Tag Archives: soi

Le nouveau journal créatif : à la rencontre de soi par l’écriture, le dessin et le collage, Anne-Marie Jobin, bro-Ganada (2010)

Un akt krouiñ eo skrivañ un deizlevr, neketa ? setu perak e oan bet desachet gant titl al levr-mañ, kevrinus a-walc’h din.

Ul levr diorren personel eo, dezhañ techoù fall seurt levrioù : eeünded (betek re), pedagogiezh (peurambrougus), doug d’ar speredelezh (m’en dare perak e lakaan se e-barzh an techoù fall ; ur fed eo, kouskoude : n’on ket evit anduriñ ar speredelezh doare new-age. met n’eo ket re bonner el levr-mañ, ne harz ket ouzh al lenn).

Skeudennaouet eo al levr, neket gant traoù brav dre ret, met gant tresadennoù-labour, skouerioù eus ar pezh a c’heller ober. N’eus afer ebet a grouidigezh arzel amañ. Pal al levr eo displegañ penaos e c’hell an tresañ, etre mediomoù all, sikour an unan da ezteurel traoù a denn d’e ziemouez -p’eo techet ar skrivañ “klasel”, er c’hontrol, da blediñ gant an emouez.

Buan a-walc’h em eus komprenet ne oa ket un teknik evidon. Re domm on ouzh ar sevel frazennoù, hag abaoe re bell, evit kaout c’hoant da cheñch. Met war un tu all em eus bet plijadur o lenn al levr betek ar fin, o vezañ ma kinnige ur bern soñjoù ha doareoù ijinus da c’hoari gant ar skrivañ. Degas a rae soñj din, a-wezhioù, eus traoù a raen en va deizlevr a grennardez, evit abuziñ va amzer a greden : skrivañ e-barzh stummoù geometrek, pe n’eus forzh pelec’h er bajenn, traoù hep penn na lost evel ma teuont e teuont… an teknik nemeti, e-touez an holl re-se, em eus miret betek bremañ eo ar skrivañ gant an dorn kleiz. N’em bije ket bet douetañs e tostaen eus va diemouez drezañ…

D’am soñj eo bet raksoñjet al levr-mañ kentoc’h evit tud ha ne “zeizlevriont” ket c’hoazh, gellout a ra reiñ ur seurt deklik. Dibab sevel seurt raktres zo ivez dibab mirout amzer ha plas evitañ e-unan war an deiz. N’eo ket fall.

Advertisements