Tag Archives: Thirlwell

Candide et Lubrique, Adam Thirlwell, Rouantelezh Unanet (2016)

Ur romant un tammig dedennus… met pas muioc’h.

Emañ an dezreveller e kreizig-kreiz un enkadenn : re binvidik eo, re aes eo e vuhez, gant se eo bet bountet gant e vouezh diabarzh da guitaat e labour ha da chom da vevañ gant e wreg (pinvidik) e ti e dud (pinvidik). Petra a reer pa vezer dilabour ? Malañ soñjoù. Ur maler-soñjoù a-vicher e teu da vezañ, ha kinnig a ra anezho deomp evel ma teuont e teuont, a-stlabez.

Gwir eo e teu soñjoù dedennus a-wezhioù, prederouriezh, “refleksionoù profitabl”… met ret eo o didouezhiañ diouzh ar re all ! Evit ar pezh a sell ouzh an itrik ez eus unan bihan, strobet e-touez ar peurrest, ne c’heller ket lavaret e vije tridus al lusk… Ha c’hoazh, pa ne huanader ket da vat…

Taolenn al levr zo ur souezhadenn anezhi hec’h-unan, kontañ a ra un istor a-dammoù, dindan un hir a frazennad. Al lodenn gwellañ eo…

N’eo ket c’hwitet ar romant da vat, met ne zeuan ket a-benn da drueziñ unan en deus da bal klask tammoù trubuilh da blantañ en e vuhez evit dizenouiñ. Koulskoude, pa soñjer mat, an endro-man, an tem-mañ, eo ar re a gaver tamm-pe-damm e pennoberenn Bret Easton Ellis Less than zero ! Posubl e vije, eta, ne vije ket barrek-barrek Adam Thirlwell war ar skrivañ. Emichañs e skriv evitañ e-unan, da glask diluziañ e “gudennoù” ha da reiñ un tamm lufr d’e ego (war em eus komprenet n’emañ ket pell stad haroz Candide et Lubrique eus hini ar skrivagner). War ma meno, n’eo ket erru c’hoazh d’al live ma tedenner al lennerien.

Met posubl eo ivez em bije c’hwitet war un dra bennak, e vije re lennek an oberenn evidon pe evit bezañ peurgomprenet diwar ar c’hentañ lennadenn…

Etre va chik ha va chouk, div notennig evit an dazont :

. Paouez da zibab va lennadennoù diwar o golo

. Chom hep adlenn Adam Thirlwell (nemet ma tro va soñj evit abeg pe abeg, da skouer, kuzul ur mignon).

Advertisements