Tag Archives: son

Son ar sell, Herri ar Borgn (2009)

N’em eus ket kavet ken aes-se mont tre el levr-mañ. Renket eo ar barzhonegoù a-demoù ennañ, ha kregiñ a ra gant al lodenn Natura. Rimoù klasel, aketus, war demoù eeun : dubeed, lann, sapin… ur spered tost a gaver en-dro e fin al levr, el lodenn anvet Ar Skorv. O vezañ n’on ket plac’h an natur, ne vezen ket maget kalz gant seurt boued.

Koulskoude e teu war-wel tamm-ha-tamm un drolinenn spisoc’h-spisañ eus ar skrivagner. Dre e endro a zepegn gant karantez, ha dre an dud a zoug pri outo. Un den kizidik ouzh braventez ar bed, a vag truez, doujañs, a heul nevezentioù hor flanedenn gant dastornelloù e santoud. Un humanour, leun a spi daoust ma vije skodeget a-wezhioù gant soñj, arvest pe arnodad ar marv. Un den desket ivez, a c’hoari gant e anaoudegezhioù da binvidikaat e skridoù. Un hoal ispisial a zegas implij ar gwenedeg, a oar Herri ar Borgn lakaat da blegañ ha da sujañ d’e ezhommoù. Plijet on bet, kazi, gant an holl varzhonegoù a zo e kreiz al levr : Dervennig ar feministed, Kae kuit, Dibenn Gwengolo, Adtommiñ ur c’hwil-Doue

Muioc’h en em adkavan -ral eo !- e-barzh barzhoniezh Herri ar Borgn eget e-barzh gomz-plaen, ha fromet don on bet gant lod eus ar skridoù-mañ. Tost eo ar barzhonegoù-mañ da vuhez an dud, aes da lenn, aes en em adkavout enno. Poblek int en ur mod, evel ma c’helle bezañ Levr al labourer, d’ur mare ma veze poblek barzhoniañ ha degemer barzhoniezh.

Advertisements

Wilt 3 : Wilt prend son pied, Tom Sharpe, bro-Saoz (1985)

Evel an eil, twilt3rede levrenn Wilt a ya pell war hent an direzon. Chom a ra farsus, peogwir ez eus degouezhioù kazi gwirheñvel war-bouez nebeut : just un tamm re a ijin, a lorc’h, a entan gant unan bennak ha setu ur mor a dud o vont war e lerc’h, ken dall an eil re hag ar re all.

Gant an amzer on krog da welet ibilioù fent adimplijet meur a wezh gant ar skrivagner, met n’eo ket enouüs e goñchennoù evit kelo-se. N’eo ket displijus an tem hag argemmoù 🙂 dreist-holl pa vezer gant tudennoù a anavezer mat o fsikologiezh abaoe ur prantad.

Re bell ez a an diskoulm marteze ? pa lennan se, e soñjan e tec’hfen ar pellañ posubl ma welfen seurt diotachoù en ur film… met kontet e vezont ken mat m’en em laosker da vezañ strobinellet en desped da bep tra. Ha n’on ket heuget c’hoazh, kenderc’hel a rin an heuliad gant plijadur.