Tag Archives: sociale

La peur des autres : trac, timidité et phobie sociale, Christophe André, Patrick Légeron, Frañs (1995)

Dedennus a-walc’h em eus kavet al levr, dreist-holl er penn kentañ. Displegañ a ra mat-tre ar c’hudennoù liesseurt a c’hell kaout unan da zaremprediñ tud all. Kinniget e vez goulennaouegoù bihan, da c’houzout gant peseurt droug oc’h taget (ma z’oc’h), hag-eñ e talv ar boan kaout sikour da blaenaat an traoù pe get.

Ar pezh ez eus da zerc’hel soñj anezhañ eus al lodenn gentañ eo n’eo ket normal aozañ e vuhez tro-dro d’an traoù ne greder ket ober, en em renkañ evit chom hep en em gavout gant tud all, mont da ouelioù ‘zo, nac’h pignat gant skeul ho labour peogwir ne fell ket deoc’h kaozeal dirak ar re all… e berr gomzoù, leuskel an namm-se da ren war ho puhez.

Hervez an aozerien, e vije meur a zoare da zont a-benn eus ar c’hudennoù-se. Gwell a se… met gant an eil lodenn on bet dipitet a-walc’h, peogwir ne ginnigont nemet unan, a-benn ar fin. An hini a labouront warni. Terapiezh an emzalc’h, a reont diouti. Ar sistem : ober an traoù n’ho peus ket c’hoant d’ober, daoust da bep tra. Evel m’ho pije c’hoant paouez da vutunat : paouezit, ha mat pell ‘zo ! Brav eo, evit tud yaouank dreist-holl… met m’eo bet klasket dija a-hed ur vuhez, klask en-dro, memes gant ur “coach”, a chom danvez-gouzañv. Evel evit ar butun, ez eus sur a-walc’h doareoù all da zousaat buhez ar re a zo taget gant seurt diaesamantoù (ha n’int ket merket e-touez ar c’hleñvedoù ofisiel). Hipnoterapiezh, ha me ‘oar… Met eus an traoù “e-kichen”-se, n’eus anv ebet amañ.

N’eus forzh, reiñ a ra un tañva dija, da bep hini d’ober e damm hent war-lerc’h.

Advertisements