Klevet em boa, ha disoñjet goude, e oa Fondation un heuliad da vezañ lennet, un heuliad klasel diazez eus ar skiant-faltazi. E gwirionez en deus tapet an heuliad-mañ ur priz Hugo ispisial, hini ar gwellañ heuliad skiant-faltazi bet embannet c’hoazh, e 1966, da lavaret eo ne oa ket echu c’hoazh… ha mat eo gouzout n’eo ket bet roet ar priz-se en-dro da skrivagner all ebet abaoe ; chomet eo Fondation war bazenn uhelañ ar podiom abaoe. Pell eo chomet bed Fondation e-barzh penn Asimov hag amzer en deus bet da labourat kalz warnañ ha d’e binvidikaat betek fin e vuhez.
Va ali, dre vras, eo em eus graet mat e lenn bremañ a-raok ma vije erru re gozh evit plijout da zen ebet ken 🙂 Brudet eo evit bezañ awenet ur mor a arzourien, en o zouez Georges Lucas evit Star Wars… ha romantoù modernoc’h ha gwelloc’h a c’hellec’h kavout bremañ evit ar pezh a sell ouzh ar skiant-faltazi moarvat.
E-keñver itrik eo tost Fondation ouzh… Games of Thrones, evidon. C’hoarioù pennoù bras evit desachañ pe mirout ar beli. Dre m’eo bet skrivet an heuliad war un hir a brantad eo dizingal ar pezh a gaver e pep levr evel-just. Bez ez eus kreiz an istor, danevelloù oc’h obet anezhañ : a-fed skritur em eus kavet sec’h lodennoù ‘zo, re greizennet war ar politikerezh pa vije bet ezhomm da gaout tudennoù dezho ur bersonelezh kreñv da harpañ an identelekaat. Koshaet en deus skritur ar c’hentañ levrennoù skrivet eta : Fondation (1951), Fondation et Empire (1952) Seconde Fondation (1953). A vare da vare e tifoup un dudenn zedennus, ur vaouez alies… an tudennoù dedennusañ, avat, zo el levrioù skrivet diwezhatoc’h, ha n’eo ket ur souezh pa ya muioc’h-mui an testennoù war-zu ar romant evit dont da vezañ romantoù da vat a-benn ar fin. N’eus ket kement a strivoù d’ober evit lenn an daou levr diwezhañ : Fondation foudroyée (1982) ha Terre et Fondation (1986).
Ha koulskoude… daoust ma vije gwelloc’h ha modernoc’h ar skritur, e laosk an istor ur seurt blaz an traoù bet tañvaet dija… ha n’eo ket kenkoulz hag ar peurrest. Dont a ra da vezañ borodus ar seurt road-movie evit adkavout an douar… hag an doare da liammañ kelc’hiad ar robotoù ouzh hini Fondation, memes m’eo bet prientet gant Prélude à Fondation (1988) ha l’Aube de Fondation (1993), skrivet da ziwezhañ met da lenn da gentañ tout, a gavan un tammig re aes.Ar pezh a zo dibar en heuliad eo ar sell a-bell a zo war an traoù. A-fed amzer : etre pep istor ez eus ul lamm eus ur remziad bennak, hag a-fed egor, pa c’heller mont a blanedenn da blanedenn ken aes ha tra. Pep tra zo divent ha chom a reer sorc’hennet gant ec’honder ar c’halaksienn.A-hend-all e lavarfen eo ur bennoberenn abalamour m’eo mamm ar pezh a zo deuet war-lerc’h ha tamm ebet dre ma vije gwelloc’h da lenn evit traoù all, en deiz a hiziv… Talvezout a ra ar boan memestra, na pa ne vije nemet evit boueta an diviz : merzet em eus e oa bet lennet gant kalzig a dud, ar pezh ne c’hoarvez ket ingal.