Tag Archives: Ŝvejk

La brava soldato Ŝvejk, Jaroslav Hašek, bro-Dchekia (1921-1923)

Peder levrenn a ya d’ober istor Chveik, an den mat. Embannet e oa bet ar pennadoù anezho tamm-ha-tamm e kelaouennoù da gentañ.

Ar soudard Chveik a vev e Praha pa darzh ar brezel-bed kentañ. Emañ kêr dindan beli impalaeriezh Aostria-Hungaria. Tomm eo Chveik ouzh e vro, met re entanet eo evit ma trofe plaen an traoù.

Un dudenn brudet-kenañ eo Chveik e Tchekia. War zigarez kontañ istor ur soudard pout a spered, e teu a-benn Jaroslav Hašek d’ober goap ouzh ar stad, ar brezel, an arme, an iliz, ar galoñsoù, ar merc’hed… ha kement ‘zo. Hir a-walc’h eo lenn ar peder levrenn, a implij holl an hevelep gwinterelloù da lakaat da c’hoarzhin. Koulskoude e vez kavet ouzhpenn danvez-c’hoarzhin enno. Ur mailh eo ar skrivagner da zepegn ambiañs ar mare, metoù ar soudarded hag o zechoù fall. Pa ra Chveik e geñveriadennoù sot e kont war un dro penaos e oa Praha a-raok hag e-pad ar brezel. Studiet e vez pizh techoù fall an dud e-barzh ar metoù kemplezh hag urzhiet-kaer m’eo an arme, en ur prantad istorel pouezus.

N’eo ket ken dedennus evidomp eget evit tud Tchekia, marteze : ur bern elfennoù sevenadurel a zeuer da zizoloiñ ha da anavezout dre ziskourioù helavar Chveik. Pouez a vez roet d’ar boued, d’ar c’heginañ, d’ar c’hoarioù kartoù. Daveoù niverus a vez graet da istor ar vro hag ar brezel (fazius a-wezhioù, ne veze ket boaz ar skrivagner da adlenn e skridoù, a zeue buan hag aes dindan e bluenn), ha taolennoù dedennus eus an endro-brezel.

1 En la ariero / En a-dreñv

Chveik eo e vicher desevel ha gwerzhañ chas. Pa darzh ar brezel e ra e seizh gwellañ evit servijout e vro. Met gwelet a reer e c’hell ar re a volontez vat degas ur bern trubuilhoù. Chom a ra Chveik imoret mat, prest atav da rentañ servij ha da glukañ banneoù gant mignoned, ken niverus tro-dro dezhan hag e enebourien, a ya e belbi dre forzh anduriñ e sotonioù.

2 En la fronto / War an talbenn

Ma vez lennet al levrenn gentañ gant ur mousc’hoarzh e korn ar muzelloù, e vez c’hoarzhet frank en eil-mañ. Adalek ar pennad kentañ, “Darvoudigoù Chveik e-barzh an tren” dija. Hag ar pep gwellañ zo er fin, pa dap Chveik mont war-raok gant e resped soudard ha pa vez lakaet e karg da respont ouzh ar pellgomz, ha eñ e kreizig-kreiz ar brezel. Hirderioù ‘zo e kreiz al levr avat.

3 Glora batregalo / Kastizoù glorius

An trede levrenn a dremen kazi penn-da-benn en un tren an darvoudoù anezhi. Ne vez ket mat atav, kregiñ a ra an istor da vezañ hir. Ar pezh ‘zo mat eo e chom an itrik tro-dro d’un nebeut tudennoù, a zeu da vezan pimpatromoù. Ar bommoù gwellañ eo ar re m’en em gav Chveik gant e enebour muiañ-karet, al letanant Dub. Meur a wezh eo bet treuzet va spered gant ar soñj e teue ar fent eus ar fed en em ren Chveik evel ur bugel, gant ul lojik dezhañ e-unan. Ken eeün hag hegredik e tiskouez bezañ, ma vez dizarmet e hegaserien gant e zoare didro. Kerentiezh a welan etre Chveik ha Mr Bean, un tamm bihan.

4 Dauxrigo de la glora batregalo / Kastizoù glorius o kenderc’hel

A-benn e teu Chveik da guitaat an toull-bac’h ha da zistreiñ d’e rejumant, ma adkav e vignoned kement hag e enebourien touet. N’eo ket ken hir al levrenn-mañ hag an tri all : marvet eo ar skrivagner a-raok ar fin. Lakaet eo bet ar pik echu dezhañ gant e vignon Karel Vaněk, en doa diktet anezhañ dezhañ.

N’on ket fachet e vije bet berraet an traoù, peogwir e oan krog da gavout hir va amzer. Ne ziskenn ket ar c’halite e-kerzh ar peder levrenn koulskoude ha fent ‘zo forzh pegement, degaset alies gant implij ur yezh gros ha skeudennaouet kaer.

Renket eo romantoù Chveik e-touez gwellañ dezrevelloù flemmganus lennegezh ar bed. Lakaet e vez a-renk gant Don Kic’hote alies.

Un astenn da avañturioù Chveik en deus skrivet Bertolt Brecht, e 1943, er pezh-c’hoari Chveik en eil brezel-bed.

 

Advertisements