Tag Archives: Tangi

Dre lennegezhioù ar bed, Pierrette Kermoal, Joelle Kermoal-Furic, Gwenael Maze, Yann-Ber Quirion, Marie-France Coïc, Morgan ar Menn, Tangi Legavre, Jakez Tomaz (2008)

N’eus ket kalz tiez-embann o kinnig dielfennadurioù lennegel e brezhoneg, atav e vez ur blijadur din lenn anezho. Ar 27 testenn kinniget amañ gant 8 skrivagner a oa bet embannet kent e-barzh ar gelaouenn Aber, etre 2004 ha 2008.

E penn kentañ e soñjen e vije dedennusoc’h lenn pennadoù diwar-benn oberennoù a anavezen dija, da skouer ar re vrezhonek (Gwerz an Aotrou Nann…), hag e gwirionez e kav din e vez bountet pelloc’h an dielfennañ war ar re-se. Desket em eus traoù, dedennus eo ar soñjoù kinniget.

Goude-se ez eus ur bern pennadoù diwar-benn oberennoù n’int ket ken tost ouzhomp, dre ar vro m’int bet skrivet pe dre ar fed n’int ket holl oberennoù milanavezet. Ha gant ar re-se em eus bet kalz ebat ivez, dre ma taol pled aozerien ar pennadoù ouzh kinnig mat tudennoù hag istor pep levr. Estreget se a reont, pa ginnigont hentoù da gompren an traoù, liammoù gant traoù all. Mont a reont donoc’h eget ne ra Yann lenner en e lennadenn diwar dremen. Ur veaj lennegel eo, gwallzedennus. Echuet e vez gant ar c’hoant lenn an oberennoù dizoloet, evel-just.

Ur rebech bihan em bije d’ober gant lec’h ar pennad diwezhañ : An oberenn arzel, ur bed o tiwanañ, un hent o tigeriñ, gant Joelle Kermoal-Furic. Kompren a ran e vije bet lakaet er fin, dre ma klask digeriñ hentoù dre vras. Met harpañ a ra kalz war oberenn Harriet Scott Chessman a oa bet skrivet pennadoù all diwar he fenn. Gwelloc’h e vije bet, d’am soñj, strollañ an holl bennadoù a bled gant al levr-mañ. Ha ma oa dav lakaat hemañ er fin, plantañ ar re all araozañ, hep lakaat traoù all etre daou.

Met n’eo nemet ur munudig ; ul levr mat-kenañ eo a vez lennet gant entan, tamm ebet arabadus evel ma c’hellfer gortoz digant seurt levrioù.

Advertisements

An Antekrist, Tangi Malmanche (1950)

Ur pezh-c’hoari nebeut anavezet, digant unan eus hor c’hlaselañ dramaourien.

Kavet em eus plijus lenn un doare personel eus an istor, anavezet dreist-holl dre ar werz dediet da Fontanella er Barzaz Breiz. Ober a ra kazh an divizoù, dreist-holl p’emañ Mari vihan er jeu. Plijet on bet oc’h en em gavout er manerioù gant an tudennoù hag oc’h ijinañ an endro gras da zidaskaliezhioù deuet brav o tisplegañ ar c’hoarioù-gouleier pe ar sonioù a-dreñv. Mat eo, emaer er jeu.

Bez em eus bet tro d’en em c’houlenn hag-eñ ne oa ket Mari ur seurt pimpatrom eus an doare ma weler Anna Breizh, en ur mod. Ur plac’hig glan, uhel he fenn, bras he c’halon ; ur skouer a vertuz, memes evit ar re a glask profitañ diouti… Ur skeudenn a dizh ar gwenn hep mar eta. Met ur savboent personel n’eo ken, n’eo ket skrivet tamm ebet en destenn.

Evit distreiñ d’ar pezh-c’hoari, ret eo din anzav n’em eus ket komprenet gwall vat da be lec’h en doa c’hoant Malmanche da gas an dud gant e istorioù teologel. Ententet em eus an dezenn, met n’he deus ket kalz ster evidon, ha n’he c’havan ket pouezus. Padal eo war se en doa c’hoant Malmanche da zesachañ an evezh dreist pep tra… Pep hini a raio e soñj, forzh penaos eo berr ha diskuizhus da lenn.


En ur lenn Tangi Malmanche, Morgan ar Menn (2015)

en-ur-lenn-tangi-malmancheStrollet eo bet gant Morgan ar Menn ar pennadoù niverus he doa skrivet a-zivout Tangi Malmanche hag e oberenn, evit kelaouennoù pe kolokoù : ar rebech nemetañ em bije d’ober d’al levr-mañ eo e vez adlavaret kalz an traoù, pa vez ret adlec’hiañ an den hag e oberenn bep tro, met war un tu all ez eus perzhioù didaktek gant ar fed lenn meur a wezh ar memestra, ha n’eo ket un draen a-benn ar fin.

