Tag Archives: tombe

Que deviennent les enfants quand la nuit tombe ?, Jean-Paul Nozière, Frañs (2013)

Desachet on bet gant titl kevrinus ar romant-mañ evit ar yaouankiz.

Etre ar bloavezhioù 60 ha 80 e oa degouezhet war douar bras Frañs ur 1600 bugel bennak o tont eus ar Reunion : bugale dezho 7 da 14 vloaz, tennet digant o familhoù gant an DDASS, laeret a-wezhioù zoken, war zigarez n’o dije ket un dazont brav a-walc’h lec’h ma oant ganet. Ar pal a oa lakaat da ziskenn niver a vugale an enezenn dre adpoblañ departamantoù ‘zo eus Frañs a oa bet dilezet gant o annezidi abalamour d’an divaeziañ : Corrèze, Gers, Lozère…

Maget eo romant Jean-Paul Nozière gant tonkad ijinet daou eus ar vugale-se. Lakaet en deus kalzig a lusk en e oberenn dre implijout un istor kroaziet, etre ar pezh a c’hoarvez en amzer-vremañ (ur grennardez a zizolo klopenn ur bugel e kraoù an ti emañ o paouez anneziñ ennañ) hag istor perc’henn ar c’hlopenn, tro 1966, er Reunion. Kaset e vez al lenner war hentoù-dall a-raok na c’hellfe peurgompren an traoù, pell eus ar pezh en deus ijinet.

Deuet eo brav gantañ, ha plijus e vez atav dizoloiñ tammoù kuzh eus an Istor, ha pa vije dre levrioù bihan difouge evel hennezh.

Advertisements

Thomas Drimm 1 : La fin du monde tombe un jeudi, Didier van Cauwelaert, Frañs (2009)

Un eneb-haroz kuilh, a-boan 13 vloaz dezhañ, o stlejal e pep lec’h e nanarzh tartouz eo deuet da repuiñ ennañ tasmant ur gouiziek brudet emañ o paouez lazhañ dre zegouezh war an draezhenn gant e sarpant-nij… Un istor eneoù ha ne c’hellont ket sevel, bac’het m’emaint dindan ur blatinenn enep-danvez a warez ar pezh a chom eus ar bed : An “États-Uniques”… Ur genbardonerez techet da evañ a vag Tomaz karantez outi, daoust ma vije en oad da vezañ e vamm… Un tad hag ur vamm dinatur, an eil boesoner hag eben o tamwallgas he mab, en deus foeltret he buhez gouez dezhi… Ludresadenn ur bed eus an dazont digammedet, daoust ma vije gwirion a-walc’h war sujedoù ‘zo. Peadra zo da vezañ divarc’het !

Teir levrenn a ya d’ober an istor-mañ en he fezh. Dibabet em boa anezhi dre ma oa kinniget evel ur romant “ekologel”, un anv-gwan a vez lakaet war Tobie Lolness ivez. El levrenn gentañ-mañ, n’eus anv ebet a ekologiezh. Plantañ a ra an dekor evit ar pezh a zeuio da heul.

Disheñvel eo an ton eus hini ar romantoù all evit ar grennarded. N’on ket sur e vije evito da vat, e gwirionez, poan en deus ar skrivagner o kuitaat e ved a zen deuet. Kavout a ran un tammig iskis an afer eneoù ivez, a zegas speredelezh e-barzh ar jeu, ar pezh a zo dic’hortoz a-walc’h.
A-benn ar fin e kinnig Didier van Cauwelaert un distopiezh orin-kenañ, gant ur stil a seblant ponner da gentañ met a z a en-dro a-feson e servij e itrik. Ijinet-kaer eo an istor, retorn an dud enni. Paket e vezer gant red an darvoudoù ma ‘z eer pelloc’h hag ar pennadoù kentañ a c’hell reputuiñ.