc’h un doare “tro ret”(desired shape), dedennusoc’h da grouiñ eget da lenn marteze. Lemel a ra un tamm eus ar blijadur dizoloiñ, dre ma serr an dremmwel.

Un dra heverk er romant-mañ eo na weler ennañ nemet merc’hed -war-bouez er pennad diwezhañ. Hennezh on bet dipitet a-walc’h gantañ, engortoz e oan e tegasfe ur sell nevez war an afer met ne ra ket. Gellet e vije bet espern anezhañ.

Chom a ra ar romant plijus da lenn atav, lonket e vez en un tenn, kenkoulz hag e ziagentourien.

Advertisements