Daoust ma anavezfen skridoù brezhonek Tangi Malmanche pell ‘zo em eus desket ur bern traoù. Dedennet bras on bet gant ar c’heñveriañ etre embannadennoù brezhonek ha gallek Marvailh an ene naonek, da skouer. Talvoudus dreist pep tra eo al levr-mañ d’ar re n’o deus ket bet ar guriusted da vont da gantreal e-barzh skridoù gallek ar skrivagner : diazezet he deus Morgan ar Menn he studiadennoù war e oberenn a-bezh, un dibab a ro ur sell ledanoc’h ha klokoc’h war an arzour hag istrogell ma oa ar skrivagner. Mat eo dizoloiñ mammennoù e awen, ha gouzout petra a zo e-barzh An Antekrist, pezh-c’hoari a-zivout Fontanella, pe e-barzh ar romant galleg An tour plom.

A-bouez eo ivez ar stagadennoù a zo bet lakaet e fin al levr, enno an testennoù berr a vez graet meneg anezho e-kerzh ar studiadennoù.

Ur blijadur eo bet din lenn an dastumad-mañ, ha n’eo ket diaes tamm ebet da heuliañ pe da gompren, daoust ma ne vefe ket hoalus bras e ditl. Ul levr n’heller ket dioueriñ d’ober donoc’h anaoudegezh gant unan eus hor brasañ skrivagnerien.


1973, Bernez Tangi (2015)

1973Al levr-mañ, kronikenn eus ar bloavezh 1973 e bro-Montroulez, a zo ken plijus da lenn hag ur gronikenn-familh, pa anavezer ur mor a dudennoù enni kenkoulz hag al lec’hioù hentet ganto.

Ur splujadenn eo en un amzer all, gant un heuliad taolennoù klasel, ur seurt hent ar groaz a-hed al livenn-gein m’eo ostaleri an Ti Kozh e Montroulez. An tudennoù, niverus, a zistro d’ar vammenn-se bepred. Un neudenn dematek zo da heuliañ ivez : ar follentez, a gemer he c’hreñv war Fantig a-benn ar fin, met a vez desachet evezh warni dre dudennoù all. N’eo ket ken digamambre ar framm ha ma c’hellfer soñjal diouzh ar c’hentañ sell eta, seul vui ma chom flour al lennadenn.

Ur seurt testeni eo, eta, eus ur prantad a santer eo bet bevet gant ar skrivagner, gant ar resis ma vez depegnet, met roet dezhi un dro lennegel.

Ret eo islinennañ ivez emañ Bernez Tangi e-touez ar skrivagnerien vrezhonek ar muiañ awenet da livañ senennoù seks.

Soñjet em eus kalzig e levrioù Gege Gwenn en ur lenn hennezh. Brav eo ar skritur, marellet a ganaouennoù da reiñ an ambians. Ouzhpenn planedenn hiniennoù e vez degaset da soñj al lenner ur bed n’eus ket mui anezhañ ; lec’h ma veze kalz muioc’h a vrezhoneg er vuhez pemdez, kalz muioc’h a youl stourm gant ar re yaouank, kalz muioc’h a labour ivez -skoüs eo, ne oa ket ken pell-se alato !

Abalamour d’ar stumm kronikenn dibabet, d’ar savboent hollek, ne z’eer ket don en anaoudegezh eus an dudenn-mañ-tudenn : gellout a ra an dibab-se reiñ da grediñ e chom an traoù diwar-c’horre a-wezhioù. Met forzh penaos e chom plijus-tre da lenn ha pinvidik a-fed Istor.


Troad skubellenn, paotr e valizenn, bugale skol Diwan Logivi-Lannuon (1991)

6 bugel o deus kemeret perzh e-barzh sevel ar romant-polis-se gant o skolaer. A-viskoazh ‘m eus kavet drol an titl ; “troad skubellenn” eo al lesanv roet gant bugale al levr da unan eus al laeron a sikouront da bakañ.
Diaes eo loc’hañ un tamm : blaz al labour-skol zo war ar penn kentañ evel just. Met ne soñjer ket en se a-hed al levr, ur wezh an amzer nemetken. Deuet eo brav o romant ganto : ijinet mat eo an istor, hag a dremen e Eusa. Deuet int a-benn da aozañ suspens a-walc’h. Gras d’ar skolaer moarvat ez eus un ton unvan d’an oberenn. Aes eo da lenn, met n’eo ket paour ar yezh. Dre m’eo bet skrivet gant bugale e c’heller bezañ sur e vo komprenet mat gant reoù all.
Kinklet eo al levr gant tresadennoù e gwenn ha du graet gant ar vugale.
Embannet oa bet e ti Skol Vreizh, met ne zle ket chom ur bern skouerennoù e gwerzh ken.


Tangi Kerviler, Roparz Hemon (1971)

Tangi Kerviler
Diskouez a ra ar romant bezañ savet war un danvez romantel boutin a-walc’h : ur paotr yaouank eus an XVIIIvet kantved, e karantez gant ur plac’h eus e vro, a ya da soudard e lez ar rouanez. Eno e kej ouzh un dimezell a enor, Orwen, a entan e galon. Bevañ a ra ur bern troioù-kaer, gant, pe a-enep d’an Orwen-se a gemer perzh en un doare dispac’h prientet gant enebourien d’ar rouantelezh. A-benn ar fin e tistro d’e vro hag e timez gant e garantez kent. Kregiñ a ra ar romant en un doare dreist, kejadenn an haroz gant mab ar roue zo unan eus pennadoù bravañ Roparz Hemon a gav din : n’eo ket deuet kenkoulz gantañ peurrest al levr. Marteze eo dre m’en deus klasket ober berr, evit chom hep digalonekaat ar grennarded a oa bet skrivet al levr evito, e brezhoneg eeun ouzhpenn-se. Nerzhus a-walc’h eo an istor koulskoude, ne gaver ket hir e amzer.
Atav on bet douget da dTangi Kerviler daoust ma ne vije ket disi. Me soñj din eo dre m’en doa bet kalz a ebat Roparz Hemon o lakaat e gantved muiañ-karet da advevañ dre e skrid. Ha da advevañ evel m’en dije karet e vije bet bevet gant e hendadoù : gant un amzer-dremenet disheñvel un disterig eus an hini istorel. Teurel pled ouzh ar pezh a sinifie evitañ a ro un eil live kompren d’an oberenn, hag abegoù da lenn ar romant meur a wezh : muioc’h a voued zo e-barzh eget na gredfer en ur sellet ouzh an niver a bajennoù.


Donaw, Iwan Tangi (2000)

Donaw
Ar romant-se n’en deus ket e bar, a gav din.
E berzh gwellañ eo marteze n’eo ket re eeun e dudennoù ; kavet em eus dreist e c’hellfe ar penndudenn mont war roudoù e garantez yaouankiz en ur chom komprenet ha sikouret gant e wreg, en ur chom hep terriñ e liammoù familh. War ar poent-se e kav din eo da vat ur romant a oad gour ha n’eo ket ur romantig evit ar grennarded, daoust ma plijfe kalz dezho.
Ar gwenedeg implijet ken brav a sikour d’en em lakaat e kroc’hen ar pennden. Barzhoniel em eus kavet ar yezh alies.
Ur ral e oa a-raok Donaw kavout e brezhoneg istorioù kontet gant kement a gizidigezh hag a speredegezh : n’eo ket santimantoù marc’had-mat vez pasket deomp gant Jean-Claude Le Ruyet, gouzout a oar mirout kalz a elevez ivez.
Farsus ha dudius em eus kavet adkavout aergelc’h kentelioù alamaneg kasaet va yaouankiz : gant ar bloavezhioù o deus tapet ur blaz ar c’hoz dous ha frondus.
Evit ur wezh eo brav ar golo ivez, n’eo ket bet dic’hizet c’hoazh.
Evidon eo ar romant-se ur skouer el lennegezh vrezhonek.


Per, Jakez, Yann hag ar re all, Lukian Tangi (1988)

Per Jakez Yann hag ar re all
Lennet vez digudenn peogwir eo flour ar yezh, ha pinvidik, met ne laosk ket ur roudenn zon er spered. An danevell gentañ, “Unan eus troioù-kamm ar garantez”, zo an hini a blij din ar muiañ en torkad, kavout a ran domaj ne vije ket ar re all a-live ganti a-fed ijin. Pezh a rebechan ouzh kalz eus e zanevelloù all eo bezañ re dost eus ar gwirvoud, kavout a ran anezho un disterig re garrez, re frammet, re nebeut a from enno.
Santout a reer un herour da Roparz Hemon a-fed yezh (daoust ma vefe kalz pinvidikoc’h ar geriaoueg a zibab) pezh a gavan-me plijus ; met an awen a vank.